Kerien
(Adkaset eus Kerien (Skaer))
Gant ar ger Kerien e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Kerien (disheñvelout).
Evit Kerien, kumun en Aodoù-an-Arvor e-kichen Boulvriag, gwelet Kerien-Boulvriag.
Kerien | ||
---|---|---|
An ti-kêr | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Querrien | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kemper | |
Kanton | Skaer (betek 2015) Kemperle (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29230 | |
Kod post | 29310 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-Paul Lafitte 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Kemperle Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Gerne | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 665 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 31 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 13 m — brasañ 172 m | |
Gorread | 54,01 km² | |
kemmañ ![]() |
Kerien (distaget [ˈkɛ.rjən]) a zo ur gumun eus Breizh e kanton Kemperle e departamant Penn-ar-Bed.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- War lez ar stêr Ele emañ Kerien.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D’ar 7 a viz Meurzh 2007 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'ar 17 a viz Here 2013 e oa bet kadarnaet gant Ofis Publik ar Brezhoneg e oa bet kaset da benn vat 15 ober gant kumun Kerien ha dre-se tizhet live 2 ar garta ganti hag e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 2.
- D'an 3 a viz C'Hwevrer 2017 e oa bet lidet ar label 2.
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E distro-skol 2022 e oa 31 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (32,3 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[2].
Ti-embann[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Ansquer, kure, Tanguy, Gouil ha Quéméner, beleion evit sikour kofez[4].
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar vosenn pe ur c'hleñved-red all a lazhas 330 a dud adalek miz Genver 1870 betek miz C'hwevrer 1871[5].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 158 gwaz eus ar gumun, d.le. 4,58% eus ar boblañs e 1911, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[6].
Eil Brezel Bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'an 10 a viz Mae 1944 e voe rastellet tud e kêriadenn Feunteun-Gaer gant an Alamaned; daou anezhe, Édouard Guilchet ha Lucie Cornic, a varvas er c'hampoù-bac'h[7].
- D'an 11 a viz Gouere 1944, c'hwec'h paotr ag ar Rezistañs, ur milour chomet dianv en o mesk, a zo fuzuilhet nepell diouzh kêriadenn Kerstank-Komboud goude bout bet barnet da varv gant lez-varn al lu alaman er Skol Santez-Barban er Faoued[8].
- D’an 29 a viz Gouere 1944 e kouezh ar Feldarcheriezh alaman war ur strollad Rezistanted ha milourion eus ur skipailh SAS-Jedburgh e kêriadenn Kerbozeg[9]. Ur major eus Lu ar Rouantelezh-Unanet eus ar Special Air Service , Colin Ogden-Smith, hag ar serjant gall, Maurice Miodon eus ar Special Air Service ha mestr an atant a zo lazhet d’an Alamaned[10]. Ur c’houblad kenlabourerion a zo lakaet d'ar marv un nebeud deizioù war-lerc’h evit bout flatret paotred ar strouezheg da Feldarcherion Kemperle[11];
Anv René Le Duigou, unan eus tud Kerien bet fuzuilhet, ouzh monumant Porzh-Loeiz
- D'an 23 a viz Mae 1945 e voe kavet korfoù marv tri den eus ar gumun e-tal gwikadell Porzh-Loeiz. Er Rezistañs e oant; fuzuilhet e oant bet gant al lu alaman[12].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Monumant ar re varv e Kergoad, luc'hskeudenn[13]. Dioueliet e voe d’an 10 a viz Here 1920[14].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Remi Derrien a zo bet beziet eno.
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Dún Mór | 1983 |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek
- ↑ Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, (e galleg), pajennoù 16 ha 17
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 52.
- ↑ Lec'hienn ar gumun
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ "Le Télégramme", 29 a viz Ebrel 2013
- ↑ Lec'hienn ar gumun
- ↑ (fr) Lec’hienn ar gumun
- ↑ Association Mémoire du canton du Faouët, 39-45 en Centre-Bretagne, tome IV, p. 90 Embannadurioù Liv éditions, Le Faouët, ISBN 2844970966
- ↑ Rentañ-kont ar serjant Dallow (US Army) meneget gant Éric Rondel, Les Américains en Bretagne 1944-1945 (pajennoù 94, 96 ha 98), Embannadurioù Astoure, 2998ISBN 978-2-84593-194-0
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 315-316
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Université de Lille