Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 29, bloaz 2011
18/07/2011 — 24/07/2011
- Skrivañ un dra bennak en navvet sizhun warn-ugent eus 2011 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
PixelBot
[kemmañ ar vammenn]Digoret ez eus ur votadeg evit gouzout ha roet e vo ar statud bot da bPixelBot eno. Trugarez da reiñ ho soñj. Padout a ray ar vouezhiadeg e-doug 7 devezh, diouzh ar reolennoù boaz. --Kadwalan 20 Gou 2011 da 11:50 (UTC)--Kadwalan 19 Gou 2011 da 20:24 (UTC)
Rummadoù
[kemmañ ar vammenn]Ur Rummad:Kleuboù mell-droad hag ur Rummad:Kluboù mell-droad zo, enno rummadoù Kleuboù mell-droad Breizh, Kleuboù mell-droad Franñs, Kluboù mell-droad Breizh, ha Kluboù mell-droad Frañs... Ret e vefe ober un dibab. Klub a gaver e geriadurioù Roparz Hemon hag e geriadurioù an Here, kleub e geriadurioù Favereau. --Llydawr 21 Gou 2011 da 15:45 (UTC)
- Klub a zo mat din.--Gwendal 21 Gou 2011 da 15:49 (UTC)
- Gwelloc'h e kavan klub ivez --Kadwalan 21 Gou 2011 da 16:32 (UTC)
Kreiz-Breizh pe Kreiz Breizh
[kemmañ ar vammenn]Ur Rummad:Kreiz-Breizh hag ur Rummad:Kreiz Breizh zo. Unan re, moarvat. --Llydawr 22 Gou 2011 da 14:38 (UTC)
- Ne gav ket din ez eo gwall sklaer ar choaz e lec'h all. Kavout a reer an daou stumm gant an Ofis. Din-me e vefe kerkoulz chom hep terriñ penn an holl gant ur varrenig stagañ. --Kadwalan 24 Gou 2011 da 01:29 (UTC)
- N'ouzon ket penaos mont en-dro an orthotypographie e brezhoneg met e galleg ar varrennig-stagañ cheñch ster ar ger (« île de Sein » zo an enez met « île-de-Sein » zo ar gumun). Cdlt, VIGNERON 24 Gou 2011 da 18:50 (UTC)
Ya, alies e talvez ar varrennig stagañ da lakaat kemm etre daou ster, amañ evit doare n'eus ket kaoz eus Pays du centre Bretagne/ Bro "Kreiz Breizh" (hem, hem) forzh penaos.--Kadwalan 24 Gou 2011 da 22:14 (UTC)
- An aesañ eo skarzhañ ar rummad: piv a oar petra ei Kreiz Breizh resis?
Poher zo sklaer da vihanañ. Bianchi-Bihan 31 Gou 2011 da 18:53 (UTC)