Mont d’an endalc’had

Ai'ta!

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ai 'ta)

Ai'ta! a zo ur strollad bet savet e Bro-Dreger er bloavezhioù 2000 a-benn difenn ar brezhoneg gant tud aet skuizh gant stad ar brezhoneg en deiz-ha-herie. Liseidi, implijidi, kelennerien, studierien, micherourien, ha skolaerien int ha n'eo ket Ai'ta! stag diouzh strollad politikel ebet.

  • kelaouiñ ha reiñ da c'houzout d'ar Vretoned penaos emañ kont gant o yezh.
  • Diskwel d'an dud zo eus ur yezh e Breizh hag a vez komzet bemdez gant tud, yaouank evit un darn anezhe.
  • Goulenn groñs ur wir divyezhegezh digant ar reoù a zo ar galloud ganto e Bro-Dreger evit ma vefe ar brezhoneg bezañ gwelet ha klevet er vuhez foran.

Anfeuls eo o doareoù stourm, diwar skouer Gandhi, Greenpeace hag Euskariz ar strollad Demo.

Evit sachañ evezh an dud war stad ar brezhoneg e vez graet ganto manifestadegoù, c'hoariva er straedoù, kentelioù brezhoneg n'eus forzh pelec'h. Mont a reont ivez da welet an tier-post, an tier-gar, an tier-kêr, ha kement 'zo, evit goulenn groñs e vefe kinniget hag implijet ar brezhoneg el lec'hioù-se.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]