Tirant lo Blanc

Eus Wikipedia
Pajenn embannadur princeps Tirant lo Blanc (1490)

Tirant lo Blanc, Libre del valeros e strenu caualler Tirant lo Blanch e anv orin, zo ur romant gant Johanot Martorell (c. 14101465). E valensianeg, ur rannyezh katalanek e voe skrivet, etre 1460 ha 1464 ; lakaet e vez da wellañ romant marc'hegerezh katalanek, ha da wellañ romant kantved aour València. E 1490 e voe embannet e València, hag advoullet e Barcelona e 1497. E 1511 e teuas er gouloù ar c'hentañ embannadur kastilhanek, e Valladolid, hag e 1538 en italianeg gant Lelio Manfredi. Ne voe un doare gallek nemet e 1737, un azasadur eus labour Manfredi gant ar c'hont Anne Claude de Caylus (16921765) hag a voe embannet pemp gwech betek 1787.

Ar c'hentañ romant arnevez e voe en Europa, gant tudennoù "kig-hag'eskern" enno santadoù ha fromoù diskouezet didroidell. Levezonet don e voe lennegezh ar Gornaoueg gant Tirant lo Blanc dre Cervantes, a reas meneg anezhañ e c'hwec'hvet pennad El Quijote (1605), p'emañ person ar barrez oc'h ober un tantad gant levrioù marchegiezh :

Por tomar muchos juntos, se le cayò uno a los pies del barbero, que le tomò gana de verde quien era, y vio que dezia: Historia del famoso cavallero Tirante el Blanco. Valame Dios, dixo el Cura, dando una gran voz, que aqui estè Tirante el Blanco, dadmele aca compadre, que hago cuenta que he hallado en el un tesoro de contento, y una mina de passatiempos. [...] Digoos verdad, señor compadre, que por su estilo es este el mejor libro del mundo: aqui come los cavalleros, y duermen, y mueren en sus camas, y hazẽ testamento antes de su muerte, con otras cosas, de que todos los demas libros deste genero carecen. [...] Llevalde â casa, y leelde, y vereys que es verdad quanto del os he dicho.
« Dre gemer kalz anezho en un taol e kouezhas unan ouzh treid ar barber, en digoras da welet petra e oa, hag a welas e lavare : Istor ar marc'heg brudet Tiranto el Blanco. "Doue hollc'halloudek", eme ar person, "Tirante el Blanco eo, roit din, mignon, e lakaat a ran da deñzor a imor vat ha da vengleuz a laouenedigezh. [...] Gwir a lavaran deoc'h, aotrou mignon, dre e stil eo ar gwellañ levr er bed : amañ e tebr ar varc'heien, hag e kouskont, hag e varvont war o gwele, hag e reont testamantoù a-raok mervel, ha traoù all ha na gaver ket en holl levrioù all a-seurt-se. [...] Kasit-eñ ganeoc'h d'ar gêr, ha lennit-eñ, hag e welot eo gwir ar pezh a lavaran deoc'h. »[1]

.

An istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En e glask e vevas ar marc'heg breizhat a Naoned Tirant kalz troioù-kaer a-dreuz Europa. Perzh a gemeras e tournamantoù enep rouaned, duged ha ramzed e Bro-Saoz, e Bro-C'hall, e Sikilia hag en Enez Rodos, betek ma c'houlennas impalaer Bizantion digantañ sikour er brezel enep muzulmaned an Otmaned hag a oa war-nes kemer Kergustentin, anezhi kêr-benn an Impalaeriezh. Asantiñ a reas ar marc'heg breizhat, a voe anvet da μέγας δούξ, mégas doúks : arc'hdug, da lavaret eo pennkadour meurha lakaet e penn un armead. Faezhet e voe an Otomaned ha saveteet an Impalaeriezh. Goude-se e kendalc'has Tirant ar Gwenn da stourm ouzh an [[Turkia[Durked]] er reter d'ar Mor Kreizdouar hag en Afrika an Norzh. Mervel a reas nebeut a-raok dimeziñ gant hêrezh Impaleriezh Bizantion.

Perzhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'emañ ket e Tirant lo Blanch ar perzhioù hag a zo boutin da romantoù marc'hegezh e amzer : ar garantez vugulel, platonek hag arvestat a gaver da skouer e Le Morte d'Arthur (14681470). Realouroc'h eo ar romant katalanek e haroz leun a vuhez, a vlizoni, a zroukc'hoap hag a from. Ar vuhez pemdez zo deskrivet en un doare didro, divarzhek ha c'hwerv a-wechoù.

Awen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Buhez ar marc'heg Joanot Martorell e-unan e voe awen Lod eus an darvoudoù kontet er romant zo damheñvel ouzh buhez ar marc'heg an Templ ha goprsoudard Roger de Flor (Brindisi, 1266Edirne, 1305), hag a voe muntret gant tud Bizantion ; un doare ukroniezh e vefe ar romant neuze, pa voe kemeret Kergustentin gant ar sultan Mehmet II e 1453.
A-douez an oberennoù o deus awenet Joanot Martorell emañ ivez LLibre dels feyts – Crònica de Jaume I (1276), Crònica de Ramon Muntaner (13251328) ha Llibre de l'ordre de cavalleria Ramon Llull (c.12321315/16).
Evel-just e anave Johanot Martorell kelc'hiad ar roue Arzhur ivez : 16 gwech ez eus kaoz eus Artús er skrid, 11 gwech eus Morgana, 5 gwech eus Tristany, 1 wech eus Lançolot hag 1 wech eus ur c'hleze anvet Scalibor.

An embann[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pajenn ditl spagnolek Los cinco libros del esforzado e invencible caballero Tirante el Blanco (1511)

Martorell, a oa ganet war-dro 1410, a stagas gant e romant d'an 2 a viz Genver 1460 ; pa varvas e 1465 edo e zornskrid etre daouarn Martí Joan de Galba : evit un dornad gwenneien en doa lezet an oberenn gantañ. Ne stagas ket Galba da ober war-dro embann al levr a-raok 1489 — N'eo nemet e 1474 e tegouezhas ar moullerezh e València, nav bloaz war-lerc'h marv an aozer. Nemet mervel a reas Galba e penn-kentañ ar bloavezh 1490 ha ne welas ket an henvoulladur.
Dont a reas al levr a-zindan gwask ar mouller alaman Nicolau Spindeler, staliet e València d'an 20 a viz Du 1490 ; 715 skouerenn a voe graet. Seizh vloaz war-lerc'h e voe graet un embannadur all e Barcelona gant Diego de Gumiel, nemet nebeutoc'h a voe graet c'hoazh, ar pezh a rae war-dro ur 1 000 skouerenn en holl. Mar konter 650 000 valaneger da neuze e rafe kement-se 92 000 skouerenn en ur Vro-C'hall a 60 milion a dud, un niver ha n'eo ket un dizenor hag a ziskouez pegement a verzh a reas an oberenn a oa anavezet dija a-raok bout moullet.
Er XVvet kantved e oa nevez-flamm an embann-levrioù — 35 bloaz hepken — ha lennet e veze al levrioù a vouezh uhel dirak an dud a-raok o embann. Prenañ ul levr anavezet gant ar prener a-raok e brenañ a ziskouez pegement e veze priziet. Gant Diego de Gumiel adarre e voe embannet an droidigezh kastilhanek e Valladolid e 1511, ar pezh ne ra nemet kadarnaat brud al levr.
Goude bout graet berzh a-drugarez da gont Caylus e voe ankouaet mik al levr e Bro-C'hall, e-keit ma voe troet bras gantañ lenneien eus Spagn, eus an holl vroioù romanek all, ha ma voe graet troidigezhioù nevez eus an oberenn.

Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne ziskouezer amañ nemet an embannadurioù nevesañ.

Hêrezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er skinwel e 1991 : Hipòlit, Tirant, Difebus
  • 1958 : an opera buffa En Tirant lo Blanc a Grècia, sonerezh gant Joan Altisent (18911971) ha komzoù gant Joan Sales i Vallès (19121983).
  • 1977 : ar ganadenn leurennet evit ul laz-kanañ bugale Tirant lo Blanc, sonerezh gant Antoni Ros-Marbà (*1937), komzoù gant Núria Albó i Corrons (*1930).
  • 1990 : ar ganadenn leurennet Tríptic de Tirant lo Blanc, sonerezh gant Amand Blanquer (19352005) ha komzoù gant Josep Palàcios i Martínez (*1938).
  • 1991 : ar c'hoarigan El triomf de Tirant, sonerezh gant Amand Blanquer, komzoù gant Josep Lluís Sirera (19542015) ha Rodolf Sirera Turó (*1948) • Ar stirad skinwel Tirant lo Blanc (13 rann).
  • 1992 :ar [barrez|varrezh] Tirant lo Blanc, Op. 50, sonerezh gant Leonora Milà i Romeu (*1942).
  • 1996 : ar c'hoari roll katalanek Tirant lo Blanc, joc de rol de cavalleria medieval, embannet gant Joc Internacional e Barcelona ; digavadus eo abaoe freuz-stal an ti-embann.
  • 2006 : ar film spagnolek Tirante el Blanco gant Vicente Aranda[2].
  • 2015 : ar pezh-c'hoari Tirant lo Blanco gant Roger Cònsul ha Pere Planella[3].

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrid Libre del valeros e strenu caualler Tirant lo Blanch
Skrid Anne Claude de Caylus (1787)
Studiadenn

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]