Mec'hiko

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Estados Unidos Mexicanos
Stadoù Unanet Mec'hiko
Banniel Mec'hiko Skoed-ardamez Mec'hiko
Banniel Skoed-ardamez
Kan broadel: Himno Nacional Mexicano
Lec'hiadur Mec'hiko
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Kêr-Vec'hiko
19°03′N 99°22′W
Yezh(où) ofisiel Spagnoleg (de facto)1
Gouarnamant Republik kevredadel prezidantel
 - Prezidant Enrique Peña Nieto
Dizalc'hded diwar Spagn 
 - Diskleriet 16 Gwengolo 1810 
 - Anavezet 27 Gwengolo 1821 
Gorread
 - Hollad 1.972.550 km² (15vet)
 - Dour (%) 2,5
Poblañs
 - istimadur 2007 108.700.891 ()
 - niveradeg 2005 103.263.388
 - Stankter 55/km² (142vet)
PDK (PGP) 2006 (istimadur)
 - Hollad $1.149 miliard (12vet)
 - Keidenn $11.249 (63de)
FDD  (2004) Green Arrow Up.svg0,829 (uhel) (51)
Moneiz Peso (MXN)
Gwerzhid-eur (UTC-8 da -6)
Kod kenrouedad .mx
Kod pellgomz +52
1 Gwelet notenn e traoñ ar bajenn:[1]

Mec'hiko [2] (e spagnoleg Estados Unidos Mexicanos, « Stadoù-Unanet Mec'hikan », pe México) a zo ur riez eus Norzhamerika, er su da Stadoù-Unanet Amerika (dispartiet eo diouto gant ar Río Grande, Río Bravo evit ar Vec'hikaned) ha bevennet er su gant Guatemala ha Belize. Stadoù-Unanet Mec'hikan eo anv ofisiel ar vro. Gant ouzhpenn 100 milion a annezidi, hag 20 milion anezho er gêrbenn Mec'hiko, eo Mec'hiko an hini bobletañ eus an holl vroioù spagnoleger. An trede bro eus Amerika latin eo e-keñver ar vent, war-lerc'h Brazil hag Arc'hantina, hag an eil e-keñver ar boblañs. Abaoe 2002 emañ gant kentañ PDK Amerika latin dirak Brazil.

Anvadur[kemmañ]

Ur bajenn eus Codex Mendoza, warni arouez Mec'hiko e-kreiz an 'Anáhuac

Un unvez politikel eo Mec'hiko, ganet e penn-kentañ an XIXvet kantved. A-raok an dizalc'hded e veze graet America mexicana (Amerika vec'hikan) eus ar vro da zont. Da goulz Kendalc'h Chilpancingo (1813) e voe kinniget gant deputeed zo ober gant Anahuac evit henvel ar vro, Anahuac o vezañ ar ger a veze implijet gant ar Vec'hikaned evit ober anv eus an tachennadoù a oant mestr warno (Cem Anahuac Tenochca Tlalpan = ar Bed, douar Tenochca). A-benn ar fin e voe bet divizet e vefe México, Mec'hiko, anv ar vroad nevez.

Orin an anv Mec'hiko[kemmañ]

Martezeadennoù a bep seurt a zo diwar-benn ster ar ger México. Un dra a zo sur : ur ger a orin nahouatlek eo, hag an Hen-Vec'hikaned a rae gantañ evit ober anv eus kêrbenn o Stad. Ar vartezeadenn a zegemerer peurliesañ a zispleg emañ orin anv ar vro er gerioù metztli = loar, xictli = begel pe kreiz, ha -co = lostger a verk al lec’h. Hervezi e talvezfe México kement ha lec’h kreiz al loar, pe ent resisoc’h, lenn al loar, unan eus an anvioù a vez implijet gant ar Vec'hikaned evit merkañ al lenn Texcoco. Al lec'hanvadurezh nahouatlek a yae pelloc'h eget deskrivañ. Karget e oa a sterioù kevrinek, anavezet gant un nebeud diskibled hepken, evel ma skriv Bernardino de Sahagún en e Historia de las cosas de la Nueva España. Er ster rinek-se, e talvez an anv roet da Vec'hiko kement ha Kreiz ar Bed, hag e meur a zornskrid eo taolennet kêr Vec'hiko evel al lec’h ma grog an holl dourredennoù a dreuz an Anáhuac (ar bed, an douar gronnet gant an doureier). eg), un anv roet d’o doue gwarezer Huitzilopochtli, an evn-kelienenn kleiz. E se e vefe Mec'hiko al lec'h m'emañ Huitzilopochtli o chom. Huitzilopochtli, hervez mojennoù ar Vec'hikaned, en defe tennet ar meuriad-se eus Aztlán (ul lec’h mojennel anezhañ, lec'hiet gant darn e Nayarit pe e Mec'hiko-Nevez) evit e gas d'un douar prometet. Evit mont di en deus ranket ar meuriad beajiñ e-pad daou-c'hant vloaz. Ur wech degouezhet gant enezennig Mexihco war lenn Texcoco, e oa bet roet ur sin gant o doue hag o beleg meur, e anv Ténoch.

Pa gejas ar Spagnoled gant ar bobl-se ha pa ziskrivjont o yezh, o doa graet evel-just en ur heuliañ reolennoù spagnoleg ar mare-hont. Gant ar yezh nahouatlek ez eus ur soniad /∫/ (evel chas) ha taolennet e oa bet ar soniad-se gant al lizherenn x e spagnoleg. Daoust d’an distagadur bezañ kemmet e oa bet miret an x e Mexico evit abegoù etimologel hag istorel, evel ma oa bet graet evit anvioù all, lec'hiennoù pe traezoù, a orin mezoamerikan.

Aozerien zo (e Spagn dreist-holl) a skriv anv ar vro hag ar gêrbenn evel-henn : Méjico. Ha pa vefe lakaet an daou stumm da reizh gant Akademiezh roueel ar spagnoleg, ez ali an ensavadur-se ober gant ar stumm México hag implijout an x en holl c'herioù deveret. A-hed an istor eo bet implijet ar skrivad gant x gant an darn vrasañ eus ar spagnolegerien.

Istor[kemmañ]

Pennad dre ar munud : Istor Mec'hiko.
Sellet ivez ouzh : Teoriennoù diwar-benn pobladur kentañ Amerika.

Ar maread rakspagnek[kemmañ]

Oberenn maya e mirdi Palenque
Uxmal. Kêr vaya kozh

Dizoloet e vefe bet an dachennad gant strolladoù chaseourien-kutuilherien tost da dregont mil bloaz zo. Diorroet e vefe al labour-douar e Mec’hiko war-dro 9000 kent JK. Koulskoude, ne voe mestroniet gounidegezh ar maiz, an hini bouezusañ e labour-douar Mezoamerika, nemet war-dro 5000 kent JK. Diskouez a ra prouennoù arkeologel e oa bet savet ar podoù kentañ war-dro 2500 kent JK, ar pezh a verk deroù ar sevenadurezh vezoamerikan rak gant se e vez aroueziet ar c'hevredigezhioù chomidik.

A-raok diorroadur al labour-douar askoridik (etre 1800 ha 1500 kent JK) e oa kevatalek ar c'hevredigezhioù mezoamerikan, da lavaret eo e oa anv eus strolladoù tud gant diforc’hioù sokial o tont war wel, diazezet war ar rev, an oad ha strolladoù kerent.

O vezañ ma 'z eus ezhomm eus kalz tud evit sevel reizhiadoù dourañ, e c'haller soñjal eo c'hoarvezet er memes koulz diorroadur kevredigezhioù gant klasoù e Mezoamerika, daoust m'eo bet kreñvaet ar re-se er maread rakklasel diwezhat hag er maread klasel abred. War-dro 100 goude JK e teu kêr Deotihuacan da vezañ kentañ Stad kemplezh ar c'horn-bro ha d’en em lakaat gant Sina, Indez, Egipt ha Perou war roll Stadoù kentañ an denelezh.

E-pad tremen tri mil bloaz eo bet Mec’hiko kavell sevenadurezhioù araokaet evel an Olmeked, an Darasked, ar Vec’hikaed, hag ar Vayaed. Ouzhpenn se ez eus bet gwelet meur a Stad, evel Tlaxcala, Colima ha Tenochtitlan, o tiazezañ hag o tiorren e-kreiz hag e su tachennad ar vro bremañ etre 100 goude JK hag un tammig goude donedigezh ar Spagnoled en Amerika.

Gant annezidi gozh an dachennad vec'hikan e oa bet tizhet ul live uhel-kenañ evit ar mare er matematik, er steredoniezh, er savouriezh, el louzawouriezh ha war dachennoù all eus an anaoudegezh. Mat ha ma oant da sevenadurioù disheñvel ha m'en em gave o diorroadur e liveoù disheñvel, e oa gant an Amerindianed a oa o chom en tachennadoù-se ur gosmogoniezh heñvel.

Ar sevenadurioù olmek, teotihuakek, toltek, maya ha mec'hikaek a astennas o levezon da doleadoù all, a greñvaas o galloud hag a levezonas an arz, ar c'henwerzh, ar politikerezh, an deknologiezh hag an doueoniezh. Ar Vec'hikaed e voe ar re gentañ er bed oc'h ober gant an deskadurezh ret evit an holl, hep lakaat kemm etre ar reizhoù hag ar c'hlasoù. Daou seurt skol a oa : an telpochcalli, evit ar studioù pleustrek ha milourel, hag ar c'hcalmecac, evit deskiñ ar skriverezh, ar steredoniezh, ar gouarnerezh, an doueoniezh ha diskiblezhioù all.

Ar maread trevadennel[kemmañ]

Hernán Cortés, Konkistador eus an impalaeriezh Aztek

E 1519 e oa erruet Hernán Cortés war Enez Cozumel hag adalek eno e krogas gant e ergerzhadeg en dachennad a zo Mec'hiko bremañ. Echuiñ a reas an ergerzhadeg-se gant drouziwezh an impalaeriezh Aztek a voe roet dezhañ ha d’e gevredidi e 1521. Eneberezh taer a voe a-berzh an Azteked avat, hag e-pad daou vloavezh o doa stourmet a-raok o drouklamm. Moktezuma II, Cuitláhuac ha Cuauhtémoc e voe an impalaerien aztek diwezhañ. Da neuze e voe diazezet un drevadenn vras eus an impalaeriezh spagnol a oa bet lakaet da Spagn-Nevez a-raok bezañ astennet gant ergerzhadegoù hag aloubadegoù Hernán Cortés hag ergerzherien spagnol all, betek goleiñ un darn vras eus lodenn su tachennad bremañ ar Stadoù-Unanet.

Diwezhatoc’h ez erruas ar visionerien spagnol er vro a-benn avielañ an dud a oa chomet bev war-lerc’h an aloubadeg, dezho da ankouaat o relijion gozh ma veze aberzhet tud e-touez traoù all. E-mesk ar visionerien-se e oa difedet Toribio de Benavente "Motolinia" ha Bartolomé de las Casas dre an evezh a lakaent da wareziñ tud ar vro.

Kerkent hag ar 17 a viz Ebrel 1535 e oa bet fiziet melestradur Spagn-Nevez en ur besroue. An hini kentañ e voe Antonio de Mendoza, anvet gant Charlez V.

Kenglotañ a ra an tri c’hantved mestroni spagnol gant krouidigezh Mec’hiko evel ur vroad latin, spagnek, katolik ha hiron evel m’hec’h anavezomp hiziv an deiz. Daoust ma n’eus ket kalz a dra diwar-benn se el levrioù war istor Mec’hiko, ez eo bet pouezus prantad besrouantelezh Spagn-Nevez evit an arzoù, ar sevenadur ha doare bevañ ar Vec’hikaned bremañ. Lakaet en deus diazezoù doareoù Mec’hiko bremañ : ar spagnoleg, ar relijion gatolik, an hironadur, ar savouriezh, ar c’heginerezh (ur meskad dibar a vlazioù rakspagnek ha spagnek), ar gouelioù, framm ar familh, ar gwir ha kalz a zoareoù all.

An dizalc'hidigezh[kemmañ]

Pennad dre ar munud : Brezel dizalc'hiezh Mec'hiko

Miguel Hidalgo, kentradour brezel dizalc'hiezh Mec'hiko

Distignet e oa bet al luskad dizalc'hour pa oa bet aloubet Spagn, e penn kentañ an XIXvet kantved, gant armeoù Napoleon, met donedigezh ar mennozhioù frankizour e Spagn he doa c’hoariet ur roll ivez. E meur a dolead eus Amerika latin e tarzhas emsavadegoù dizalc’hour. Evel-se e voe e Mec’hiko ivez. An taolioù-esae kentañ evit dizalc’hiezh Spagn-Nevez a glot gant «irienn ar Profesa» (anvet evel-se diouzh an templ m'en em vode an iriennerien da evañ chokolad en emvodoù lennegel, sañset, evit kuzhat o gwir vennozhioù) e kêr Vec'hiko. Gallout a ra ar strollad-se kontañ war skoazell ar besroue José de Iturrigaray, hogen war evezh emañ al luskad enep-dizalc’hour ha lakaat a ra ar besroue da vezañ digarget. Dalc'hidi Spagn, kenwerzherien anezho dreist-holl, a laka envel ur besroue kabac’h e gopr ganto, Pedro de Garibay, hag a sin urzhioù herzel evit nep piv bennak zo diskred warnañ bezañ dizalc’hour.

Ret eo gortoz ar 16 a viz Gwengolo 1810 evit ma lakafe Miguel Hidalgo pobl Mec'hiko d’en em sevel enep an aotrouniezh spagnol dre reiñ lañs d'e c'hGrito de Dolores. Heuliet eo gant an dud, ha kregiñ a ra da aloubiñ ar c’hêrioù gant berzh. D’an 30 a viz Here 1810, tra m’emañ Mec'hiko en amen dezhañ, dizifenn, e tilez an alouberezh anezhi hag e kemenn ur giladeg war-du Valladolid. Diwezhatoc'h e vo paket ha lazhet d'an 30 a viz Gouere 1811. Met lañset eo al luskad ha re all, evel José María Morelos, Vicente Guerrero, Guadalupe Victoria pe Agustín de Iturbide, a zeu war e lerc’h. Er stourm-se e kaver tud leal hag en em gann evit un uhelvennad, evel La Corregidora a vez meulet c'hoazh hiziv an deiz gant ar Vec'hikaned, ha tud all uhelek ha klask-o-avel evel Agustín de Iturbide. Dont a reont a-benn eus o zaol memes tra, ha d’an 28 a viz Gwengolo 1821 e sin besroue Spagn-Nevez, Juan O'Donojú, akta dizalc’hiezh Mec'hiko.

D’an 21 a viz Gouere 1822 eo tronet Agustín de Iturbide da impalaer bonreizhel Mec'hiko evel Augustin I. Ur bloavezh hepken e pado e ren. Distroadet eo d'an 19 a viz Meurzh 1823.

D’ar 4 a viz Here 1824 e sav Mec’hiko ur vonreizh eviti hec’h-unan. Ganet eo ar Republik ha Guadalupe Victoria eo ar prezidant kentañ. Ren a ray ar vro e-pad 5 bloaz, met da c’houde e teu an eil taol-stad war-lerc’h egile fonnus-kenañ hag e vo tri frezidant e 1829. Ret eo gortoz Anastasio Bustamante e 1830 evit ma teufe un tamm sioulded en-dro. Ren a ray ar vro betek 1832. War-lerc'h ez adkrogo ar stourm evit ar galloud.

E diskar-amzer ar bloaz 1835, en em sav Texas, ur Stad eus republik kevreadel Mec'hiko, enep diktatouriezh ar prezidant mec'hikan Antonio López de Santa Anna (seziz Fort-Alamo, d’ar 6 a viz Meurzh 1836). E miz Meurzh 1836 ez embann Republik dizalc'h Texas, tra ma tisrann Guatemala ha republik dibad Yucatán. Homañ a vo adlakaet dre heg e-barzh Mec'hiko goude daou daol-esae.

Ar brezel Amerika-Mec'hiko[kemmañ]

Pennad dre ar munud : Brezel Amerika-Mec'hiko

Tachennadoù mec'hikan destaget gant ar Stadoù-Unanet e 1848

E 1836 ez embann Texas ez eo dizalc'h diouzh Mec'hiko, ha distaget e vo pemp bloaz diwezhatoc’h gant ar Stadoù-Unanet. E 1846 e c'houlenn Mec'hiko an dachennad a zo etre ar río Bravo hag ar rio Nueces. Rak bevenn Texas e oa ar río Nueces 300 km en norzh d'ar río Bravo. Neuze e tarzh ar brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet, ha padout a ray eus 1846 da 1848.

Emdroadur tiriad Mec'hiko

Aloubet eo ar vro gant an armeoù amerikan a chom eno eus 1847 da 1848. War-lerc'h emgann Chapultepec d'ar 14 a viz Gwengolo 1847, e sav an arme amerikan banniel Amerika war ar Palez Broadel : aloubet eo kêr Vec’hiko. Dindan kontroll Winfield Scott ez eus lazhet meur a soudard eus ar batailhon Sant Padrig, dizertourien eus an US Army anezho, a genlaboure gant an harzherien mec'hikan a-enep d'an alouber.

Echuiñ a ra ar brezel gant sinadur feur-emglev Guadeloupe Hidalgo ma anavez Mec'hiko ar río Bravo da harzoù gant Texas. Ouzhpenn se e tilez Mec'hiko tremen 40 % eus he ziriad d’ar Stadoù-Unanet, da lavaret eo tost da 2 000 000 km². Stadoù California, Mec'hiko-Nevez, Arizona, Nevada, Utah, an darn vrasañ eus Colorado ha mervent Wyoming eo an tiriadoù zo bet distaget diouzh ar Stadoù-Unanet da-heul ar brezel Amerika-Mec’hiko.

Gwarezveli Frañs[kemmañ]

Pennad dre ar munud : Ergerzhadeg Mec’hiko

An impalaer Maximilien Habsbourg lakaet d’ar marv

E 1861 e tiviz gouarnamant mec’hikan Juárez paouez da baeañ e zle diavaez. Frañs, anezhi unan eus kredourien bennañ Mec’hiko, a ziviz kas hec’h arme di, gant skoazell Spagn ha Bro-Saoz, evit rediañ ar gouarnamant mec’hikan da baeañ e zle. Erruout a ra ar morlu europat e Veracruz e 1862. Dont a ra ar gournamant mec’hikan a-benn da lakaat ar Saozon hag ar Spagnoled d’en em dennañ, dre emzivizoù diplomatel. Setu e kendalc’h Frañs an ergerzhadeg hec’h-unan gant ar pal staliañ ur warezveli e Mec’hiko.

War-bouez emgann Puebla, gounezet gant an arme vec’hikan renet gant Ignacio Zaragoza, e ra berzh taol-brezel Frañs. Dirak armeoù Frañs o vont war-raok eo rediet gouarnamant mec’hikan Juárez da vont d’an harlu da San Luis Potosí d’an 31 a viz Mae 1863 ha neuze da bPaso del Norte tost d’an harzoù gant ar Stadoù-Unanet. E miz Mezheven 1863 e kouezh Mec’hiko dindan kontroll armeoù Napoléon III. D’an 10 a viz Gouere eo lakaet Maximilien Aostria da impalaer Mec’hiko gant Bodadeg ar Pennoù-bras.

Kerkent ha fin brezel an disrannidigezh e 1865 e kav Juárez skoazell gant ar Stadoù-Unanet enep Frañs. Gant ar skoazell diplomatel ha milourel nevez-se ha gant ar gwan m’eo an Eil Impalaeriezh, eo rediet armeoù Frañs d’en em dennañ eus Mec’hiko.

Betek 1867 e pado an eil impalaeriezh vec’hikan. Lakaet eo an impalaer Maximilien d’ar marv dre ar fuzuilhadeg e Santiago de Querétaro ha anavezout a ra ar virourien (kevredidi gozh ar Frañsizien) Juárez da brezidant Mec’hiko.


Diktatouriezh Porfirio Díaz : El Porfiriato[kemmañ]

Porfirio Diaz

Chom a ra Juárez er galloud betek e varv d’an 18 a viz Gouere 1872. Meur a gavailh e-touez ar frankizourien o doa kavet abeg e bloavezhioù diwezhañ e ouarnamant. Pa voe marvet Juarez ez eas Sebastian Lerdo de Tejada da brezidant hag enskrivañ a reas er vonreizh an adreizhoù embannet e-pad ar prantad 1855-1856. Pa glaskas Sebastian Lerdo de Tejada bezañ dilennet en-dro, en em savas aduidi Porfirio Diaz, hag int ha kemer ar galloud tra ma tlefe bezañ bet anvet José Maria Iglesias hervez al lezenn brezidantel. Erruout a reas Porfirio Diaz da brezidant Mec’hiko e 1876, ha setu deroù ar renad anavezet e spagnoleg dindan an anv El Porfiriato, a oa da badout betek 1910.

Spanaet e voe diktatouriezh Diaz e-pad 4 bloavezh dindan gouarnamant Manuel Gonzalez, ur mignon eus an diktatour anezhañ, a oa dindan e aotrouniezh evel-just. E-doug ar prantad-se e talvezas al lezennoù adreizhañ (al lezenn Lerdo dreist-holl) da framm evit mont a-du gant tolpadur an douaroù etre daouarn ur bihanniver a berc’henned. Rediet e veze ar beizanted da labourat en haciendaoù. Strolladoù broidi zo en em savas taer, evel ar Yaquied pe ar Vayaed a voe lakaet da labourat betek ar marv e lec’hioù evel Valle Nacional, Traoñienn ar rio Yaqui pe Yucatan.

E-pad ar memes prantad e tigor Mec’hiko war an diavaez. Erru eo ar postadurioù amerikan hag europat. Skoulmañ a ra an diplomated vec’hikan darempredoù gant broioù eus Azia evel Sina, Japan hag Iran. E-kerzh ar Porfiriato e oa bet roet lañs d’ar postadurioù estren. José Yves Limantour, ur Mec’hikan a orin brezhon anezhañ, a voe lakaet e penn ar steuñv diorren armerzhel-se. A orin gall e oa an darn vrasañ eus ar postadurioù, war-lerc’h e teue ar Saozon, an Amerikaned, an Alamaned hag ar Spagnoled. Ar mengleuzioù, an tireoul, an hentoù-houarn, al lien, ar plantadegoù sukr : edo pep tra etre daouarn an estrenien. Berzh bras a reas ar vro e-pad ar prantad-se hogen skrapet e veze frouezh ar c’hresk-se gant ur bihanniver tra ma chome en dienez an darn vrasañ eus an dud. E-pad an emziviz brudet Diaz – Creelman ez istimas an diktatour e oa prest Mec’hiko evit an demokratelezh. Kredet e voe war e c’her gant e eneberien, hag int da lakaat o anv e dilennadegoù 1910. Francisco Madero a yeas ar maout gantañ en dilennadegoù-se. Ne voe ket anavezet disoc’h an dilennadegoù gant Diaz, ar pezh a verkas deroù an Dispac’h mec’hikan.

An Dispac’h[kemmañ]

Pennad dre ar munud : Dispac’h mec’hikan

Emiliano Zapata

Renad hir hag aotrouniezhus Porfirio Díaz a gasas d’an Dispac’h mec’hikan e 1910, douget evit darn gant druilh ar beizanted paour a oa o labourat en haciendaoù : en norzh, armeoù Pancho Villa, er su, re Emiliano Zapata. Trec’het e voe a-benn ar fin armeoù Villa ha Zapata gant an arme reoliek, met adkemeret e oa bet lod eus o goulennoù (evel adreizhañ al lezenn diwar-benn an douaroù a-benn o rentañ d’ar beizanted ha dismantrañ an domanioù bras) gant ar Vonreizh nevez e 1917. Echuet e oa an dispac’h mec’hikan e 1917 ent ofisiel. Kendalc’het o doa an taolioù-stad hag ar freuz er galloud kreiz betek ar bloavezhioù 1930 avat.

Mec’hiko arnevez[kemmañ]

Merket e oa bet ar bloavezhioù 1930 gant renad Cárdenas ha gant ar broadeladurioù, evel krouidigezh Pemex (Petróleos Mexicanos e spagnoleg, Tireoulioù mec’hikan). Diazezet e oa bet ar Strollad Dispac’hel Ensavadurel (SDE) e fin an dispac’h ha renet en doa ar vro diastal betek 2000, ma voe trec’h Vicente Fox Quesada, emstriver ar SOB. (Sellet ouzh Roll prezidanted Mec’hiko.)

Strolladoù dispac’hel zo oberiant c’hoazh e Mec’hiko, gant EZLN peurgetket o tifoupañ e su Mec’hiko er Chiapas. Al luskad-se, renet gant an iskomandant Marcos, a c’houlenn daskemmoù er vonreizh evit ma vefe muioc’h a emrenerezh gant kêriadennoù an henvroidi, a-fet yec’hed ha deskadurezh dreist-holl. Ne glask ket ar strollad-se tapout ar galloud e Mec’hiko, met kentoc’h pouezañ war ar galloud zo e plas. Gant ar peoc’hgar m’eo ez eo deuet da vezañ brudet e-touez kumuniezhoù henvroidi Mec’hiko, hag ivez er metoù arallbedour el live etrebroadel.

E 2006 e oa bet nagennet gant an eneberezh disoc’hoù an dilennadegoù broadel. Reiñ a raent an trec’h d’ar muiañ-niver war-bouez un dregantad dister-kenañ a vouezhioù. An tu-enep a ziklêrias e oa bet kantadoù a zireizhderioù[1], tra ma oa bet soñjet gant an arsellerien etrebroadel e oant dilennadegoù "naet". A-benn div wech e oa diskennet ur milion a dud er straedoù evit diskouez e veze nagennet disoc’h ar vouezhiadeg gant ul lodenn eus an dud.[2] D’an 9 a viz Eost e oa bet adkontet ar mouezhioù el lec’h ma oa bet prouet e oa bet direizhderioù[3], ha da-heul e voe kadarnaet ent-ofisiel an disoc’hoù gant Lez-varn Dilennel Galloud Lezvarnel ar C’hevread.

E miz Mae 2006 e oa bet distaget un emsavadeg pobl a-feson da-heul un harz-labour gant ar gelennerien en Oaxaca.

Politikerezh[kemmañ]

Pennad dre ar munud : Politikerezh Mec’hiko

Ur republik kevreadel eo Mec’hiko, enni 31 Stad hag un Distrig Kevreadel. Gwarantet eo disrannadur an tri galloud (erounit, lezennel ha lezvarnel) gant bonreizh 1917.

Ar galloud erounit[kemmañ]

E penn ar galloud erounit emañ prezidant ar Republik. Dilennet e vez evit ur prantad 6 vloaz diouzh ar mouezhiañ hollek eeun gant un dro hepken hervez ar muiañ-niver keñverel. Ne c’hall ket bezañ dilennet en-dro. N’eus Kentañ ministr ebet. Envel ha dizornañ a ra ar vinistred, ar pennprokulor (ministr ar Justis), ar gannadourien hag ar bennkonsuled. Ma tilez e garg pe ma varv, e vez anvet ur prezidant da c’hortoz gant ar C’huntell. Gallout a ra ar prezidant kemer dekredoù war dachenn an armerzh hag an arc’hant gant ar galloudoù a vez dileuriet dezhañ gant ar C’huntell.

Abaoe ar 1 a viz Kerzu 2006 ez eo Felipe Calderón (PAN) zo prezidant Mec’hiko goude bezañ bet 35,88 % eus ar mouezhioù en dilennadegoù d’an 2 a viz Gouere 2006, pa oa 35,31 % evit Andrés Manuel López Obrador (PRD) ha 22,27 % evit Roberto Madrazo (PRI).

D’an 13 a viz Gouere e oa bet savet 359 amoug evit direizhderioù dirak LDGLK (Lez-varn Dilennel Galloud Lezvarnel ar C’hevread), 227 kinniget gant ar c'henemsav Evit Mad an Holl, 131 gant ar PAN hag 1 gant ar C’hevredad evit Mec’hiko.
D’ar 6 a viz Gwengolo e oa bet douget he barnedigezh gant LDGLK, ha kadarnaet trec’h Felipe Calderón zo aet en e garg ent ofisiel d’ar 1añ a viz Kerzu 2006.

Peogwir e kav skoazell e-barzh ar c’horf lezennel e vez muioc’h a c’halloudoù gant ar gouarnamant kevreadel eget gant e gevatal er Stadoù-Unanet. Gallout a ra dizornañ gouarnerien ar Stadoù dilennet diouzh ar mouezhiañ hollek en abeg d’ur fazi bras, d’ar goubrenerezh, h.a. A-hend-all e teu arc’hant an tailhoù d’ar gouarnamant kevreadel dreist-holl, hag ul lodenn vihan hepken a ro en-dro d’ar Stadoù.

Ar galloud lezennel[kemmañ]

Rannet eo ar C’huntell e div gambr : Kambr an deputeed hag ar Sened. Abaoe 1997 e c’hoari ar C’huntell ur roll brasoc’h peogwir e oa bet tapet muioc’h a sezoù gant an eneberezh goude ma oa bet dilennet 200 depute dre ar mouezhiañ kenfeuriek.

  • Ar Sened : Bep 6 vloaz e vez dilennet ar senedourien. 128 senedour zo er Sened, da lavaret eo 4 senedour dre unvez kevreadel. E 2000 e oa ar Sened e dalc’h an PRI gant 60 sez. War e lerc’h e teue an PAN gant 46 sez, hag erfin 15 sez evit PRD. Ar peurrest eus ar senedourien a oa dizalc’h pe a oa da gostezennoù bihanoc’h. Goude dilennadegoù miz Gouere 2006 eo bet kresket er Sened pouez ar PAN hag PRD diwar goust an PRI. Setu eo deuet PAN da vezañ kentañ nerzh politikel ar vro gant 53 senedour, war e lerc’h PRD gant 37 senedour, rampo gant an PRI. Koulskoude n’emañ ket ar muiañ-niver dreistel gant PAN er Sened.
  • Kambr an deputeed : Bep 3 bloaz e vez dilennet an deputeed diouzh ar mouezhiañ hollek eeun. Er Gambr ez eus 500 dileuriad. 300 pastell dilennel a anv pep a zepute ha 200 depute all a vez dilennet diouzh ar mouezhiañ kenfeuriek er vro a-bezh. Krouet e oa bet an 200 sez-se evit reiñ tu d’ar c’hostezennoù bihan da vont aesoc’h d’ar Gambr. E 2003 e oa aozet ar Gambr evel-henn : 223 sez evit an PRI, 148 evit ar PAN, 97 evit PRD. O vezañ ma n’emañ ket ar muiañ-niver er gambr gant ar PAN, ne c’hall ket lakaat lezennoù da dremen hep skoazell kostezennoù all. War-lerc’h dilennadegoù miz Gouere 2006 en deus kollet an PRI un niver bras a zeputeed e-kerz an PAN hag PRD. Deuet eo an PAN da vezañ ar c’hentañ nerzh politikel e Kambr an deputeed gant 207 sez, war e lerc’h PRD gant 160 sez ha da drede an PRI gant 119 sez hepken. Kouslkoude n’emañ ket ar muiañ-niver dreistel gant an PAN e Kambr an deputeed ha ret e vo dezhañ kaout skoazell an eneberezh evit lakaat e lezennoù da dremen.

Stadoù kevreadel[kemmañ]

Kartenn stadoù Mec’hiko

Mec’hiko zo enni 31 stad hag un distrig kevreadel Sellit ouzh ar pennad : Stadoù Mec’hiko

Chiapas hag an EZLN[kemmañ]

Pennad dre ar munud : Emsavadeg Chiapas

banniel an EZLN
An iskomandant Marcos e Chiapas

E fin an XXvet kantved e tiskulias tud dibourvez Chiapas an diouer a interest gant ar galloudoù foran evit o Stad, unan eus re baourañ Mec’hiko. Klemm a raent dre ma oa ret d’un niver bras a henvroidi paeañ taosoù da berc’henned douar na oant ket eno, daoust ma oa bet prometet abaoe ar bloavezhioù 1920 gant ar gouarnamant mec’hikan reiñ d’ar beizanted perc’henniezh an douaroù bet gounezet ganto abaoe meur a remziad. Mellad 27 ar vonreizh a warant d’an henvroidi ar gwir d’un ejido pe perc’henniezh stroll.

Echuet e oa bet adreizh an douaroù en darn vrasañ eus ar vro, nemet e Chiapas. Gant enkadenn 1982 e voe lakaet un termen da gontroll an armerzh gant ar Stad hag ar prevesadurioù a voe da-heul a roas ar plas brasañ d’an embregerezhioù prevez. A-benn neuze e paouezas adreizh an douaroù da vezañ er renk a-raok. E-pad respet ar prezidant Carlos Salinas de Gortari e voe lakaet digoradur ar vro d’ar c’henwerzh etrebroadel dreist an traoù all. Da-heul al lanvad adreizhoù frankizour e oa bet modernaet an armerzh a oa serret warnañ e-unan ha gwarezour, ha lakaet e-barzh kenwerzh ar bed. Astalet e voe gant ar gouarnamant ar gwir bonreizhel evit ar c’humuniezhioù war ar maez da vezañ perc’henn war ejidoioù. Emglev frankeskemm Norzh Amerika (EFNA) lakaet da dalvezout d’ar 1 a viz Genver 1994 a voe sellet outañ gant henvroidi Chiapas evel ur brouenn ouzhpenn e vezent lezet a-gostez gant ar gouarnamant kevreadel : kreiz ha norzh ar vro a ziorroe buan gant an tost ma oant da amezeg bras an norzh, tra ma chome ar su er baourentez hag en isdiorroadur.

En endro-se e oa bet ganet an Ejercito Zapatista de Libéracion Nacional (EZLN, = Arme zapatour a zieubidigezh vroadel). Ul luskad peoc'hgar eo ar zapatourien ha "broudet" e voent da implijout an armoù evit gwarantiñ ar gwir d’an ejidoioù d’an henvroidi. An Iskomandant Marcos, anezhañ levier al luskad zapatour, a zeuas a-benn da sachañ evezh ar gumuniezh etrebroadel war stourm pobloù Chiapas war-bouez teknologiezhioù nevez ar c’helaouiñ (internet peurgetket).

E miz Eost 2003 e tisklêrias an EZLN e oa emren an holl dachennad zapatour e-keñver Mec'hiko. Abaoe he deus labouret an EZLN gant ar gouarnamant evit diorren ar yec’hed hag an deskadurezh e kumuniezhoù tud dibourvez Chiapas.

Douaroniezh[kemmañ]

Pennad dre ar munud : Douaroniezh Mec'hiko

Kartenn Mec’hiko

Ur vro eus Norzh Amerika eo Mec'hiko. Harzoù war zouar he deus gant Stadoù-Unanet Amerika (3326 km) en norzh ha gant Belize (250 km) ha Guatemala (962 km) er su. Digor-bras eo ar vro war ar mor (10 143 km), war ar Meurvor Habask ha pleg-mor Kalifornia (7338 km) er c'hornôg, ha war mor ar C'haraibed ha pleg-mor Mec'hiko (2805 km) er reter. 1 972 550 km² eo gorread hollek ar vro, en ur gontañ 6000 km² a inizi er meurvor Habask, e pleg-mor Kalifornia, e mor ar C'haraibed hag e pleg-mor Mec'hiko. En em astenn a ra takad armerzhel dispellaus (TAD) Mec'hiko war 370 km adalek pep aod, en holl 2,7 milion a km². En dachennad ez eus ivez un nebeud inizi evel Guadalupe ha Revillagigedo (Meurvor Habask). Kavout a reer ivez menezioù-tan a-leizh. Pikern Orizaba a dizh 5700 m hag ar poent izelañ eo al Laguna Salada zo 10 m dindan live ar mor. Techet eo ar vro d’ar c'hrenoù-douar, a vez taer-kenañ a-wechoù.

E-touez an danvezioù naturel e kaver an arc'hant, ar c’houevr, ar gaz naturel, an aour, an tireoul, ar plom hag ar zink.

Torosennadur[kemmañ]

Iztaccihuatl

Treuzet eo Mec’hiko gant div aradennad-venezioù bennañ : Sierra Madre ar C’hornôg ha Sierra Madre ar Reter. Un astenn da Sierra Nevada Kalifornia eo Sierra Madre ar C’hornôg, hag un astenn da Venezioù Roc’hellek Mec’hiko-Nevez ha Texas eo Sierra Madre ar Reter. Etre an div aradennad-venezioù bennañ emañ plateiz Mec’hiko. An aradennad nevezvolkanek a verk er su bevenn Sierra Madre ar C’hornôg hag ar Reter. Bez’ ez eus ivez aradennadoù-menezioù disteroc’h evel ar Sierra Madre del Sur, ar Sierra Madre de Oaxaca, ar Sierra Madre de Chiapas, hag ar Meseta Central de Chiapas.

Aradennadoù-menezioù pennañ ha plateiz pennañ[kemmañ]

  • En em astenn a ra Sierra Madre ar C’hornôg war 1250 km er su d’an harzoù gant ar Stadoù-Unanet hag en em gavout a ra gant an aradennad nevezvolkanek goude ar Rio Santiago. An Aradennad nevezvolkanek a dreuz kreiz Mec’hiko eus ar reter d’ar c’hornôg. En norzh emañ Sierra Madre ar C’hornôg war-hed 300 km diouzh an aod, met tost d’an Aradennad nevezvolkanek n’emañ nemet war-hed 5 km diouzh aod ar Meurvor Habask. Sevel a ra Sierra Madre ar C’hornôg betek 2250 m uhelder gant pikernioù a dizh 3000 m.
  • Emañ deroù Sierra Madre ar Reter en harzoù etre Texas ha Mec’hiko, ha kenderc’hel a ra war-hed 1350 km betek tizhout Cofre de Perote, anezhañ unan eus begoù pennañ an Aradennad nevezvolkanek. Evel ma vez kont gant Sierra Madre ar C’hornôg e tosta Sierra Madre ar Reter d’an aod bep ma’z a war-du ar su. Eno n’emañ nemet war-hed 75 km diouzh pleg-mor Mec’hiko. Sevel a ra Sierra Madre ar Reter betek 2200 m uhelder gant pikernioù a dizh 3000 m.


El Bajio mec'hikan
  • En em astenn a ra ivez plateiz Mec’hiko adalek an harzoù gant ar Stadoù-Unanet betek an aradennad nevezvolkanek. Ur gorread bras a c’holo etre Sierra Madre ar C’hornôg ha Sierra Madre ar Reter.

Gwechall e oa bet rannet ar plateiz etre ar Mesa del Norte hag ar Mesa Centra. Hiziv an deiz e soñj d’an douaroniourien ez int div lodenn eus ar memes plateiz.

Norzh ar plateiz a sav da 1100 m uhelder hag en em astenn adalek ar Rio Bravo betek Stad Zacatecas ha Stad San Luis Potosí. Izelennoù a-leizh zo er c’horn-bro-se. An hini brasañ eo ar Bolsón de Mapimi.
Uheloc’h eo su ar plateiz peogwir e sav da 2000 m war-bouez nebeut. Eno ez eus traoñiennoù a-leizh, stummet gant lennoù kozh. Meur a gêr vras evel Kêr Vec’hiko pe Guadalajara zo en traoñiennoù-se.


Pico de Orizaba
  • An aradennad nevezvolkanek zo ur gouriz 900 km hirder ha 130 km ledander en em astenn eus ar meurvor Habask da bleg-mor Mec’hiko. Emañ an deroù anezhi tost d’ar Rio Bravo ha kenderc’hel a ra betek su Colima ma’z a war-du ar reter o heuliañ an 19vet ledenn evit echuiñ e-kreiz Stad Veracruz. Aroueziet eo ar c’horn-bro gant un oberiantiz krendouarel bras hag eno emañ ar menezioù-tan uhelañ. En Aradennad ez eus tri fikern o deus ouzhpenn 5000 m uhelder : Pico de Orizaba pe Citlatépetl, anezhañ trede menez uhelañ Norzh Amerika, ar Popocatépetl hag an Iztaccíhuatl, tost da Gêr Vec’hiko int o-daou. Lakaat a reer an aradennad nevezvolkanek da rannadur douarouriel etre Norzh Amerika ha Kreiz Amerika.


Dourredennoù[kemmañ]

Ar Río Bravo pe Río Grande

Mec’hiko he deus war-dro 150 stêr. Dinaouiñ a ra an 2/3 anezho er meurvor Habask hag 1/3 e pleg-mor Mec’hiko pe e mor ar C’haraibed. Daoust ma tiskouez ar vro bezañ dourek eo dizingal-bras ar c’hementadoù dour a gaver enni eus an eil lec’h d’egile. Evit gwir, pemp stêr (an Usumacinta, ar Grijalva, ar Papaloapán, ar c’hCoatzacoalcos, hag ar Pánuco) a ya d’ober 52% eus an ec’honad bloaz keitat. Dinaouiñ a ra ar 5 stêr-se e pleg-mor Mec’hiko. N’eus nemet ar Rio Panuco a gement n’emañ ket e gevred Mec’hiko. Gant norzh ha kreiz Mec’hiko, anezho 47% eus an tiriad hag enno tost 60% eus ar boblañs, ez eus nebeutoc’h eget 10% eus dour ar vro.

Nebeut a zourredennoù bageadus he deus Mec’hiko.

Ar Río Grande a vez lakaet Río Bravo gant ar Vec’hikaned.

Hinad[kemmañ]

  • Rannet eo Mec’hiko e daou dakad gant Trovan ar C'hrank. Kerreizh eo an eil, hag en takad etretrovanel emañ egile. Kemmañ a ra an hin gant an uhelder. En norzh d’ar 24re ledenn e vez yenoc’h ar gwrezverkoù e-pad mizioù ar goañv, hag er su e chomont digemm a-hed ar bloaz daoust ma kemmont diouzh an uhelder.

An takadoù er su d'ar 24re ledenn :

Betek 1000 m (an aod ha ledenez Yucatan) : emañ ar gwrezverk keitat etre 24 °C et 28 °C. Uhel e chom ar gwrezverk a-hed ar bloaz, ha n’eus nemet ur c’hemm 5 °C etre gwrezverk keitat an hañv hag ar goañv.
Etre 1000 ha 2000 m emañ ar gwrezverk keitat etre 16 °C et 20 °C. Un hin digemm a-walc’h ha gwrezverkoù plijus o devez ar c'hêrioù hag ar c'hêriadennoù en uhelder-se er su d'ar 24re ledenn. En norzh dezhi avat e kemm muioc’h an hin hervez ar c’houlzoù-amzer.
A-us 2000 m emañ ar gwrezverk keitat etre 8 °C ha 12 °C en aradennad nevezvolkanek.
Kêr Vec'hiko, pintet da 2300 m, he deus ur gwrezverk keitat 15 °C gant hañvioù plijus ha goañvioù dous. 26 °C ha 12 °C e vez ar c'heitadoù pemdeziek uhel hag izel evit miz Mae (an hini tommañ). 19 °C ha 6 °C e vez ar c’heitadoù pemdeziek uhel hag izel evit miz Genver (an hini yenañ).

Kemm-digemm e vez ar glaveier diouzh al lec’h m’emeur hag ar c’houlzoù-bloaz. Krin pe damgrin eo Kalifornia-Izel, gwalarn Stad Sonora, plateizoù an Norzh hag ul lodenn eus plateizoù ar Su. Er c’hornioù-bro-se e kouezh well-wazh etre 300 ha 600 milimetrad dour bep bloaz. War plateizoù ar su hag ar c’hornioù-bro pobletañ peurgetket (evel Kêr Vec’hiko ha Guadalajara) e kouezh well-wazh etre 600 ha 1000 milimetrad dour. Ouzhpenn 1000 milimetrad dour bep bloaz a vez resevet gant an izeldirioù a-hed pleg-mor Mec’hiko. 2000 milimetrad dour bep bloaz a vez resevet gant ar c’horn-bro e gevred Tabasco well-wazh ! Erc’h a ra diwar zegouezh war darn eus plateizoù an Norzh ha darn eus pikernioù uhel Sierra Madre ar C’hornôg ha Sierra Madre ar Reter.

E Mec’hiko e vez ur c’houlz-amzer gleb (pe koulz-amzer ar glaveier) hag ur c’houlz-amzer sec’h merket-mat. En darn vrasañ eus ar vro e pad koulz-amzer ar glaveier eus miz Mezheven da greiz miz Here. Kalz nebeutoc’h a c’hlav a vez e-pad an nemorant eus ar bloaz. Miz C’hwevrer eo ar miz sec’hañ ha miz Gouere eo an hini glepañ. Da skouer, war Kêr Vec’hiko e kouezh war-dro 5 milimetrad dour e miz C’hwevrer ha 300 milimetrad e miz Gouere. An arvor, dreist-holl a-hed pleg-mor Mec’hiko, a resev ar muiañ a zour e miz Gwengolo. E Tabasco e vez enrollet tremen 300 milimetrad dour er miz-se.

Gant ul lodenn vihan eus aod gwalarn Mec’hiko, tro-dro da gêr Dijuana, e vez un hin kreizdouarel gant kalz a latar hag ur c’houlz-amzer gleb er goañv.

E gouriz ar c’horventennoù emañ Mec’hiko hag e pep lec’h en arvor e c’haller diwaskañ unan eus ar barradoù-se eus miz Mezheven da viz Du. Rouesoc’h eo ar c’horventennoù en aod ar meurvor Habask, hag eno ne vezont ket ken taer hag en aod reter ar vro. Bep bloaz e vez skoet aod pleg-mor Mec’hiko hag aod mor ar C’haraibed gant meur a gorventenn ha gant avel ziroll en tu-hont da 200 km/h a laka buhez an annezidi en arvar hag a wast al letioù ha tiez ar c’horn-bro.

Armerzh[kemmañ]

Pennad dre ar munud : Armerzh Mec'hiko

Kevanstrolloù an armerzh meurgantel[kemmañ]

PDK 2005 : 1006 miliard a zollaroù (brasjedadenn)
PDK / annezad : 9600 dollar
Mammenn : AKDA - Roll ar broioù dre PDK


Tireoul ha gaz[kemmañ]

Ar prezidant Lazaro Cardenas a vroadel an tireoul d’an 18 a viz Meurzh 1938
  • Tireoul : E Stadoù Veracruz, Tabasco, Chiapas ha Campeche emañ an eoulvaezioù dreist-holl (70% eus ar c’horvoerezh broadel). Abaoe gouarnamant ar prezidant Lazaro Cardenas a zivizas broadelañ an tireoul, emañ gant ar gompagnunezh stad Pemex an unpiaou war korvoadur, produadur, treuzdougen ha kenwerzh an tireoul e Mec’hiko. 5vet produer tireoul ar bed eo Mec’hiko, hag an 9vet ezporzhier. Holl ezporzhiadurioù tireoul Mec’hiko, pe dost, a ya d’ar Stadoù-Unanet, ha Mec’hiko eo an trede pourvezer anezho. Koulskoude, gant an eoulvaez pennañ, Cantarell, o vont war e ziskar, e c’haller soñjal e tigresko produerezh ar vro er bloavezhioù a zeu ha gwall nec’het eo ar gouarnamant gant se.
  • Gaz : Gant Pemex n’emañ an unpiaou nemet war korvoadur ha produadur ar gaz naturel e Mec’hiko, rak abaoe 1995 en deus aotreet ar gouarnamant ar postadurioù prevez evit treuzdougen, ingalañ ha stokañ ar gaz naturel.

Hiziv an deiz n’eo an tireoul nemet ul lodenn eus ezporzhiadurioù Mec’hiko. Daoust da se ez a gounidoù Pemex d’ober 30% eus budjed ar Stad. Gant se o doa tennet ar Vec’hikaned o mad eus tailhoù izel a-walc’h. Evit gwir, Mec’hiko eo ar vro eus an AKDA, hag eus Amerika latin a-bezh, m’eo an izelañ ar c’henfeur enkefiadurioù kemedel / PDK (etre 15 ha 17% pa’z eo 30% ar geidenn evit broioù an AKDA).

Gennad kentañ[kemmañ]

Barrikennadoù tequila

Ar gennad kentañ a ya d’ober 4% eus ar PDK hag a implij 18% eus an dud oberiant.

  • Labour-douar Mec’hiko : aroueziet eo gant ur genderc’husted dister ha ranket en deus en em ober ouzh ur c’hevezerezh kreñv da-heul EFENA zo bet sinet gant ar Stadoù-Unanet ha Kanada. Diorroet he deus ar vro filierennoù labour-douar, evit an avoukez peurgetket.
  • Gwin ha boesonioù kreñv : kresket kalz eo ar produadur gwin er bloavezhioù diwezhañ, daoust ma n’eo ket peurvat a-fet kalite. A-hend-all e produ Mec’hiko boesonioù kreñv niverus, evel an tequila bet diwar strilhañ an agavez glas. Ezporzhiet e vez 50% eus ar produadur tequila war-du ar Stadoù-Unanet. Un AOK en deus an tequila ha ne c’hall dont nemet eus ur c’horn-bro resis, e Stad Jalisco dreist-holl.
  • Mengleuzioù : Ezporzhiañ a ra Mec’hiko ur bern kailh, da skouer arc’hant : kentañ produer ar bed eo.

Eil gennad[kemmañ]

Ar greanterezh a ya d’ober 26,5% eus ar PDK (2004) hag a implij 24% eus an dud oberiat.

  • An ijinerezh pounner : e gennadoù evel ar simant, ar gwer hag an dir. E Mec’hiko ez eus un toullad kampioned, lod anezho a live etrebroadel. Cemex eo an eil produer simant er bed just war-lerc’h ar Gall Lafarge. Vitro, Grupo Alfa, Metalsa… zo skouerioù all eus ar c’hevredadoù liesvroadel nevez-se e Mec’hiko.
  • Ar bier : E Mec’hiko eo pouezus ijinerezh ar bier. Gant merkoù brudet er bed a-bezh evel Corona, Sol, Tecate…, ez eus lañs bras gant bier Mec’hiko hag evet e vez en holl gevandirioù. Rannet eo ar marc’had etre daou stroll pennañ : Grupo Modelo lec’hienn ha Cerveceria Cuauhtemoc Moctezuma lec’hienn.
  • Ar produiñ kirri : daoust ma n’eus merk broadel ebet er vro ez eo Mec’hiko an 9vet produer kirri er bed. Strolloù bras evel Ford, General Motors, Renault Nissan, Daimler Chrysler… a vez dedennet gant Mec’hiko, gant an tost m’emañ ha da-heul ar feur-emglev frankiz eskemm bet sinet gant ar Stadoù-Unanet ha Kanada. E 2004 e veze implijet war-dro 600 000 a dud gant ar gennad ha mat-kaer eo an diaweladoù. Strolloù a-leizh zo e soñj postañ a-zruilh e Mec’hiko evit diorren o danframmoù. An hini diwezhañ zo bet, ar stroll Ford, zo e soñj postañ 9 miliard a zollaroù.[4]
  • TNKK: Lañs bras zo gant gennad an teknologiezhioù nevez e Mec’hiko ha dreist-holl e korn-bro Guadalajara. Guadalajara, deuet da vezañ arouez Mec’hiko evel kêr an teknologiezhioù nevez, a vez sellet outi evel Silicon Valley Mec’hiko. Strolloù evel IBM, Hitachi, HP, Intel, Siemens pe Kodak a bost arc’hant a-leizh er c’horn-bro-se.

Trede gennad[kemmañ]

An trede gennad a ya d’ober 69,5% eus ar PDK hag a implij 58% eus an dud oberiat.

  • An touristerezh : unan eus ijinerezhioù kentañ ar vro. Gant al liesseurt m’eo ar maezioù, an hin hag an aod, Mec’hiko he deus postet kalz arc’hant evit diorren ar gennad-se a implij tud a-leizh. Kêrioù kouronkañ evel Cancun, Acapulco, pe Puerto Vallarta zo anavezet er bed a-bezh hag a zedenn milionoù a douristed bep bloaz.
  • Ar c’hleweled : Produiñ hag ezporzhiañ a ra Mec’hiko ur bern heuliadennoù skinwel anavezet dindan an anv telenovela. Heuliadennoù “klouar” ez int, ha dedennañ a reont milionoù a bellarvesterien. Daou stroll a ra o renkoù e bed ar c’hleweled : Televisa et TV Azteca. Abaoe un nebeud bloavezhioù e tiorro ar chadennoù mec’hikan er Stadoù-Unanet a-benn kinnig programmoù a-ratozh evit kumuniezh ar spagnolerien.
  • Ar pellgehentiñ : E 2004 e oa e Mec’hiko 38 milion a implijerien a bellgomzerioù hezoug e-keñver 104 milion a annezidi, da lavaret eo e oa ur pellgomzer hezoug gant war-dro 36% eus an dud e-skoaz ouzhpenn 68% en Unaniezh Europa. Mont a ra ar marc’had gant an ez-unpiaou Stad Telmex zo da gCarlos Slim, anezhañ pinvidikañ den Amerika latin hag unan eus ar re binvidikañ er bed. Er vro ez eus ivez 17 milion a implijerien eus internet. Goloet-mat eo ar c’hêrioù bras, ar pezh n’eo ket gwir evit ar maezioù.

An armerzh abaoe sinadur EFENA[kemmañ]

E miz Genver 1994 e oa bet sinet Emglev Frankeskemm Norzh Amerika EFENA gant Mec’hiko, Kanada hag ar Stadoù-Unanet, ha krouet evel-se brasañ takad frankeskemm ar bed. Treuzfurmet krenn e oa bet Mec’hiko gant EFENA, ha lakaet eo bet da dremen eus ur politikerezh armerzhel aroueziet gant un doare gwarezouriezh kreñv d’ur politikerezh armerzhel diazezet war ar frankeskemm hag an enlakaat en armerzh ar bed. D’ar bloavezh end-eeun ma oa bet lakaet EFENA da dalvezout e oa bet un enkadenn armerzhel vras e Mec’hiko merket gant ur gourwerzhekadur krenn eus ar peso. Lies eo abegoù an enkadenn-se, pa vefe azasadur an armerzh ouzh an endro nevez, pe ar politikerezh moneiz, fiziañs ar bosterien etrebroadel, kudennoù an dle…

Abaoe 1994 e oa deuet armerzh Mec’hiko war e du goude an enkadenn. Ur c’hresk bras zo bet en ezporzhiadurioù, war-du ar Stadoù-Unanet ha Kanada peurgetket. Ar maquiladoraioù pe takadoù frank zo unan eus elfennoù pouezus ar berzh-se. Hiziv an deiz e ra Mec’hiko 50% eus enporzhiadurioù hag ezporzhiadurioù Amerika latin, ha deuet eo da vezañ 8vet galloud kenwerzhel ar bed. PDK Mec’hiko e gwerzh eo an hini uhelañ en Amerika latin, dirak Brazil hag Arc’hantina, hag an 11vet galloud armerzhel eo Mec’hiko hervez ar memes dezverk.

E 2000 e oa bet ar pebeiladur politikel kentañ e Mec’hiko abaoe tremen 70 vloaz, gant donedigezh Vicente Fox. Hemañ a gendalc’has politikerezh armerzhel e ziaraogerien gant ur politikerezh strizh evit ar budjed hag an arc’hant. Digresket kalz e oa bet ar monc’hwez ha gwellaet kalz stad an arc’hant foran, a-drugarez da gresk priz an tireoul peurgetket, zo Mec’hiko ar 5vet ezporzhier anezhañ. An dle foran ne ra nemet 23,5% eus ar PDK hiziv an deiz hag an dle diavaez zo bet rummet BBB gant Standard & Poor's da lavaret eo al live uhelañ bet tizhet biskoazh gant Mec’hiko hag an notadur gwellañ e-mesk broioù bras Amerika latin.

A-benn digeriñ marc’had an ezporzhiadurioù (80% anezho a ya war-du ar Stadoù-Unanet ha Kanada) he deus sinet Mec’hiko un toullad feurioù-emglev frankeskemm, da skouer gant Unaniezh Europa, Japan, Israel

Etre 2001 ha 2003 e oa bet dister ar c’hresk armerzhel e Mec’hiko (-0,3% en 2001, +0,9% en 2002 et +1.4% en 2003), rak deuet eo Sina da vezañ ur c’hevezer bras eus Mec’hiko : er stalioù-labour eno e vez 4 gwech izeloc’h ar goproù eget e Mec’hiko. Setu e rank Mec’hiko azasaat he fatrom armerzhel ouzh ar blegenn etrebroadel nevez, dre adreizhoù frammadurel a vez graet goustadik-kenañ siwazh.

Abaoe 2004 eo buanaet kalz ar c’hresk armerzhel : +4,3% e 2004 ha +3.8% e 2005 (istimadurioù). Ur bern embregerezhioù a zistro da Vec’hiko goude bezañ bet en Azia. Koulskoude, evit ma padfe an azlañs-se ha ma c’hallfe Mec’hiko stourm ouzh ar baourentez a sko c’hoazh 40% eus an dud, e rank adreizhoù frammadurel pouezus bezañ sevenet.

Las remesas, an arc’hant lakaet pe treuzkaset gant divroidi vec’hikan d’o familh chomet e Mec’hiko zo aet d’ober ur rekord e 2005 gant ouzhpenn 20 miliard a zollaroù. Kevatal eo gant an hanter eus ezporzhiadurioù tireoul ar vro zo kevatal d’o zro gant 10% eus an ezporzhiadurioù madoù, er c’hontrol d’an dekvloaziadoù a-raok ma veze trec’h an ezporzhiadurioù tireoul er ventel red. Brasoc’h eo ar mann estlammus-se eget ar postadurioù estren e Mec’hiko ha gantañ e c’hall kalz familhoù war ar maez gwellaat un tamm o jeu.

Chom a ra daeoù bras a rank Mec’hiko bezañ evito:

  • dizingalder dasparzh ar pinvidigezhioù er boblañs (feuriader Gini 53,1 e 1998)
  • dizingalder an diorroadur etre Stadoù an norzh hag ar c’hreiz zo pinvidik ha Stadoù ar su zo paour
  • gant dilennadegoù ar prezidant e 2006 ez eus bet diskouezet e oa diaes lakaat an demokratelezh da dalvezout e Mec’hiko
  • kevezusted armerzh Mec’hiko zo da wellaat e-tal Sina pe India

Poblañs ha kêrioù[kemmañ]

Tremen poblañsouriezhel[kemmañ]

Pennad dre ar munud : Poblañs Mec’hiko

Feur kresk naturel
Poblañs Mec’hiko
Dasparzh dre oad

E-pad an XIXvet kantved a-bezh n’he deus graet poblañs Mec’hiko nemet doublañ. Kenderc’hel a ray an tuadur-se e-pad 20 vloaz kentañ an XXvet kantved. E 1920 e weler ur c’holl 2 vilion a annezidi zoken. Se a c’haller displegañ gant an Dispac’h mec’hikan etre 1910 ha 1920.

Buanaet eo kresk ar boblañs etre 1930 ha 1980, gant sifroù en tu-hont da 3%. Doublañ a rae poblañs Mec’hiko bep 20 vloaz ha diouzh al lusk-se ez istimed e vefe 120 milion a annezidi e Mec’hiko a-benn ar bloavezh 2000. Neuze e oa bet krouet Kuzul Broadel ar Boblañs gant ar gouarnamant kevreadel, ha lakaet da gefridi dezhañ sevel politikerezhioù da gontrollañ ar genel ha kas da benn studiadennoù war boblañs ar vro. Efedus e oa bet an darbaroù-se ha koazhañ en doa graet feur kreskiñ ar boblañs betek 1,6% etre 1995 ha 2000. E 2005 e oa 103 milion a annezidi e Mec’hiko.

Tremen a reas an hoali eus 36 vloaz e 1895 da 75 vloaz e 2005. Setu ez istimer emañ Mec’hiko o paouez kregiñ gant prantad diwezhañ an tremen poblañsouriezhel. Evit gwir, ar feur gouennañ n’eo ken nemet 2,45 bugel dre vaouez, ha feur mervel ar vugale zo 20,91 marv evit 1000 ganedigezh.

Feur kreskiñ ar boblañs (sifroù 2005)

Rak evit ar wech e vez negativel ar ventel enbroañ-divroañ, ha sevel a ra da ouzhpenn 450 000 Mec’hikan ar bloaz. Ar Stadoù-Unanet a chom an termen kentañ.

Ha pa vefe yaouank poblañs Mec’hiko hiziv an deiz (n’eus nemet 5,6% eus ar boblañs en tu-hont da 65 bloaz) ez eo krog ar boblañs da goshaat ha buanaat a ray an dra-se er bloavezhioù a zeu.

Divaeziañ ha kêriekaat[kemmañ]

Pennad dre ar munud : Kêrioù Mec’hiko

Gwel eus kêr Vec’hiko
An dek kêr pennañ
Kêr Pob. (2000)
Mexico (DF-Méx-Hgo) 19.231.829
Guadalajara (Jal) 4.095.853
Monterrey (NL) 3.664.331
Puebla-Tlaxcala (Pue-Tlax) 2.109.049
Toluca de Lerdo (Méx) 1.610.786
Tijuana (BC) 1.484.005
León (Gto) 1.425.210
Ciudad Juárez (Chih) 1.313.338
Torreón (Coah-Dgo) 1.110.890
San Luis Potosí (SLP) 957.753

E penn kentañ ar c’hantved e veve 90% eus an dud war ar maez. E niveradeg 1960 e teuas poblañs ar c’hêrioù da vezañ ar muiañ-niver evit ar wech kentañ gant 50,6% eus poblañs Mec’hiko o vevañ e kêrioù bras pe vrasoc’h. An dregantad a dud a oa o chom en o stad c’henidik e 1895 a oa 96,6%, goude ma oa 80% eus ar Vec’hikaned o chom en ur Stad estreget an hini ma oant bet ganet e 1950.Dre ar sifroù-se e c’haller meizañ anadenn an diorren greantel e kêrioù Mec’hiko hag an divaeziañ zo liammet outañ. Hiziv an deiz e kendalc’h ar Vec’hikaned da vezañ prest da zilojañ e diabarzh ar vro, dreist-holl eus an eil kêr d’eben. Koulskoude e c’haller lavaret eo echu da vat an divaeziañ a-vern a oa bet en dekvloaziadoù kent.

Ar Stadoù zo ennañ al lodenn vrasañ eus poblañs Mec’hiko eo an distrig kevreadel ha Stadoù Mec’hiko, Jalisco, Nuevo Leon, Puebla ha Veracruz. Er c’hontrol, ar re enno an nebeutañ a dud eo Campeche, Baja California Sur ha Quintana Roo. En div Stad diwezhañ-mañ avat emañ ar feurioù kreskiñ e-touez re uhelañ ar vro abalamour da ziorroadur an touristerezh e kêrioù evel Cancun, zo enni 50% eus poblañs Quintana Roo, pe Los Cabos ha La Paz, zo deuet da vezañ un eldorado evit an Amerikaned.

E kêr Vec’hiko ez eus tolpet 18 396 677 a dud (sifroù 2000), ar pezh a ra anezhi brasañ kêr ar bed. Guadalajara ha Monterrey eo 2l ha 3e brasañ kêr ar vro a-getep, dezho ouzhpenn 3 milion a annezidi.

Torfedoù, dramm ha paourentez[kemmañ]

Hervez ar Bank Bed eo pignet Mec’hiko en 12vet plas war skeul galloudoù armerzhel ar bed. E 2005 e oa bet roet un FDD a 0,814 da Vec’hiko gant Programm ar Broadoù Unanet evit an Diorren (PBUD). Gant se emañ en 53e renk er bed, hag e rummad ar broioù ma’z eo uhel an diorren denel (FDD > 0,8).

Padal ez eus diforc’hioù gounidoù bras etre ar re binvidik hag ar re baour. Kalz e ra ar blegenn-mañ evit feur uhel an torfedoù[5] e kêr Vec’hiko. Gant ar goubrenerezh e meur a live er polis hag er melestradur n’en deus ket gallet ar stourm enep an torfedoù ober berzh. Disheñvel-bras eo ar jeu er peurrest eus ar vro avat. Brudet eo ar Vec’hikaned evit bezañ tud onest ha servijus.

Goubrenerezh ar polis hag ar soudarded zo unan eus kudennoù pennañ Mec’hiko. Arc’hantet e vez ar c’harteloù mec’hikan gant marc’had gounidus an dramm hag an divroañ e-maez lezenn war-du ar Stadoù-Unanet. Ganto e vez pourchaset ouzhpenn an hanter eus ar metamfetamin a vez prenet er Stadoù-Unanet. Roet ez eus bet lañs d’ur stourmad bras gant ar gouarnamant kevreadel evit gwellaat ar surentez ha stourm ouzh an torfedoù frammet dre ober gant an teknologiezhioù nevez. Enfredet eo bet maer kozh New-York zoken, Rudolph Giuliani, brudet an tamm anezhañ evit e daolioù-kaer enep an torfedoù e kêr-benn armerzhel ar Stadoù-Unanet, evit adober e gur e kêr Vec’hiko. Dre vras e c’haller lavaret n’eo ket gwall c’houbrenet ar polis kevreadel (kevatal d’an archeriezh). Kresket kalz eo bet goproù ar bolised hag uheloc’h eo o live deskadurezh eget er polisoù all.

Ur gêr zibar e chom kêr Vec’hiko. Eno e vez etre 2000 ha 3000 torfed ar bloaz. 600 eus an torfedoù-se hepken a vez diskuliet d’ar polis. Daoust da se n’eo ket ken uhel niver ar muntroù hag a vije lezet da grediñ gant sifroù an torfedoù. Well-wazh e vez e kêr Vec’hiko 2,5 muntr bemdez, ar pezh n’eo ket kalz e-skoaz an niver a annezidi (war-dro 20 milion). E Washington, da skouer, eo 5 gwech uheloc’h ar feur torfedoù dre annezad.

Henvroidi ha divroerezh[kemmañ]

Dasparzh kenelel
Strolladoù henvroidi pennañ e Mec’hiko
Strollad Poblañs
Náhuatl 2.445.969
Maya 1.475.575
Zapoteco 777.253
Mixteco 726.601
Otomí 646.875
Totonaca 411.266
Tzotzil 406.962
Tzeltal 384.074
Mazahua 326.660
Mazateco 305.836
Mammenn: CDI (2000) [6]

Mec’hiko he deus un tammig muioc’h eget 106 milion a annezidi. Ar vro spagnoleger pobletañ eo dirak Spagn, hag an 3e bro pobletañ e kevandir Amerika war-lerc’h ar Stadoù-Unanet ha Brazil. Unnekvet bro pobletañ ar bed eo war-lerc’h Sina, India, ar Stadoù-Unanet, Indonezia, Brazil, Pakistan, Bangladesh, Rusia, Nigeria ha Japan.

Tremenet e oa dregantad an dud a gomz yezhoù hengounel (an dezverk nemetañ gant INEGI evit merkañ an henvroidi) eus 17% e 1895 da 7% hepken e 2000. E-keñver an niver anezho avat, e oa bet ur c’hresk eus 1 milion e 1895 da 7 milion e 2000. A-unan emañ an arbennigourien[7] evit lavaret ez eus kentoc’h 12,7 milion a henvroidi e Mec’hiko, ganto ur yezh hengounel pe get. Betek 1980 e tivroe an henvroidi war-du ar c’hêrioù bras tost d’al lec’h ma oant bet ganet, met adalek ar bloavezhioù 1990 ez aent a-zruilh war-du ar Stadoù-Unanet.

Ar Stadoù-Unanet eo ar vro ma vev ar muiañ a Vec’hikaned war-lerc’h Mec’hiko. Lavaret a reer eo Los Angeles, brasañ kêr Kalifornia anezhi, an eil kêr vec’hikan e-keñver ar boblañs rak an niver a enbroidi hag a ziskennidi eus Mec’hikaned eno zo en tu-hont d’ar 4 milion a dud zo o chom e Guadalajara, eil kêr Mec’hiko. Mec’hikaned zo bet en tu all d’ar Río Grande kerkent ha destaget tachennadoù mec’hikan bras-divent gant ar Stadoù-Unanet. Evel-se e oa en em gavet un toullad Mec’hikaned war an tiriad amerikan, ha dalc’het o doa d’o boazioù ha d’o yezh. Stad Mec’hiko-Nevez a ziskouez mat an dra-se. D’an dud-se e ranker ouzhpennañ niver bras ar braceros aet da vevañ d’ar Stadoù-Unanet, evit ur mare hepken a-wechoù, da-heul un emglev labour etre gouarnamantoù Washington ha Mexico. Aet eo enkadennoù armerzhel diwezhañ Mec’hiko a-du gant an divroañ war-du an norzh hag istimañ a reer e oa tost 38 milion a Vec’hikaned pe a ziskennidi eus Mec’hikaned o vevañ er Stadoù-Unanet e penn kentañ an XXvet kantved. E Kalifornia, e Texas pe e Mec’hiko-Nevez emañ an darn vrasañ eus ar re-se. En Europa ez eus ivez kumuniezhoù bras a Vec’hikaned, e Spagn, en Alamagn, e Frañs hag er Rouantelezh Unanet peurgetket.

Deskadurezh[kemmañ]

Pennad dre ar munud : Roll skolioù-meur Mec’hiko

Araokadennoù bras zo bet graet gant Mec’hiko war dachenn an deskadurezh e-pad an ugent bloavezhioù diwezhañ. E 2004 e ouie 92,2% eus an dud lenn ha skrivañ, ha 96% e oa ar feur evit ar re yaouank 15-24 bloaz. Digoust ha ret eo an deskadurezh kentañ hag eil derez (9 bloaz). Abaoe ar bloavezhioù 1960 ez eus meur a brogramm deskadurezh divyezhek evit ar c’humuniezhoù henvroidi met lañs zo bet roet dezho dreist-holl abaoe an adreizh bonreizhel e fin ar bloavezhioù 1990 gant levrioù skol skrivet en un daouzek yezh henvroat bennak. Hiziv an deiz eo divyezhek an darn vrasañ eus an henvroidi.

E 1970 e oa bet Mec’hiko ar vro gentañ o tiazezañ ur reizhiad pellgelennerezh. Graet e vez telesecundarias eus ar skolioù a implij ar reizhiad-se. Skignet eo bet ar reizhiad-se e lod broioù eus kreiz Amerika, e Kolombia hag e stadoù zo e su ar Stadoù-Unanet zoken.

An div skol-veur bublik mec’hikan anavezetañ eoSkol-veur Vroadel Emren Mec’hiko (UNAM)[8], bet fontet e 1551, hag an Ensavadur Liesteknik Broadel (IPN). Brudet-kaer int o-div en Amerika latin a-bezh. Hiziv an deiz, lod skolioù-meur prevez zo ken brudet hag ar skolioù-meur publik, ha muioc’h c’hoazh a-wechoù. An teir skol-meur brevez pennañ brudet er bed a-bezh eo Ensavadur Teknologel Studioù Uhel Monterrey[9] (ITESM), Ensavadur Teknologel Emren Mec’hiko[10] (ITAM) hag ar Skol-veur Iberamerikan[11]. Ar skolioù-meur-se o deus kresket kalz ha skoulmet o deus darempredoù gant ar skolioù-meur estren brudetañ.

Sevenadur[kemmañ]

Pennad dre ar munud : Sevenadur Mec'hiko

Yezhoù broadel[kemmañ]

Pennad dre ar munud : ar yezhoù maya

Skritur Maya
Yezhoù henvroat pennañ[12]
Mapa de lenguas de México + 100 000fr.png
Yezh Niver a dud
Náhuatl 1.659.029
Maya (yukatek) 892.723
Miksteg (Tu’un sávi) 510.801
Zapoteg (Binizaa) 505.992
Tzotzil (Batsil k’op) 356.349
Tzeltal (K’op o winik atel) 336.448
Otomí (Hñä hñü) 327.319
Totonaco (Tachihuiin) 271.847
Mazateg (Ha shuta enima) 246.198
Huaksteg (Téenek) 173.233

Lezenn ar Gwirioù Yezhel e 2001 he doa roet ar statud a yezhoù broadel d’ar spagnoleg ha da dremen 60 yezh henvroat komzet gant 7% eus ar boblañs. Daoust ma n’eus diklêriadur ebet er vonreizh a gement a rafe eus ar spagnoleg ar yezh ofisiel ez eo honnezh a vez implijet en holl deulioù ofisiel ha komzet gant an holl Vec’hikaned pe dost. Komzet e vez ar yezhoù henvroat gant tremen 6 milion a dud a vev e gevred Mec’hiko betek Honduras. Sevel a ra an orin anezho da ouzhpenn pemp milved. Eus ar marevezh klasel (300-800 goude JK) d’an aloubadeg spagnol e oa bet skrivet darn eus ar yezhoù-se (maya klasel ar reter hag an nahuatl peurgetket) war savadurioù, podoù ha dornskridoù gant ur reizhiad skrivadur hieroglifek.

An div yezh henvroat komzetañ eo :

Pouezus e oa bet ar yezhoù henvroat a-hed istor ha sevenadurezh Mec’hiko. Da skouer, emañ orin anv ar vro er yezh nahuatl gant metztli (loar) ha xictli (begel). O-daou e talvezont kement ha « begel al loar ». An henvroidi a zistage mechiko (gant ur c’hwezhenn staon-kildent) ha skrivet e voe México gant ar Spagnoled, son al lizherenn x o vezañ emdroet war-lerc’h e spagnoleg. Gerioù spagnolek e-leizh zo a orin amerindian, da skouer :

  • cénote, ur puñs naturel en torosadoù razek (diwar ar maya dz'onot, tremenet e galleg) ;
  • tlapalería, stal rikoù bitellat (diwar an nahuatl tlapalli hag an dibenn-ger -ería}}) ;
  • tianguis, marc’had digor (diwar an nahuatl tianquiztli) ;

Hep kontañ produioù niverus an eskemm kolombian.

Relijion[kemmañ]

Gwerc’hez Guadalupe
Iliz-veur kêr Vec’hiko
  • Dasparzh ar boblañs dre gredennoù

Ar muiañ-niver eus ar Vec’hikaned (89%) zo katolik ha 6% zo protestanted, e kêr Vec’hiko dreist-holl. Abaoe kantvedoù emañ ar yuzevegezh e Mec’hiko. Hiziv an deiz e konter etre 45 000 ha 60 000 a yuzevien e Mec’hiko. Bihan eo an niver a vuzulmaned ha kavet e vezont dreist-holl e kumuniezhoù an enbroidi eus broioù muzulman. Un niver bihan a henvroidi eus Chiapas zo troet ouzh an islam. E 1991 e paouezas hengoun enepkloer ar vro pa voe daskemmet ar vonreizh a-benn reiñ ur statud lezennel d’an ensavadurioù relijiel, hag aotren ar skolioù-parrez peurgetket.

  • Gwerc’hez Guadalupe

Gwerc’hez Guadalupe eo patromez Mec’hiko. Ur gwir gehelerezh zo eviti e Mec’hiko evel e kalz broioù eus Amerika latin. Hervez an denoniour Eric R. Wolf eo Gwerc’hez Guadalupe un arouez hag a liamm ar familh, ar politikerezh hag ar relijion, amzer dremenet an trevadenniñ hag an amzer vremañ, gant perzhioù henvroat, spagnol ha mec’hikan.[13] Ur benniliz vodern zo bet savet gant ar Vec’hikaned da enoriñ anezhi tost d’al lec’h ma oa en em ziskouezet. 14 milion a weladennerien a vez degemeret er monumant katolik-se bep bloaz.

En em astenn a ra ar virvidigezh relijius-se e broioù all eus Amerika latin, er S-U hag e Frañs zoken. D’an 12 a viz Kerzu (deiz he gouel) e kan ar mariachioù en iliz-veur Pariz ma’z eus bet profet un eiladur eus delwenn ar Werc’hez.

Sport[kemmañ]

Stad olimpek Ciudad Universitaria, er su da gêr Vec’hiko

Degemeret e oa bet ar C’hoarioù Olimpek gant Mec’hiko dija, e 1968, ha div wech kib vell-droad ar bed, e 1970 hag e 1986.

Ar sport broadel hengounel zo ur sport war varc’h e anv charrería, met an hini poblekañ eo ar vell-droad, diaraoget gant ar baseball en aod atlantel. Ar skipailhoù mell-droad pennañ eo Las águilas del América, Las Chivas rayadas de Guadalajara, Los Cementeros del Cruz Azul ha Los Pumas de la UNAM .

Gastronomiezh[kemmañ]

Pennad dre ar munud : keginerezh Mec’hiko

Tacos
Ar chaousoù ruz ha gwer, a-liv gant ar banniel, a gaver e pep lec’h er pretioù mec’hikan

Pinvidik ha liesseurt-kaer eo ar c’heginerezh mec’hikan, hag ur bern spisoù a gaver ennañ. En amzer an alouberezh spagnol emañ e orin, daoust m’eo bet levezonet gant an henvroidi. Diouzh un tu e kaver ar maiz, ar pimant, ar fav ruz, ar c’houlourdrennoù, an avoukez, ar patatez dous, an tomatez, ar c’hakao, ar vanilha, ar yer-Indez hag ur bern frouezh ha spisoù eus ar bed nevez a vefe re hir renabliñ amañ. Heñvel dra, lod tunioù keginañ implijet c’hoazh hiziv an deiz a gav o orin gant ar pobloù rakspagnek, evel nikstamalañ ar miz pe ar malañ war molcajete (ur mortez hengounel). Diouzh an tu all, ar Spagnoled a zegasas kig al loened doñvaet er bed kozh evel ar moc’h, ar bevin hag ar c’hig-yar, met ivez ar pebr, ar sukr, al laezh hag e zeveradoù, an ed, hag ar riz, an aouravaloù ha lies aozenn a ya d’ober hiziv an deiz ul lodenn vat eus boued ar Vec’hikaned.

Diwar teuzidigezh daou hengoun koshoc’h eget mil bloaz e teuas war wel ar pozole, ar mole hag an tamaloù evel m’emaint bremañ, ar chokolad, lies seurt bara, an tacos hag un dibab bras a voued-polikan mec’hikan (antojitos).Hag ivez evajoù evel an atole, ar champurrado, ar chokolad dre laezh hag an evajoù distan saouret gant frouezh. Dibennoù-pred ivez evel an asitron hag un dibab klok a vadigoù strinkennet, ar rompope, ar c’hajeta, ar jericaya hag un toullad traoù lipous fardet er c’houentoù e pep lec’h er vro.

Arzoù[kemmañ]

Frida Kahlo ha Diego Rivera
  • Frida Kahlo e voe unan eus brasañ livourezed Mec’hiko. En he livadurioù e kaver daveoù niverus da sevenadurioù henvroat Mec’hiko. Ur meskad realouriezh, arouezouriezh ha dreistrealouriezh eo he stil. Pried un arzour mec’hikan bras all e voe : Diego Rivera. Ur gomunourez kendrec’het e oa, ha reiñ a reas bod da dTrotsky e-pad e harlu e Mec’hiko.
  • Diego Rivera: unan eus levierien al luskad kubour e Mec’hiko. Ur c’homunour kendrec’het e oa, ha gwelet a rae er freskennoù-moger bras un doare da lakaat an arz tost d’ar bobl.
  • Luis Barragán: un tisavour anavezet er bed a-bezh zo anezhañ, peurgetket dre ar priz Pritzker tapet gantañ e 1980. Reiñ a ra danvez d’al luskad modern en disavouriezh vec’hikan.
  • José Clemente Orozco: livour war vur a c’haller gwelet e oberennoù war un toullad savadurioù mec’hikan eus ar re vrudetañ. Da istor Mec’hiko e tenn peurliesañ e livadurioù.


Sonerezh[kemmañ]

Ar ger mariachi a verk war un dro ur seurt strollad seniñ a orin eus Mec’hiko, ar stil sonerezh c’hoariet gantañ, hag ur sevenadur muzikel. Ur strollad mariachi a ya d’e ober div violin da nebeutañ, div drompilh, ur gitar, ur vihuela hag ur gitarron. E strolladoù zo ez eus meur a zek soner. A orin eus Stad Jalisco eo ar mariachioù.

Strolladoù pe sonerien amerikan e-leizh zo bet levezonet gant ar sonerezh mec’hikan : Flaco Jimenez, Los Lobos

E-touez ar stiloù sonerezh hag an dañsoù poblek e c’haller menegiñ ar banda (en norzh) hag ar salsa (er peurrest eus ar vro).

Deizioù gouel[kemmañ]

Pennad dre ar munud : Gouelioù Mec’hiko

delwenn folklorel (Catrina)
  • Deizioù gouel ofisiel
    • 1 a viz Genver : Deiz kentañ ar bloaz
    • 5 a viz C’hwevrer : Deiz ar Vonreizh
    • 21 a viz Meurzh : Natalicio Benito Juárez
    • 1 a viz Mae : Gouel al labour
    • 16 a viz Gwengolo : Deiz-ha-bloaz dizalc’hiezh Mec’hiko
    • 20 a viz Du : Deiz-ha-bloaz an dispac’h mec’hikan
    • 1 a viz Kerzu : Deiz ar Prezidant (bep c’hwec’h vloaz)
    • 25 a viz Kerzu : Nedeleg
  • Gouelioù all
    • 24 a viz C’hwevrer : Deiz ar banniel mec’hikan
    • 5 a viz Mae : Deiz trec’h Puebla (Lidañ a ra ar Vec’hikaned an trec’h enep an armeoù gall e Puebla de los Angeles hag a viras ouzh ar Frañsizien da vont pelloc’h gant o hent war-du Mec’hiko d’ar 5 a viz Mae 1862)
    • 12 a viz Here : Deiz ar ouenn (lidadur dizoloidigezh Amerika ha mesk ar pobloù)
    • 2 a viz Du : Gouel ar re varv (gouel mec’hikan dibar ; da-geñver ar gouel-se ez a ar Vec’hikaned d’ar beredoù da lidañ o re varv. Kinklañ a reont ar bezioù, kas boued ganto ha c’hoari sonerezh. Mec’hiko eo ar vro nemeti er bed he devez un darempred festus gant ar marv ha na vez ket gwelet war an tu fall evel e kevredigezhioù ar c’hornôg. Ur bern traezoù artizanel a daolenn ar marv)
    • 12 a viz Kerzu : Gouel Gwerc’hez Guadalupe

Touristerezh[kemmañ]

Lec’hiennoù rummet e glad bedel UNESCO

Daveoù[kemmañ]

  1. N'eus yezh ofisiel ebet meneget er vonreizh. Gant Lezenn Veur ar Gwirioù Yezh evit an henbobloù eo degemeret an holl yezhoù amerindian e-lec'h ma vezont kaozeet, koulz hag ar spagnoleg. Lakaet int da "yezh vroadel" gant "kendalvoudegezh" gant ar spagnoleg en tachennoù ma reer ganto.
  2. Meksik e Geriadur Hemon-Huon e 1974 ha 1978, Mec'hiko e 2005.


Levrlennadur, liammoù diavaez ha kazetennoù[kemmañ]

Levrlennadur erbedet[kemmañ]

Holloueziadurioù
  • Enciclopedia de México. Enciclopedia de México, 1977.
  • Historia de México. México D.F.: Salvat, 1978.
  • México a través de los siglos. Coyoacán: Cumbre, 1985. XXIII edición.
  • Todo México. Enciclopedia de México, 1985.
Douaroniezh
  • Ayllón Torres, Teresa. México: sus recursos naturales y su población. México: Limusa, 1990.
  • Beltrami, Giacomo Costantino. México. Querétaro: Francisco Frías.
  • Cosío Villegas, Daniel (coordinador). Historia General de México. El Colegio de México, 1981.
  • Cosío Villegas, Daniel. Historia Moderna de México. México, D.F.: Hermes, 1973-1984.
  • D’arpi, Mario. México. Bergamo: Instituto Italiano d’arti grafiche, 1924.
  • Pérez Montfort, Ricardo. Estampas de Nacionalismo Popular Mexicano. México: Centro de Investigaciones en Estudios Superiores en Antropología Social (CIESAS), 1994.
  • Rezedowski, Jerzy. Vegetación de México. México: Limusa, 1978.
  • St. Louis, Mo. México. Secondand Arsenal: Aeronautical Chart and Information Center, 1965.
Istor
  • Bernal, Ignacio. Kuize Geschichte Mexikos. Editorial Koln, 1974.
  • Hale, Susan. México. Nueva York: Putnam’s, 1906.
  • Quirarte, Martín. Visión panorámica de la historia de México. Editorial Porrúa, 1976.
  • Solana, Fernando y otros. Historia de la Educación Pública en México. México, D.F.: Fondo de Cultura Económica, 1981.
Besrouantelezh Spagn-Nevez
  • Arcila Farias, Eduardo. El siglo ilustrado en América. Reformas económicas del siglo XVIII en Nueva España. México, D. F., 1974.
  • Calderón Quijano, José Antonio. Los Virreyes de Nueva España durante el reinado de Carlos III. Sevilla, 1967-1968.
  • Céspedes del Castillo, Guillermo. América Hispánica (1492-1898). Barcelona: Labor, 1985.
  • Hernández Sánchez-Barba, Mario. Historia de América. Madrid: Alhambra, 1981.
  • Konetzke, Richard. América Latina. La época colonial. Madrid: Siglo XXI de España, 1976.
  • Navarro García, Luis. Hispanoamérica en el siglo XVIII. Sevilla: Universidad de Sevilla, 1975.
  • Pérez-Mallaína, Pablo Emilio y otros. Historia Moderna. Madrid: Cátedra, 1992.
  • Ramos Pérez, Demetrio y otros. América en el siglo XVII. Madrid: Rialp, 1982-1989.
  • Ramos Pérez, Demetrio y otros. América en el siglo XVIII. Madrid: Rialp, 1982-1989.
  • Rubio Mañé, Ignacio. Introducción al estudio de los virreyes de Nueva España, 1535-1746. México, D. F., 2ª ed., 1983.
Dispac’h mec’hikan
  • Cockcroft, James D. Precursores intelectuales de la Revolución Mexicana. México, D. F.: Siglo XXI Editores, 6ª ed., 1980.
  • Córdoba, Arnaldo. La ideología de la revolución mexicana. México, D. F., 1974.
  • Cumberland, Charles. Madero y la revolución mexicana. México, D. F.: Siglo XXI, 1977.
  • Mayer, Jean. La Revolución Mexicana. 1910-1940. Barcelona: Dopesa, 1972.
  • Roeder, Ralph. Hacia el México moderno. Porfirio Díaz. México, D. F.: Fondo de Cultura Económica, 1973.
  • Vives, Pedro A. Pancho Villa. Madrid: Historia 16 y Quorum, 1987.
  • Womack, John. Zapata y la revolución mexicana. México, D. F.: Siglo XXI Editores, 14ª ed., 1985.
Armerzh
  • Ángeles, Luis. La reforma del Estado. México, D.F.: PRI; IEPES, 1990.
  • Bosch García, Carlos. Historia de las relaciones entre México y los Estados Unidos 1819-1848. México: Secretaría de Relaciones Exteriores, 1985.
  • Georges Fauriol. México. Washington D.C.: Center for Strategic & International Studes George town University, 1983.
  • Green, Rosario. La deuda externa de México. México: Secretaría de Relaciones Exteriores; Nueva Imagen, 1988.
  • Green, Rosario. Nuevo entorno internacional. México, D.F.: PRI; IEPES, 1990.
  • Ibarra, Carlos M. Economía política mexicana. Puebla: Linotipográfica Económica, 1940.
  • Interpretaciones sobre el sistema político mexicano. México: PRI; IEPES, 1990.
  • La apertura de México al pacífico. México: Secretaría de Relaciones Exteriores, 1990.
  • La constitución mexicana, rectoría del Estado y economía mixta. Editorial Porrúa 1985.
  • López Gallo, Manuel. Economía y política en la historia de México. México D.F.: Grijalbo, 1967.
  • México en la década de los 90. Banco Nacional de México, Estudios Económicos y Sociales, 1993.
  • Política exterior de México. México: Secretaría de Relaciones Exteriores, 1989.
  • Tello, Carlos. La política económica en México. Siglo XXI Editores, 1979.
  • Tena Ramírez, Felipe. Leyes fundamentales de México, 1808-1964. Editorial Porrúa, 1964.
  • Toribio, Lucio. Economía actuarial en las empresas industriales. Editorial CEMEX, 2005-2006.
Danvezioù all
  • Agricultura en Tabasco. Higuera Bonfil, Antonio; Campos Solano y María del Rayo A. Antropología social de la economía en el sureste de México. Tlalpan: C.I.E.S.A.S. del Sureste, 1985.
  • México en la literatura. Michener, James Albert. México. Madrid: Espasa Calpe, 1994.

Liammoù diavaez[kemmañ]

Beajoù (lec’hiennoù ofisiel)
Beajoù (lec’hiennoù all)
Traoù all
Politikerezh
Armerzh
Trafik drammoù

Kazetennoù[kemmañ]

Kazetennoù pennañ
Kazetennoù pouezus all
Kazetennoù lec’hel