2016 e Breizh
Neuz
Bloavezhioù : ../.. 2011 2012 2013 2014 2015 - 2016 - 2017 2018 2019 2020 2021 ../.. | |
Dekvedoù : 1990 2000 - Bloavezhioù 2010 - 2020 - 2020 | |
Kantvedoù : XXvet kantved - XXIvet kantved - XXIIvet kantved Kronologiezh miz ha miz : Kronologiezh hervez ar ranndirioù : Kronologiezh hervez an tem : Marvioù : |
Kronologiezh vloaziek evit Breizh
- 2015 e Breizh - 2016 e Breizh - 2017 e Breizh
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Genver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1añ a viz Genver :
- Hervez sifroù diwezhañ an INSEE ez eus 4 587 327 a dud o vevañ e Breizh : 1 328 620 el Liger-Atlantel, 1 019 923 en Il-ha-Gwilen, 903 921 e Penn-ar-Bed, 737 778 er Mor-Bihan ha 597 085 en Aodoù-an-Arvor.
- Trizek kumun nevez zo bet krouet e Breizh, diwar bodañ kumunioù kent : Lambal, Lanyugon, Ar Menez, Ar Milinoù, Ploheg-Peniti ha Porzhig en Aodoù-an-Arvor, Gwaien ha Sant-Tegoneg-Logeginer e Penn-ar-Bed, Chapel-al-Loc'h ha Gwipri-Mezeg en Il-ha-Gwilen, Diwazh-Liger, Gwer-Liger, Kalaved-Raez, Kernevez-Raez, Ligeraosant ha Machikoul-Sant-Masen el Liger-Atlantel, Eveliz, Teiz-Noaloù ha Traoñ-an-Oud er Mor-Bihan.
- 9 a viz Genver : manifestadeg a-enep raktres aerborzh nevez Kernitron-al-Lann, gant etre 7 200 hag 20 000 manifester e Naoned.
- 24 a viz Genver : 15 000 a dud o vanifestiñ e kreiz kêr Brest evit harpañ ar c'h-Crédit mutuel de Bretagne, en arvar da goll e emrenerezh ha da vezañ unanet gant kefioù all Crédit mutuel e Bro-C'hall.
- 25 a viz Genver : gant lez-varn Naoned eo bet embannet e ranko an annezidi kuitaat an dachenn ma’z eus anv da sevel un aerborzh etrebroadel e Kernitron-al-Lann, dindan daou viz.
C'hwevrer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 14 a viz C'hwevrer : Kampionad broadel ar bagadoù, e Brest.
- 23 a viz C'hwevrer : prosez ur paotr eus Ai 'ta e lez-varn Gwened. Tamallet e oa dezhañ bezañ kemeret perzh en un dolpadeg dirak stand skol-veur an Oriant e Gouel etrekeltiek an Oriant e 2015, pa oa bet berniet eno panelloù gallek unyezhek bet tennet eus ar skol-veur. Lezet eo bet ar paotr da vont digastiz.
- 27 a viz C'hwevrer : 50 000 a dud o vanifestiñ war an hent bras etre Naoned ha Gwened, e-kichen Kernitron-al-Lann evit sevel a-enep raktres an aerborzh a zo anv da sevel eno.
Ebrel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 15-17 a viz Ebrel : kampionad Bro-C'hall an tennis taol, e Brest.
- 17 a viz Ebrel : tro gentañ ar vouezhiadeg evit dilenn ur c'hannad e pastell Sant-Ervlan, e Bro-Naoned : 74,5% eus an dud zo chomet hep votiñ.
- 20-23 a viz Ebrel : kampionad europat ar gourenoù keltiek e Brest.
- 24 a viz Ebrel : en eil tro ar vouezhiadeg eo bet dilennet ar sokialourez Karine Daniel gant 55% eus ar mouezhioù eztaolet, met gant ouzhpenn 74% eus an dud o chom er gêr, hep votiñ.
Mae
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 29 a viz Ebrel-7 a viz Mae : ar Redadeg evit ar brezhoneg, a-hed 1700 km hag a-dreuz 300 kumun, eus Sant-Ervlan, e Bro-Naoned, da Lokoal-Mendon, e Bro-Gwened.
- 7 a viz Mae : match mell-droad ouezelek etre Breizh ha Bro-C'hall e Liverieg.
- 15 a viz Mae : an Harmony of the Seas, brasañ mordreizher ar bed, a ya kuit evit ar wech kentañ eus Sant-Nazer, m'eo bet savet, da vont da Southampton.
- Enebadurioù d'al lezenn El Khomri
- Berregezh dour-tan e Breizh dre stourm ar CGT a-enep al lezenn El Khomri.
Mezheven
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 21 a viz Mezheven : distrujet eo iliz Tremael gant un tan-gwall.
- 26 a viz Mezheven : 55 % eus ar voterien, el Liger-Atlantel, zo savet a-du gant ar raktres da sevel un aerborzh e Kernitron-al-Lann, da gemer lec'h hini Naoned.
Gouere
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 4 a viz Gouere : paouez a ra France 3 Breizh da skignañ keleier brezhonek pemdeziek An Taol Lagad evit an hañv. Paouez a ra ivez da skignañ keleier gallek France 3 Iroise, evit 9 sizhun ivez.
Eost
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1añ a viz Eost-6 a viz Eost : kerzhadeg Tro Breizh, gant 1500 den, etre Kemper ha Kastell-Paol.
- Trizek delwenn nevez zo bet staliet e Traoñienn ar Sent, e Karnoed : Melar, Elouan, Briag, Moe, Pereg, Ernog, Nikodem, Mael ha Ke.
Gwengolo
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Yaou 1añ a viz Gwengolo : digoret ez eus ur skol Diwan nevez e Sant-Ervlan, e Bro-Naoned.
- Sul 11 a viz Gwengolo : tost da 4 000 den o vanifestiñ e Lannuon a-enep ar raktres da dennañ traezh eus strad Bae Lannuon.
- Sadorn 17 a viz Gwengolo : roet eo bet Kolier an Erminig, e Karaez, da Nolwenn Korbell, Jean Cevaer, Yann-Fañch Jacq ha Mikael Bodlore-Penlaez.
- Sadorn 24 a viz Gwengolo : war-dro 5 000 den o vanifestiñ e Naoned evit adunvanidigezh velestradurel Breizh.
Here
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Yaou 20 a viz Here : votet ez eus ur "Brastres yezh" e kuzul-departamant Penn-ar-Bed evit kas ar brezhoneg war-raok en departamant.
Kerzu
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sadorn 17 a viz Kerzu : ar gevredigezh Kelc'h An Dael en deus aozet an dilennadegoù broadel breizhat kentañ. Dilennet e voe 33 daelour e-barzh Dael Breizh.
- an tad Michel Jaouen, beleg.
- Bertrand Frélaut, kelenner ha istorour.
- Amélie Kerloc'h, maerez Plougoñ etre 1980 ha 1989.
- Yves Le Pape, kizellour
- Martial Ménard, keginer, skolaer, embanner ha geriadurour brezhonek.
- Chañ-Mai Skragn, konter ha skrivagner brezhonek