Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 35, bloaz 2011

Eus Wikipedia

29/08/2011 — 04/09/2011

[kemmañ ar vammenn]
Skrivañ un dra bennak er pempvet sizhun ha tregont eus 2011 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Salud deoc'h. Digoret ez eus ur votadeg evit reiñ ar statud bot da HiW-Bot war e c'houlenn eno. Trugarez da reiñ hoc'h ali. --Kadwalan 31 Eos 2011 da 01:21 (UTC)[respont]

Doareoù kinnig stadoù Alamagn

[kemmañ ar vammenn]

Nevez 'zo e oa bet lakaet ar gaoz war penaos kinnig anv stadoù Alamagn Kaozeal:Brandenburg, ha penaos degas ar stummoù heñvel. Graet e oa bet hervez soñj an holl war-bouez unan. Ma, war a seblant n'eus talvezout kement-se da netra, pa nac'h hon den ober hervez an doareoù unvan degemeret gant ar berzhidi, gwelet amañ Kaozeal:Saks (disheñvelout). Ma n'eo ket klask degas mesk, n'ouzon ket petra eo.--Trec'hlid mitonet 4 Gwe 2011 da 09:55 (UTC)[respont]

Ma vez ret kaozeal eus penaos kinnig stadoù Alamagn, pe anvioù istorel, pe me oar, n'eo ket e pajenn Brandenburg e vo graet, Saks n'eo ket Brandenburg, met amañ. Bianchi-Bihan 4 Gwe 2011 da 10:03 (UTC)[respont]
Evit studiañ an afer: anvioù zo a gaver el länder (Saks, ha re all), met darn ne gaver ket: Prusia, anv meur a dra ivez. Bianchi-Bihan 4 Gwe 2011 da 10:18 (UTC)[respont]
En diviz diwar-benn Brandenburg e oa ali ar muiañ niver eus an implijerien oberiant da viret an anv-se da ditl ar pennad pennañ ha da sevel ur bajenn disheñvelout nemet Bianchi Bihan. Seblantout a rae dimp eeunoc'h hag evel-se ne oa ket torret al liammoù a oa bet savet er pennadoù all. Kazus e c'hell bezañ pa ne vez ket ali ar re all gant kemmoù hon eus c'hoant d'ober met ar c'henemglev eo a zlefe ren labour ar wikipediaourien. N'eus bet votet diviz ebet diwar anvioù Stadoù Alamagn all gwir eo. Koulskoude ar memes arguzennoù a dalvez evit ar pennadoù all. Dont da ober ar pezh na oa ket bet degemeret er pennad Brandenburg er pennad Saks, nebeut amzer goude, zo heñvel mat ouzh ur brezel embann din-me. Stourm ouzh divizoù ar gumuniezh pe klask gounit an tu kreñv war ar re all en un diviz o kemm ar pennadoù a-ratozh n'eo ket un emzalc'h degemeret. Ret eo d'ar c'haozeadennoù chom er pajennoù a-ratozh : pajennoù kaozeadennoù, pajennoù implijerien pe en davarn. Ouzhpennn-e e laka ac'hanomp da goll amzer evit netra. Ouzhpenn-se, gwennaat danvez ur pennad hep abeg evel er pennad Saks (disheñvelout) zo vandalerezh. --Kadwalan 4 Gwe 2011 da 16:34 (UTC)[respont]
Danvez savet ganin, hag adlakaet e-lec'h ma oa bet kakaet ganin, ha ne oa ket kollet, neuze n'eo ket vandalerezh. Danvez tennet eus e lec'h orin gant unan all a-raok, neuze kerzh da lavarout dezhañ en deus graet vandalerezh ivez: heuliomp an urzh e red an darvoudoù . Bianchi-Bihan 4 Gwe 2011 da 16:43 (UTC)[respont]
Gwelet em eus. Tennañ a ran ar ger vandalerezh neuze. Gouzout a rez mat-tre avat n'eo ket erbedet da gustum troc'hañ ha pegañ danvez ar pennadoù, memes savet ganit, evit (ad)sevel pennadoù heñvel ha plañtañ reuz evel-hen en istor ar c'hemmoù. Ouzhpenn-se er pennadoù-se e talvez kement ha ren ur brezel embann a-enep kemmoù ur skridaozer a zo klask heuliañ ali ar muiañ niver war an danvez-se bet roet en un diviz a anavezez. N'hellan lavaret dit met paouez diouzhtu gant ar brezel embann-se ! Dleet eo distreiñ d'an anvioù pennadoù Saks ha Saks (disheñvelout). Pa ne vez ket ali gant kemmoù ar re all klask komz gante pe klask un tredeog da gomz ez anv. --Kadwalan 4 Gwe 2011 da 17:17 (UTC)[respont]

Un ali (pe daou) db ur pennad ne dalvez nemet evit ur pennad (ha n'eo ket daou) keit ha ma n'eo ket bet resisaet ar c'hontrol, ha resisaet en ul lec'h dereat, ha n'eo ket e-barzh pajenn-gaozeal ur pennad bennak. Bianchi-Bihan 4 Gwe 2011 da 17:25 (UTC)[respont]

«Heuliomp an urzh e red an darvoudoù» mutu. C'hm, c'hm... [1] Ganit-te eo bet lañset an traoù, neketa? Ar pezh a redi war ar marc'had ar re all da dremen war da lerc'h, da glask adtapout al liammoù bet dispennet, da skouer [2].--Trec'hlid mitonet 5 Gwe 2011 da 09:12 (UTC).[respont]
Darn a blij dezho klask laou... Ober war-dro liammoù a ran bemdez, ha ne sellan ket war-lerc'h piv. Evel ma savan un toullad pennadoù bemdez e vo war ma lerc'h a-wechoù, pe alies, petra 'vern? N'eo ket ret klemmichat dalc'hmat db labour ar re all. Bianchi-Bihan 5 Gwe 2011 da 09:34 (UTC)[respont]