Mont d’an endalc’had

Tawe Uchaf

Eus Wikipedia

Tawe Uchaf zo ur gumuniezh e kontelezh Powys, e Kembre. Emañ e korn-bro Brycheiniog, er biz da Ystradgynlais hag e lodenn uhelañ traoñienn an Tawe. Er gumuniezh emañ kêriadennoù Coelbren, Cae Hopkin, Ynyswen ha Pen-y-cae.

Un toullad mougevioù zo er c'horn-bro ; ar re anavezetañ anezho a ya d'ober Dan-yr-Ogof, ur strollad mougevioù bras ma teu kalz a weladennerien.