Mont d’an endalc’had

Istor ar Yuzevien e Breizh

Eus Wikipedia

Yuzevien zo e Breizh a-gozh met biskoazh n'int bet niverus. A-hed ar c'hantvedoù ez eus bet kavet meur a roudenn eus o bezañs, didrouz met gwirion, etre damasant ha skarzhadegoù, a-raok ma voent un tamm niverusoc'h goude an Dispac'h gall. Evel e pep lec'h o doa gouzañvet enepyuzevegezh ar bloavezhioù 1930 hag ar politikerezh drastus lakaet e pleustr gant Renad Vichy e-pad an Eil Brezel-bed. Kalzik anezho a oa bet kaset da vervel da neuze. Yuzevien vreton a voe ivez er Rezistañs.
Peder sinagogenn zo e Breizh hiziv an deiz : e Naoned, e Roazhon, en Oriant hag e Brest.

Testeniekaet eo bezañs yuzevien e Gwened e 465 pa voe berzet d'ar gristenien debriñ ganto e-giz ma oant kustum d'ober[1]. Bezañs ar yuzevien zo testeniekaet a-hed ar Grennamzer gant an anvioù-lec'h a gaver er vro (ur Rue de la Juiverie / Straed ar Yuzeveri, e Naoned hag e Gwenrann, da skouer), ha gant diviz Yann Iañ ar Rouz da skarzhañ ar yuzevien eus an Dugelezh. Ne gaver roud ebet eus bezañs ar yuzevien a-raok un nebeud kantvedoù war-lerc'h, p'en em stalias marc'hadourien yuzev e Breizh-Uhel, a-wezhioù gant diaesterioù gant o amezeien,

Amzerioù modern

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Familhoù yuzev a-orin eus Spagn ha Portugal a voulc'has en em staliañ adalek ar XVIvet kantved, ha dreist-holl goude ar XVIIvet kantved ur wezh embannet an ordrenañs diwezhañ evit skarzhañ ar yuzevien eus Frañs. Ne oant ket gwall niverus avat : 11 en Il-ha-Gwilun a-bezh e penn-kentañ an XIXvet kantved[2]. Kumuniezh Naoned a voe buan a-walc'h an hini stankañ hag eno e voe savet ar sinagogenn gentañ e 1834. Lakaet e voe Breizh dindan sklêrijenn e dibenn an XIXvet kantved pa voe dilec'hiet eil-prosez an Afer Dreyfus da Roazhon e 1898 e-kreiz ur wagenn enepyuzev.

Evel e pep lec'h e savas an enepyuzevegezh e Breizh, e pep metoù, ha gouzañv a reas yuzevien Breizh muzulioù drougziforc'hañ evel e forzh pe lec'h all. Ne voe ket glan luskad an Emsav d'ar mare-se, dreist-holl an tu politikel gant Strollad Broadel Breizh a savas a-du gant an naziegezh, met n'haller ket lavaret e voe enepyuzev-krenn kennebeut. Lod eus emsaverien vrudet ar mare, evel Morvan Marchal, a sinas pennadoù enepyuzev, a-wezhioù kontrol da spered skridoù o doa savet bloavezhioù a-raok.

Evel e pep lec'h e voe lakaet diskred war ar yuzevien, gwerzhet e voe darn anezho, skrabet ha kaset da vervel evel ar Familh Perper a veve e Menez Are, harzet e 1942 gant archerien Montroulez ha kaset da Sobibor ma varvjont holl[3], met lod a voe kuzhet, sikouret ha savetaet memestra.

Hiziv ez eus un tregont familh bennak e Brest o deus savet ur greizenn-gumuniezh, tra ma vev sinagogenn Naoned diouzh al lid sefarad dre ma teu ar brasañ-niver eus ar feizidi eus Afrika an Norzh. En Oriant ez eus ul lec'h-pediñ bihan hag e Roazhon e laka ur c'hant familh bennak ar sinagogenn da vevañ.[2]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Lambert, Annie & Toczé, Claude, 2018. Les Juifs en Bretagne : Vième - XXième siècles. Rennes : Presses Universitaires de Rennes, 2018 (ISBN 978-2-7535-6556-2)
  1. (fr) Jérôme Enez-Vriad, « Sonia Gameroff : « La communauté juive bretonne c’est un peu la hutte d’Assurancetourix dans le village gaulois d’Astérix » », Bretagne Actuelle, 04.04.2017. Lennet d'an 20 a viz Ebrel 2022
  2. 2,0 ha2,1 (fr) Marc Knobel, « Une petite histoire des Juifs en Bretagne », Blog du Crif / Histoire, 03.03.2020. Lennet d'an 20 a viz Ebrel 2022
  3. (fr) POSTIC, Marie-Noëlle. Sur les traces perdues d'une famille juive en Bretagne. Spezed: Coop Breizh, 2007 (ISBN 978-2-84346-301-3)