Diego Rivera

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
Diego Rivera ha Frida Kahlo e 1932
Poltred Diego Rivera livet gant Modigliani

Diego Rivera (8 a viz Kerzu 1886 e Guanajuato - 24 a viz Du 1957 e San Ángel) a oa ul livour eus Mec'hiko en XXvet kantved, pried d'al livourez Frida Kahlo. Brudet eo e vurlivadurioù.

[kemmañ] E vuhez

E 1907 ez eas da v-Barcelona, hag ac'haleno da b-Paris da labourat gant arzourien all eus karter Montparnasse. Mignon e oa d'an italian Modigliani, a reas e boltred en 1914.

N'eo ket ur vuhez sioul a renas e Paris. E-pad c'hwec'h vloaz e vevas gant al livourez Marie Vorobieff (Marevna), hag e timezas da Angelina Beloff. Ur mab o doe hag a varvas en e vugaleaj. Meur a vugel all en doe gant maouezed all, met ne reas ket war o zro.

E pen kentañ ar bloavezhioù 1920 e tistroas da Vec'hiko, ha kemer a reas perzh en obererezh an tu-kleiz pellañ. Ober a reas neuze e gentañ murlivadurioù ma weled pobl Mec'hiko o c'houzañv dindan ar wask . Livañ kalz a reas, hag alies a-enep an iliz hag ar veleien. Mervel a eure Frida Kahlo en 1954. Rivera a dapas ur c'hrign-bev, a varvas e 1957. Beziet e voe er Panteón de Dolores e Mec'hiko .


[kemmañ] Lennadurezh

  • Frida Kahlo, les ailes froissées gant Pierre Clavilier, Editions du Jasmin, 2006
  • Diego et Frida gant J-M Clézio - Folio - 1995 - ISBN : 2070389448

[kemmañ] Liammoù diavaez

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.