Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 28, bloaz 2011

Eus Wikipedia

11/07/2011 — 17/07/2011

Skrivañ un dra bennak en eizhvet sizhun warn-ugent eus 2011 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Kavet em eus un arouez er wiki okitanek evit ar 1000 pennad ret e pep wikipedia. oc:modèl:1000 fondamentals. Bianchi-Bihan 14 Gou 2011 da 16:57 (UTC) Pe e yezhoù all : eo:Ŝablono:Havenda artikolo, ca:Plantilla:1000. --Llydawr 15 Gou 2011 da 12:15 (UTC)[respont]

Ne blij ket din ar skeudenn met brav eo ar patrom. A galon, VIGNERON 14 Gou 2011 da 17:16 (UTC)[respont]
Diouzh gwelout e plij er wikioù all, met mat eo ober bravoc'h. Bianchi-Bihan 15 Gou 2011 da 12:47 (UTC)[respont]
Mat eo din (divalav eo ar skeudenn avat). Ur bot a rafe al labour ? MP 17 Gou 2011 da 08:11 (UTC)[respont]
Ha neuze petra 'vo graet ? Sevel unan amañ ? Gant ur skeudenn disheñvel ? --Y-M D (kaozeal) 18 Gou 2011 da 22:43 (UTC)[respont]
Ne vefe ket fall. Pe un arouez pe roll ar pennadoù urzhiet mat pe ul liamm davet ar bajenn :
http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Roll_ar_pennadoù_a_rankfe_pep_wikipedia_kaout (da geñveriañ gant ar bajenn orin : http://meta.wikimedia.org/wiki/List_of_articles_every_Wikipedia_should_have).
Me vez o labourat war ur raktres grafek personel tost a-walc'h... A-benn kinnig an danvez en un doare all, un nor all m'ho peus c'hoant.
http://br.wikipedia.org/wiki/Implijer:MP/Pennadoù_a-bouez/1
http://br.wikipedia.org/wiki/Implijer:MP/Pennadoù_a-bouez/2 neket echu c'hoaz... - MP 19 Gou 2011 da 09:38 (UTC)[respont]

Demat deoc’h,

Graet em boa kemmoù e patrom:Taolenn kumun :

Setu ar pennad Dovanieg mod nevez, hag ar memes pennad mod kozh.

A galon, VIGNERON 14 Gou 2011 da 17:16 (UTC)[respont]

Hed ha led: marse e vehe mat klask miret ar gerioù brezhonek "Norzh" ha "Kornôg"... Kadbzh 15 Gou 2011 da 12:52 (UTC)[respont]
Kalz aesoc'h eo e-giz-se. Trugarez ! Diwar-benn hedred ha led, n'o deus ket ar memes talvoudegezh ha norzh ha kornôg--Kadwalan 16 Gou 2011 da 11:21 (UTC)[respont]
Anv zo eus mirout ar gerioù brezhonek "Norzh" ha "Kornôg", evit an hedred hag al ledred, e-lec'h ober gant ar berradurioù saoznek "N" ha "W". --Llydawr 17 Gou 2011 da 19:18 (UTC)[respont]
Gwir eo : graet.
Un goulenn ’meus ivez : petra zo gwelloc’h etre « Hed ha led » ha « kenurzhioù » ? Cdlt, VIGNERON 17 Gou 2011 da 21:06 (UTC)[respont]
« kenurzhiennoù » a c'hellfer implijout marteze evit klotañ gant Patrom:Infobox/Linenn gemmesk ledred hedred ? --Gwendal 19 Gou 2011 da 15:19 (UTC)[respont]
Wow, ’meus ket gwellet e oa infobox V2 amañ. Marteze et vo cheñchet ganin tout patrom:Taolenn kumun evit bezañ e V2 penn-da-benn (met pas hiziv). A galon, VIGNERON 19 Gou 2011 da 15:49 (UTC)[respont]

Alioù fur m.p.

[kemmañ ar vammenn]

... evit lakaat un titl da "Roll kumunioù departamant Norzh bet roet ar Groaz-brezel 1914-1918 dezhe": mat eo mod-se? Trugarez en a-raok. A galon. Kadbzh 17 Gou 2011 da 08:50 (UTC)[respont]

… marteze « Roll kumunioù departamant Norzh gant ar Groaz-brezel 1914-1918 » (?). A galon, VIGNERON 17 Gou 2011 da 20:51 (UTC)[respont]
… *Ya pe berroc'h : « Roll kumunioù departamant an Norzh dezhe ar Groaz-brezel 1914-1918 » --Kadwalan 19 Gou 2011 da 18:00 (UTC)[respont]

Labourva grafek

[kemmañ ar vammenn]

Labourva grafek

http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_MediaWiki:Sidebar - MP 17 Gou 2011 da 09:49 (UTC)[respont]

Bez' eus ur merour a-du gant ar cheñchamant-se http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_MediaWiki:Sidebar ? Ma n'eus ket ul liamm aes evit mont di e chomo kuzhet siwazh... MP 19 Gou 2011 da 10:01 (UTC)[respont]
Emaon o paouez gwelet. N'on ket boaz d'ober seurt kemmoù. Emaon o vont da glask en ober. --Kadwalan 19 Gou 2011 da 15:44 (UTC)[respont]
Me 'garfe klevet soñj ar re all diwar-benn lakaat ar bajenn-se ouzhpenn e-barzh ar roll Kemer perzh. Da'm soñj eo talvoudus met ne vez ket graet e saozneg nag e galleg pe en alamaneg. A-du emaoc'h?--Kadwalan 19 Gou 2011 da 18:47 (UTC)[respont]
A-du.--Gwendal 19 Gou 2011 da 19:24 (UTC)[respont]
Evit dont a-benn eo ret pegañ pezh meus skrivet er bajenn kaozeadenn er bajenn vat MediaWiki:Sidebar
Gwir eo ne vez ket kavet er yezhoù bras met muioc'h a dud a bleustr anezhe.
Pezh zo gante ha pas ganeomp eo se : [1] / [2] / [3] / [4]. A-bouez bras evidomp evit kinnig ar pennadoù brav en un doare all ha kontrollet (hag en un doare aes !!) : Levrioù (paper pe niverel) da skwer pe DVD / offline [5] evit ar skolioù brezhonek, mistri-skol ha bugale-MP 21 Gou 2011 da 05:08 (UTC)[respont]

Labourva grafek

[kemmañ ar vammenn]

Savet em eus ar bajenn evit bodañ ar goulennoù grafek. Wikipedia:Labourva_grafek/Goulennoù. MP 17 Gou 2011 da 09:27 (UTC)[respont]

Fiskal ! Mennozh mat-tre ! VIGNERON 17 Gou 2011 da 21:07 (UTC)[respont]
Ur raktres dedennus ha talvoudus kenañ. Trugarez dit ! Ha ma c'hellan sikour un disterig goulennit ganin... A galon --Y-M D (kaozeal) 18 Gou 2011 da 22:39 (UTC)[respont]
Beuz !--Kadwalan 19 Gou 2011 da 15:45 (UTC)[respont]

Gwelloc'h e vez pennadoù bihan evit pennadoù n'eus ket dioute...

[kemmañ ar vammenn]

Evit pezh a sell ar boued er pennadoù, dav eo soñjal ha bihan e vefe ur pennad e tegas titouroù memestra. Da skwer Aar, n'eus nemet ul linenn er pennad, met a-walc'h evit Yann Vrezhoneger, pe evit ar poent... Hag ar pennad Stêr Melen zo gwell ma'z eus anezhañ ha nemet evit gouzout ne vez ket skrivet *ster melen, *stêr velen, ha kement zo...- MP 17 Gou 2011 da 09:27 (UTC)[respont]

Dipitus eo ivez evit ar weladennerien kavout pennadoù gant ur frazenn hepken e-barzh. Pa vez tu e ve mat treiñ pennad digeriñ ur wiki all d'an nebeutañ da lakaat e-barzh. Kement ha kaout peadra da zeskiñ un draig ivez.--Kadwalan 17 Gou 2011 da 12:01 (UTC)[respont]
Dav eo gwelet lodenn an anvioù ba Le Robert de Poche ha soñjal n'eus ket geriadur an anvioù ebet e brezhoneg evit ar poent. Bezomp uvel... - MP 17 Gou 2011 da 13:23 (UTC)[respont]
Souezhet on o lenn Stêr Melen ha n'eo ket Stêr Velen. Ur ger benel eo stêr : "ur stêr vras", "div stêr" a vez lavaret, ha skrivet. --Llydawr 17 Gou 2011 da 19:11 (UTC)[respont]

"Pa vez tu" eme-ve. pep tamm ouzhpenn zo mat evel-just met ret eo anzav eo un tamm dipitus kavout ur frazenn hepken ... Pa'z eer da furchal war wikipedia eo da glask deskiñ un draig bennak. Kenkoulz klask pourchas un tammig boued da Yann Vrezhoneger, mod all ez aio diouzhtu d'ar wiki gallek pe saoz. --Kadwalan 17 Gou 2011 da 20:29 (UTC)[respont]

D'am soñj eo mat-tre kaout a bep seurt pennadoù, ha war a bep seurt temoù. Gwir eo e vez gwelloc'h ul linenn pe ziv eget seurt ebet. Met kement-se a lak an dud da vont buan da furchal e lec'h all ha n'eo ket da chom amañ ganeomp. Ouzhpenn-se ne tiskouez ket d'an dud un dro-spered siruis ha don kenañ. Ar pezh a gavan me dereat a zo ur 5-10 linenn bennak evit diazezañ "mat" ar pennad. Un tammig 'zo gwelloc'h eget netra anat... Kalon deoc'h --Y-M D (kaozeal) 18 Gou 2011 da 22:38 (UTC)[respont]
Stêr Velen / *Stêr Melen, chom a ran uvel gant ma fazi-me met sed ahe ar brouenn eus pezh a lavaren : un holloueziadur a vez gwellaet dre skrivañ hag adskrivañ. Traoù faos a vez hag a vez difaziet. Ret eo soñjal e kroger eus nebeut a dra. Dav eo mont gant an hent ha ma vefe gant ur frazenn hepken.
Pa 'm eus savet ar pennad em eus kliket war an droienn *Stêr Melen, skrivet en ar pennad Rouantelezh Wei. Ha *Stêr Melen a oa skrivet. Kavet e vez muioc'h evit Stêr Velen memes [6]... ret e vo difaziañ se [7].
Gwellaat a reomp evel ma c'hellomp. Ur stub evit ar pennadoù diazez [8] a blije din e-lec'h ar roll-se Pennadoù n'eus ket dioute.
Er stadegoù, pezh a vez sellet evit gouzout hag-eñ eo sirius ur wikipedia eo an niver a wezhioù eo bet cheñchet ur pennad. Gwelloc'h ul linenn astennet meur a wezh gant ur foto, un eil linenn, difaziet a fazioù dister ur wezh pe div... eget ur pennad plantet ur wezh ha morse adreizhet. MP 19 Gou 2011 da 09:56 (UTC)[respont]

Me 'gav din ne gaver ket 'met 4 skouer gant *stêr melen hag 8 gant *ster vêlen. Mat e vefe reizhañ, gwir eo. A-du emaon gant YMD--Kadwalan 19 Gou 2011 da 11:59 (UTC)[respont]

@MP : An arbennigourien (eveldomp ;-p) a amprou siriusted ur wiki dre "an niver a wezhioù eo bet cheñchet ur pennad" a-du emaon ganit war an poent-se. Alas ne vez ket graet atav e-mod-se gant ar weladennerien. Ne oa ket va fal tamall tra pe dra gant va skrid, displegañ va ali ne lavaran ket. Kuzuliañ a rafen eta klask sevel pennadoù gant un diazez solut (5-10 linenn + ur skeudenn) ha gwellaat/hiraat/fonnusaat (ha me oar) anezhañ tamm ha tamm da c'houde. Kalon deoc'h ! --Y-M D (kaozeal) 19 Gou 2011 da 17:01 (UTC)[respont]
:-) MP 20 Gou 2011 da 21:30 (UTC)[respont]