Dinosaor

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Dinosauria
DMSN dinosaurs.jpg
Relegoù 'Allosaurus ha Stegosaurus e Mirdi roueel Ontario
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Isskourad : Vertebrata
Kevrennad : Sauropsida
Iskevrennad : Diapsida
Dangevrennad : Archosauromorpha
Dreisturzhiad
Dinosauria Owen, 1842
Kladoù izeloc'h
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png

An dinosaored (Dinosauria) zo loened eus strollad ar Sauropsida. Ar strollad-se, dezhañ ur memes hendad (unlignezek pe monofiletek), a vod ar "stlejviled" hag an evned (Aves). Kalz spesadoù dinosaored a oa, liesseurt ha disheñvel-kenañ an eil re diouzh ar re all. Bevañ a reas ar re vrudetañ adalek diwezh an Triaseg (-220 milion a vloavezhioù) betek fin ar C'hretase (-65 milion a vloavezhioù) e-pad an oadvezh Mezozoeg pe eil hoalad. Dizoloadennoù graet nevez zo a laka da soñjal e vije anezho abaoe an Triaseg kreiz pe an Triaseg izelañ, da lâret eo etre -220 ha -250 milion a vloavezhioù, pe zoken adalek ar permian. Trevadennet eo bet an holl gevandiroù gant an dinosaored abalamour ma ne oa ket dispartiet c'hoazh ar c'hevandir nemetañ Pangea da vare an Triaseg, ha ma'z int en em strewet dre-holl d'ar mare-se hep kaout ezhomm da dreuziñ mor ebet.

Aet eo da get an holl zinosaored war-bouez an evned abred pe abretoc'h e-kerzh ar Mezozoeg hag e-pad enkadenn ar C'hretase hag an trede hoalad (anvet ivez enkadenn K-T) ez eo aet da netra an dinosaored a veve da vare ar C'hretase uhelañ.[1][2]

Kinniget e oa an anv dinosaor gant ar paleontologour Richard Owen e miz Ebrel 1842. Savet eo diwar an henc'hresianeg saura : « glazard, stlejvil », ha deinos : « spontus, braouac'hus » abalamour ma oa bras-kenañ (en tu all da 15 m) ar pep brasañ eus an dinosaored bet dizoloet gantañ. Daoust d'an dra-se e c'halle an dinosaored bezañ bihan-kenañ o ment (un nebeud santimetroù). Kerkent ha kreiz an XIXvet kantved ha betek ar bloavezhioù 1970, an dinosaored a veze gwelet gant ar skiantourien evel loened yen o gwad, dizampart ha goustad, aet da get abalamour d'o sotoni. Ar paleontologour amerikan John Ostrom, e 1969, a roas lañs da « azginivelezh an dinosaored » en deus sachet evezh ur bern tud war studi an dinosaored, a voe gwelet adalek neuze evel loened oberiant, endotermek gant emzalc'hioù kevredigezhel kemplezh.

Abaoe ma oa anavezet ar c'hentañ dinosaor, en naontekvet kantved, o deus sachet an dinosaored ur bern tud er mirdioù e pep lec'h war an Douar, da welet ar relegoù adsavet eno. Plijout a reont kenañ d'ar vugale koulz ha d'an dud deuet. Deuet int da vezañ ul lodenn eus sevenadur pobl an XXvet hag an XXIvet kantved hag o c'havout a reer taolennet e levrioù hag e filmoù stank-kenañ. Danvez pennañ eus levrioù ha filmoù brudet ez int, evel Jurassic Park pe Oadvezh ar skorn ha kaoz a vez ingal eus an dizoloadennoù nevez diwar o fenn er mediaoù.

Alies e vez implijet ar ger dinosaor war ar pemdez evit komz eus stlejviled all eus ar ragistor, evel an Dimetrodoned, ar pterosaored askellek hag an ichthiosaored, plesiosaored ha mosasaored, daoust ma ne oant ket dinosaored tamm ebet.

Termenadur a-vremañ[kemmañ]

Relegenn Triceratops e Mirdi amerikan Istor naturel New York.

Hervez ar renkadur filogenetek e vez termenet an dinosaored evel strollad diskennidi an hendad nevesañ boutin d'an Triceratops ha d'an evned a-vremañ[3]. Lavaret eo bet ivez e c'hallfe bezañ termenet strollad an dinosaored evel diskennidi hendad nevesañ ar Megalosaurus hag an Iguanodon, abalamour ma'z int daou eus an tri spesad meneget gant Richard Owen p'en doa savet anv an dinosaored[4]. Gant an daou dermenadur avat en em gaver gant ar memes strollad loened anvet dinosaored. Savet eo bet an termenadurioù-se a-benn klotañ gant meizadoù ar skiantourien kent implij ar filogenetik a-vremañ. Kuit e vezer e-giz-se da zroukveskañ ar pezh a dalvez ar ger dinosaor.

Rummatadur an dinosaored a laka kemm etre div gladenn vras hervez morfologiezh lestr o c'horf : an Ornithischia hag ar Saurischia. An Ornithischia zo holl geotdebrerien rannet e tri strollad gant ar baleontologourien : an Ornithopoda a vod dinosaored daoudroadek peurliesañ, en o zouez an dinosaored o 'figos houad' (pe Hadrosauridae), ar Marginocephalia, en o zouez an dinosaored gant gouzougennoù pe tokoù eskern war lein o fenn (Ar Ceratopsia hag ar Pachycephalosauria), hag erfin an Thyreophora a oa dinosaored pevarzroadek gant « harnezioù », pikoù ha plakennoù eskern war o c'hein hag o lost (an Ankylosauria hag ar Stegosauria). Ar Saurischia zo rannet e div gladenn disheñvel-mat, an Theropoda a vod dinosaored daoudroadek zo kigdebrerien anezhe peurliesañ hag an dinosaored pluñvek : an evned, hag ar Sauropodomorpha, loened pevarzroadek peurliesañ ha bras-kenañ o ment, dezho gouzougoù hir, ur penn bihan hag ul lost hir.

Emglev zo etre hogos an holl baleontologourien da lâret e tiskenn an evned diouzh an dinosaored theropoda. Pa implijer an termenadur kladistek rik a lavar e ranker lakaat holl ziskennidi ur memes hendad boutin er memes strollad evit ma vefe savet ar strollad e-giz ma tere, dinosaored eo an evned ha n'eo ket aet an dinosaored da get eta. Renket e vez an evned gant ar pep brasañ eus ar baleontologourien en isstrollad ar Maniraptora, anezho Coelurosauria, da lâret eo theropoda, zo ivez saurischia, dinosaured anezho[5].

Hervez an doare kladistek da welet an traoù, dinosaored eo al lapoused eta ; er yezh pemdez avat, ne vez ket anv eus al laboused pa gomzer eus « dinosaored ». A-benn bezañ sklaeroc'h e vo implijet ar ger « dinosaor » er pennad-mañ evel heñvelster « dinosaor n'eo ket un evn ». Implijet e vo « dinosaor n'eo ket un evn » pa vo ezhomm pouezañ war ar fed-mañ. Reizh eo en un doare teknek evel-just sellet ouzh an dinosaored evel ur strollad disheñvel pa implijer renkadur Linné, ar reizhiad koshañ evit renkadur skiantel ar spesadoù, a zegemer taksonoù parafiletek na endalc'hont ket holl ziskennidi ur memes hendad.

Dinosaored ha ragistor[kemmañ]

Gaou eo lavaret ez eo an dinosaored loened ragistorel. Ar ger ragistor a dalvez da envel ar prantad a ya eus anadur Mab-Den d'ar c'hentañ skridoù. Hervez an termenadurioù resis a vez implijet e krog ar ragistor 5 milion a vloavezhioù zo. An dinosaored n'int ket laboused avat zo aet da get 65 milion a vloavezhioù zo. N'o deus ket bevet eta e-pad ar ragistor ha Hominida ebet ne'n em gavas gant unan anezhe. Loened eus an Eil hoalad, pe Mezozoeg int, ket loened ragistorel.


Deskrivadur[kemmañ]

Ment[kemmañ]

Skeudenn da geñveriañ ment un Diplodocus hag hini un den.

Diouzh ar c'harrekaennoù dizoloet e c'haller lavaret e oa ur strollad loened bras eus an dinosaored daoust ma cheñchas o ment etre e-pad an Triaseg, ar Juraseg hag ar c'hretase[6]. Diouzh ar paleontologour Bill Erickson, emañ keidenn o fouez etre 9 kg ha 5 tonenn. Ur studiadenn nevez diwar-benn 63 genad dinosaored en deus roet ur geidenn a 850 kg (ur pouez a c'haller keñveriañ ouzh hini ur grizzli) hag ur pouez etre eus tost div donenn, da lâret eo kement hag ur jirafenn. Keidenn pouez ar bronneged diouzh he zu zo 863 gramm, da lâret eo hini ur c'hrigner bras. Brasoc'h e oa ar bihanañ dinosaored evit an div drederenn eus ar bronneged a-vremañ. Brasoc'h e oa ivez ar pep muiañ eus an dinosaored evit 98 % eus ar bronneged a-vremañ[7].

An dinosaored brasañ ha bihanañ[kemmañ]

Ment ur Sauroposeidon e-kichen hini un den.
Ment un Eoraptor e-kichen hini un den.
Pav Dinosaor er Royal Tyrrell Museum, en Alberta, Kanada

N'eus nemet ul lodenn vihan eus al loened marv a ya da garrekaennoù hag ul lodenn vihan hepken eus ar re a vez dizoloet zo klok. Eskern hepken a gaver peurliesañ. Ral-kenañ eo roudoù ar c'hroc'henoù pe ar gwiadennoù. Adsevel relegenn ur spesad o keñveriañ ment ha morfologiezh an eskern gant re ur spesad all zo un arz diresis, ha klask adsevel organoù ha kigennoù zo gwall ziaes. Ne ouiimp morse eta en un doare asur petra e oa ment an dinosaored brasañ ha bihanañ.

E-touez an dinosaored, ar sauropoda a oa loened bras-meubet, ar re vrasañ a oa brasoc'h evit an holl loened o deus bevet war an Douar abaoe. Bronneged ragistorel evel an Indricotherium pe ar mammout kolombian a oa korred en o c'hichen. N'eus ken un dornadig loened mor hiziv zo dehe tost ar memes ment pe unan brasoc'h, evel ar balum glas a bouez 180 tonenn hag a dizh 31 metr hirder d'ar muiañ.

Ar brasañ hag ar pounnerañ dinosaor anavet diwar relegoù klok pe dost eo Brachiosaurus brancai (anvet ivez Giraffatitan)[8]. 12 metr uhelder e oa, 22,5 metr hirder, ha pouezet en dije etre 30 ha 60 tonenn (un olifant afrikan, al loen brasañ a vev war an Douar hiziv, a bouez well-wazh 7,7 tonenn. An dinosaor hirañ en deus lezet ur garrekaenn glok eo an Diplodocus a oa 27 metr (Emañ e Pittsburgh, er Carnegie Natural History Museum, abaoe 1907).

Dinosaored brasoc'h a oa met ne chom anezhe ken un nebeud karrekaennoù diglok peurliesañ. An darn vrasañ anezhe a oa geotdebrerien dizoloet er bloavezhioù 1970 pe goude, en o zouez an Argentinosaurus, en dije tizhet etre 80 ha 100 tonenn. An hirañ anezhe holl, ar Supersaurus a oa 40 metr hag an hini brasañ, ar Sauroposeidon a oa 18 metr, en dije gallet tizhout ur prenest er 6vet solier !

Ment ar brasañ sauropoda anavet (hervez ar berrdresoù relegoù savet gant Scott Hartman ha Ken Carpenter) :
     Amphicoelias fragillimus
     Bruhathkayosaurus matleyi
     Sauroposeidon proteles
     Argentinosaurus huinculensis
     Diplodocus hallorum
     Supersaurus vivianae


Un dinosaor brasoc'h c'hoazh, an Amphicoelias fragillimus, anavet hepken dre un nebeud karrekaennoù melloù-kein dizoloet e 1878, a c'hallje bezañ tizhet 58 metr hirder ha 120 tonenn pouez[9]. An hini pounnerañ a c'hallje bezañ bet ar Bruhathkayosaurus, anavezet fall ha danvez breutadennoù etre an arbennigourien anezhañ c'hoazh, a vije bet dezhañ etre 175 ha 220 tonenn. Peurliesañ e lavarer hiziv ne oa ket en tu all da 139 tonenn, evit 34 metr hirder d'ar Bruhathkayosaurus matleyi.

Ar gigdebrerien vrasañ a oa ar Spinosaurused, dezho etre 16 ha 18 metr ha 9 zonenn[10]. Kigdebrerien vras all a oa ar Giganotosaurused, ar Mapusaurused, an Tyrannosaurus rex ha Carcharodontosaurus.

Pa ne gemerer ket e kont an evned a-vremañ evel an evned-kelien, an dinosaored bihanañ a oa dezhe ment ur vran pe ur penn-yar. An Theropoda Microraptor ha Parvicursor a oa nebeutoc'h evit 60 cm hirder dezhe.

Emzalc'h[kemmañ]

Un neizh Maiasaurae dizoloet e 1978.

Diazezet e vez ar preder war emzalc'h an dinosaored war ar c'harrekaennoù kavet, metoù al loened, adsavadennoù dre urzhiataer eus o bevmekanikerezh, ha keñveriadennoù gant al loened a-vremañ a vev er memes log ekologel. Diazezet eo eta ar pezh a soñjomp diwar-benn emzalc'h an dinosaored war kalz a vartezeadennoù, ha lod anezhe en o zouez a vo breut diwar o fenn e-pad pell c'hoazh moarvat. Emglev zo etre ar skiantourien avat da soñjal e kaver emzalc'hioù boaz e-touez ar c'hrokodiled hag al lapoused a c'haller adkavout ivez e-touesk an dinosaored.

Bagadoù[kemmañ]

Ar c'hentañ prouenn e oa bagadoù dinosaored a oa dizoloet e 1878 e Belgia e Bernissart. 31 Iguanodon a oa ar stumm warne da vezañ marvet goude bezañ kouezhet en un toull don hag int beuzet en dour[11]. Daoust ma oa dizoloet da c'houde e teue an dilerc'hioù-se diwar tri darvoud disheñvel[12], e oa dizoloet lec'hioù all ma oa marvet dinosaored a vagadoù.

Ar roudoù karrekaet niverus a laka da soñjal e oa paot-kenañ ar bagadoù hag ar strolladoù e kalz spesadoù. Roudoù kantadoù pe miliadoù a c'heotdebrerien a ziskouez e c'halle an Hadrosauridae bale e bagadoù bras, evel ar bizoned pe ar springboked. Roudoù sauropoda o deus diskouezet e veaje al loened e bagadoù a vode meur a spesad a-wezhioù[13], ha re all a zalc'he o re vihan e-kreiz ar bagad da wareziñ anezhe, diouzh ar roudoù dizoloet en Davenport Ranch en Texas.

Neizhoù[kemmañ]

Pa oa dizolet e 1978 un neizh Maiasaura ("dinosaor mamm vat") gant Jack Horner er Montana e oa diskouezet e talc'he al loened d'ober war-dro o re vihan goude ma oa digloret ar vioù en isurzhiad ornithopoda[14]. Prouennoù zo ivez o doa dinosaored all eus ar C'hretase evel ar Saltasaurus (dizoloet e 1997 e Patagonia) emzalc'hioù heñvel, hag en em vode al loened-se da neizhañ er memes lec'h a viliadoù evel ar Manked impalaerel. Oviraptor Mongolia a oa dizoloet e 1993 gant ur relegenn o tozviñ evel ar yar, ar pezh a dalvez e oa gwisket gant ur gwiskad pluñv a domme ar vioù[15]. Roudoù karrekaet o deus kadarnaet an emzalc'h a vamm e-touez ar sauropoda hag an ornithopoda eus Enez Skye[16]. Kavet ez eus bet vioù ha neizhioù eus ar pep brasañ eus ar strolladoù dinaosored, gwirheñvel eo e kehente an dinosaored gant o re vihan en un doare heñvel ouzh hini an evned hag ar c'hrokodiled a-vremañ.

Lod eus an dinosaored a save o neizhioù e-kichen mammennoù dourtermek, ar pezh a roe an tu da gaout ur wrez azas hag ingal evit ar vioù[17].

Paradur ha kehentezh[kemmañ]

Daou Centrosaurus, ceratopsidae geotdebrer eus diwezh ar C'hretase en Norzhmerika, gwelet gant un arzour.

Krib lod eus an dinosaored, evel ar marginocephalia, an theropoda hag an hadrosauridae, a oa re vresk evit an emgannoù hag implijet e vezent moarvat da sachañ ar parezed pe da spontañ an enebourien, daoust m'hon eus nebeut a elfennoù diwar-benn emzalc'h tachennoù ha paradur an dinosaored. N'ouzer ket kenebeut penaos e kehente an dinosaored etrezo, met dizoloadennoù nevez a laka da soñjal e laboure marteze krib kleuz al Lambeosaurinae evel ur kef-dasson implijet evit leuskel a bep seurt kriadennoù.

Chase[kemmañ]

Unan eus ar c'harrekaennoù pouezusañ a oa dizoloet e gouelec'h Gobi e 1971. Bez e oa ur Velociraptor hag a dage ur Protoceratops Dizoloadenn an daou loen krog-ha-krog a brou kalz martezeadennoù.[18] Diskouez a ra e tage hag e tebre an dinosaored an eil re ar re all. Daoust ma ne oa ket ur souezhadenn evit an theropoda[19]. Kadarnaet eo bet gant roudoù dent war ur garrekaenn Majungatholus e Madagaskar e 2003[20].

Kerzhet[kemmañ]

Hervez an dizoladennoù graet hiziv an deiz, ne vije bet spesad dinosaor ebet hag a durie ha nebeut a zinosaored kraper. Evel ma'z eus bet kavet ur bern roudoù a spesadoù bronneged a durie hag grape er Senozoeg, an diouer a brouennoù diwar-benn spesadoù dinosaored heñvel zo un tamm souezhus.

Kompren penaos e tilec'hie an dinosaored a oa un doare mat da gompren emzalc'h ar spesadoù. Ar bevmekanikerezh peurgetket en deus pourchaset kalz elfennoù evel, da skouer, gouzout pegen buan e rede an dinosaored diwar studi labour ar c'higennoù ha levezon ar gravitadur war framm o relegoù[21],[22], gouzout hag eñ e ranke an Theropoda ramz mont goustatoc'h pa vezent o redek war-merc'h o freizh kuit da vezañ gloazet[23], ha gouzout hag eñ e oa gouest ar sauropoda da chom war-neuñv[24].

Kelc'hiad buhez[kemmañ]

Betek-henn e lavare ar skiantourien e oa an dinosaored loened a veve diouzh an deiz, e-skoaz ar bronneged kentañ a oa loened bihan a rene o buhez er c'huzh-heol pe diouzh an noz kuit da vezañ taget[25].

Renet e oa ur studiadenn paleontologek e 2011 diwar-benn framm lagad an dinosaored (muzuilhet e oa hirder ar poulloù-lagad ha treuzkiz lagadenn ar balumenn) evit 33 spesad Archosauria, keñveriet gant re 164 spedad a hiziv (en o zouez stlejviled, evned ha bronneged), a ziskoueze e veve an dinosaored kigdebrer hanter diouzh an noz, an dinosaored a nije hag ar Pterosauria diouzh an deiz dreist-holl hag e veve an dinosaored geotdebrer koulz an noz hag an deiz[26].

Metabolegezh[kemmañ]

Ur studiadenn c'hall diwar-benn aozadur izotopek an oksigen e dent hag eskern 80 dinosaor eus ar c'hretase (theropoda, sauropoda, ornithopoda ha ceratopsia[27]) hag a zeue eus Norzhamerika, Europa, Afrika hag Azia, en deus diskouezet e rankent kaout korfoù homeotermek. Feur an 18O e-keñver hini an 16O — a zepant diouzh gwrezverk diabarzh al loened bev — a oa heñvel ouzh hini ar bronneged hag an evned, homeotermek, ha disheñvel a-grenn diouzh hini ar stlejviled a-vremañ, loened ektotermek anezhe, hag eus ar Chelonii hag eus ar Crocodilia karrekaet eus ar C'hretase.

Bezañs Frammoù Havers (microkanolioù gronnet gant ur gwiskad eskern kengreiz e-barzh ar relegoù) en eskern karrekaet a vefe un elfenn ouzhpenn a lakafe da soñjal o doa korfoù endotermek[28].

Ur skipailh eus Florida en deus jedet e oa kenfeur ar gwrezverk ouzh an tolzennad hag ouzh ar feur kreskiñ, eus 25 °C evit an dinosaored bihan betek 41 °C evit ar re vrasañ[29]. Implijet o deus ur patrom niverel, da jediñ gwrezverk ar c'horf diouzh ar ment hag ar feur kreskiñ, evit 8 spesad, eus Psittacosaurus mongoliensis, 12 kg da Apatosaurus excelsus, 26000 kg. Hervez ar skipailh e tizhe gwrezverk diabarzh Sauroposeidon proteles, ar pounnerañ eus an dinosaored anavet (60 tonenn), betek 48 °C moarvat. Prouiñ a rafe ar patrom-se e vefe tommaet an dinosaored bras dre « homeotermiezh inertiel ».

Rummatadur an dinosaored[kemmañ]

N'eus ket keit-se e renked e strollad an dinosaored : an Ichthyosauria, ar pliosaurus, ar Plesiosauria (3 strollad stlejviled dour) hag ar Pterosauraia (stleviled-nij) a vez sellet oute hiziv evel lignezioù disheñvel diouzh an dinosaored. An dinosaored a oa ur strollad loened lieseurt. Hervez ur studiadenn eus 2006 e oa bet deskrivet 527 genad asur disheñvel, hag ouzhpenn 1844 genad a chom c'hoazh da renkañ[30], [31].

Taolenn hollek[kemmañ]

Hervez ar c'hod etrebroadel rummatadur zoologek e c'haller anavout etre 630 ha 650 genad dinosaored, gant meur a viliadoù spesadoù (Deskrivet e vez war-dro tregont spesad nevez bep bloaz). Un tamm muioc'h evit an hanter eus ar spesadoù n'int anavezet ken gant ur standilhon (diglok peurliesañ) ha nebeutoc'h evit 20 % eus ar spesadoù zo anavezet gant muioc'h evit 5 standilhon. An daolenn hollek da-heul a ro liammoù etre ar strolladoù dinosaored pennañ. Kavout a reor un nebeud genadoù da reiñ un alberz eus an urzhiadoù hag eus ar c'herentiadoù meneget.

Saurischia
Herrerasauridae Herrerasil.jpg Herrerasaurus Staurikosaurus
Theropoda
Coelophysoidea Coelophysis silhouette.jpg Coelophysis Liliensternus Dilophosaurus
Neotheropoda
Ceratosauria Ceratosil.jpg Ceratosaurus Majungasaurus Carnotaurus
Tetanurae
Megalosauroidea Spinosaurus silhouette.jpg Spinosaurus Suchomimus Torvosaurus
Avetheropoda Tyrannosaurus silhouette.jpg Allosaurus Tyrannosaurus Velociraptor
Sauropodomorpha
Prosauropoda Massospondylus silhouette.jpg Anchisaurus Plateosaurus Massospondylus
Sauropoda
Sauropoda diazez Basal sauropod silhouette.jpg Mamenchisaurus Shunosaurus Omeiosaurus
Neosauropoda
Diplodocoidea Diplosil.jpg Diplodocus Apatosaurus Amargasaurus
Macronaria Brachiosaurus silhouette.jpg Brachiosaurus Camarasaurus Ampelosaurus
Ornithischia
Heterodontosauridae Heterodontosaurus silhouette.jpg Heterodontosaurus Abrictosaurus
Genasauria Thyreophora
Thyreophora diazez Scelidosaurus silhouette.jpg Scelidosaurus Scutellosaurus
Eurypoda
Stegosauria Stegosaurus silhouette.jpg Stegosaurus Kentrosaurus Huayangosaurus
Ankylosauria Ankylosaurus silhouette01.jpg Euoplocephalus Edmontonia Ankylosaurus
Cerapoda Marginocephalia
Pachycephalosauria Pachycephalosauria silhouette.png Prenocephale Pachycephalosaurus Stegoceras
Ceratopsia Protoceratops silhouette.jpg Triceratops Protoceratops Torosaurus
Ornithopoda
Ornithopoda diazez Hypsilophodon silhouette.jpg Hypsilophodon Agilisaurus Leællynasaura
Iguanodontia Parasaurolophus silhouette.jpg Iguanodon Edmontosaurus Parasaurolophus

Istor naturel[kemmañ]

Orin an dinosaored[kemmañ]

Diwanet eo an dinosaored e-barzh dreisturzhiad ar stlejviled Archosauria, ur strollad stlejviled bihan diapsidek eus diwezh ar permian ha dreist-holl e deroù an triaseg.

E diwezh ar permian, war-dro -250 milion a vloavezhioù, e voe un enkadenn drumm hag ez eas war-dro 90 % eus spesadoù ar mare da get, ar pezh a roas o zu d'ar spesadoù loened ha plant a chome da vleuniañ ha da emdreiñ da c'hounit tachennoù nevez, an amnioted peurgetket. E-touez ar re-se edo hendadoù an dinosaored, ar stlejviled hag ar bronneged a wezhall hag a vremañ.

Ar stlejviled bihan diapsidek, da lâret eo dezho daou goublad prenestradenn en o c'hlopenn, a-dreñv da boulloù an daoulagad, o deus eskern rakdentel e lodenn a-raok o c'harvanoù hag, evel holl ar stlejviled er mare-se, izili a-dreuzkiz pe hanter-savet. Anvet int Thecodontia abalamour d'ar c'hentañ perzh-se. Aloubiñ a reont an holl metoù ha rannañ e tri c'herentiad bras :

  • Ar pterosauria pe stlejviled-nij
  • Ar c'hrocodila zo chomet bev betek bremañ
  • An dinosaored, gouest da vale war an douar. Gallout a reer gwelet an diforc'hioù etre arstrolladoù-se pa zielfenner framm o lestr. Ar paleontologour Harry Govier Seeley en deus merzet kerkent ha 1887[32],[33] ar c'hemm bras a c'haller lakaat etre :

Kentañ dinosaored[kemmañ]

An dinosaored koshañ a anavezer zo kigdebrerien dezho etre 225 ha 230 milion a vloavezhioù, Eoraptor ha Herrerasaurus. Arbennikaet eo an daou dija, rak Saurischiaed int, ur strollad diwanet goude ma savas kemm etre an dinosaored Ornithischia ha Saurischiea. Herrerasaurus zo ur saurischiean, met ivez un theropoda marteze[34].

Anavout a reer roudoù pavioù karrekaet koshoc'h, ha lezet gant dinosaored moarvat. Lezet e oa ar re goshañ war-dro 248 milion a vloazioù zo gant « stlejviled bihan pevarzroadek, a vent gant ur c'hazh, a lezas o louc'hoù er pri e-tro 250 milion vloaz zo [...]. Dizoloet e oa ar pazioù-se e mervent Polonia, er menezioù Kroaz-santel. [...] Lezet e oa al louc'hou [...] gant stlejviled eus ar genad Prorotodactylus, loened pevarzroadeg dezho pemp biz, ha sanket donoc'h eo louc'h an tri biz kreiz el leur. Tost an eil re diouzh ar re all, ar roudoù-se zo disheñvel diouzh re stlejviled all eus strollad ar c'hrokodiled hag ar stlejviled[35] ».

« Roudoù all dizoloet gant [...] skipailh Grzegorz Niedzwiedzki eus Skol-Veur Varsovia o deus 246 milion vloaz. Brasoc'h int –war-dro 15 kantimetr - ha lezet e vijent bet gant dinosaored eus ar genad Sphingopus daoudroadek[35] ». Ar roudoù-se a laka moarvat ar c'hentañ spesad dinosaored hep kemm etre Ornithischia ha Saurischiea da vevañ un nebeud milionoù a vloavezhioù abretoc'h, da lâret eo adalek diwezh ar permian.

Steuzidigezh an Triaseg-Juraseg en deus roet an tu d'ar spesadoù nevez-se da baotañ ha da gemer al logoù ekologel dieub.

Enkadenn an Triaseg-Juraseg (enkadenn K-T) pe « steuzidigezh an dinaosaored »[kemmañ]

Unan eus abegoù steuzidigezh an dinosaored.

Steuzidigezh an dinosaored, war-dro 65 milion a vloavezhioù zo, en deus lakaet an dud da sevel meur a vartezeadenn d'he displegañ abaoe ar bloavezhioù 1970, lod anezhe droch-pitilh evel distruj an dinosaored gant Bedalliz, lod gwirheñveloc'h hag a c'haller gwiriañ en un doare skiantel. Ret eo derc'hel soñj avat ez eo un doare da gaozeal : n'eo ket aet an dinosaored da get penn-da-benn peogwir e chom evned c'hoazh hiziv an deiz. Daoust da se ez eus bet un enkadenn veur e diwezh ar C'hretase, 65 milion a vloavezhioù zo. Honnezh avat he deus bet un efed bihanoc'h war ar vevliesseurted dre vras evit enkadenn veur ar permek-ha-Triaseg pe zoken hini an Ordovisian) ha diouennet he deus loened ha plant mor dreist-holl, evel ar foraminifera, pe an ammonited, ha pas kement a organegoù hag a veve war an douar. Kalz izeloc'h eo feur ar spesadoù douar-se a ya da get evit hini ar spesadoù-mor. Deuet eo an enkadenn-se da vezañ brudet avat abalamour da donkad an dinosaored.

An abegoù ar muiañ gwirheñvel eus an enkadenn K-T zo :

Krater Chicxulub e penn ledenez Yucatan; Ar stokadenn a grouas ar c'hrater-se a c'hallfe bezañ kaset an dinosaored da get.
  • Un asteroidenn pe ur steredenn-lostek dezhi un dek kilometr bennak treuzkiz a vije kouezet war an Douar, ar pezh a vije bet heuliet gant ur gwallreuz bras. Embannet e oa an damkaniezh-se gant Walter Alvarez hag e genseurted e 1980. Alvarez et al. a lavaras e oa bet ur c'hresk trumm eus live an iridium dre ar bed e gouelezennoù eus mare ar steuzidigezh, hag e oa ur brouenn eus ar stokadenn.[36] Stoket e vije bet an Douar gant ur c'horf dezhañ war-dro 5 pe 15 kilometr led e-kichen ledenez Yucatán, hag en dije krouet krater Chicxulub, dezhañ 180 km treuzkiz. Ouzhpenn an distrujoù graet gant ar stokadenn hag ar pezh a c'hoarvezas (tsunamioù ha kement zo) e vije bet taolet an Douar a-bezh en deñvalijenn hag er yenien e-pad meur a vloaz abalamour d'an drailhoù strinket en aergelc'h gant ar stokadenn, o viret ouzh banneoù an heol da dremen. An deñvalijenn en dije miret ivez ouzh ar fotosintezenn. Heuliet e vije bet gant marv ur bern plant ha dreist-holl hini ar plankton ha goude se hini ur bern spesadoù n'o doa ket boued ken. Ar vartezeadenn-se, harpet gant kalz arguzennoù hiziv, a ro an tu da zisplegañ, un tamm, ar c'hemmoù er feurioù steuzidigezh disheñvel hervez an taksonoù. Ouzhpenn, a-drugarez da zizoloadenn (e miz Ebrel 2008) kenosferennoù (sferennoù mikroskopek a sav pa losk ar glaou hag an eoul-maen krai) e gouelezennoù an enkadenn K-T, ar skiantourien a soñj dezhe e c'hallje bezañ kouezet ar maen-kurun e-kreiz ur gwelead eoul-maen, hag kaset en dije en aergelc'h kementadoù bras a eoul-douar entanet. Un abeg ouzhpenn e vefe evit steuzidigezh trumm ur bern spesadoù[37].

Daoust ma n'haller ket divinout tizh steuzidigezh an dinosaored a-drugarez d'ar c'harrekaennoù hepken, ar patromoù zo bet savet a laka da soñjal e c'hoarvezas buan-kenañ, en ur prantad amzer kontet en eurvezhioù kentoc'h evit e bloavezhioù.[38]

E miz Gwengolo 2007, klaskerien amerikan renet gant William Bottke eus ar Southwest Research Institute e Boulder e Kolorado, ha skiantourien dchek a implijas drevezadennoù dre urzhiataer da c'houzout eus pelec'h e teue an asteroidenn en doa krouet krater Chicxulub. Jedet o deus gant 90% gwirheñvelder e oa bet darc'haouet un asteroidenn ramz anvet Baptistina, dezhi tro 160 km treuzkiz, e kelc'htro e gourizad asteroidennoù zo etre Meurzh ha Yaou, gant un asteroidenn bihanoc'h ha dizanv dezhi 55 km treuzkiz war-dro 160 milion vloaz zo. Drailhet e oa Baptistina gant ar stokadenn, ha krouet e oa ur strollad asteroidennoù anvet tiegezh Baptistina. Hervez ar jedadennoù, lod eus an drailhennoù a oa kaset e kelc'htroioù a dreuze hent an Douar. Unan anezhe a oa an maen-kurun 10 km led a skoas ledenez Yucatan 65 milion a vloavezhioù zo[39]

Un displegadenn damheñvel met a sav dael diwarni a lavar e vije kouezhet ur bern stered-lostek abalamour d'ar steredenn Nemesis o treuziñ koumoulennad Oort. Unan pe muioc'h eus ar stered-lostek-se en dije skoet ouzh an Douar d'ar memes mare tamm-pe-damm. Evel e kaz stokadenn un asteroidenn hepken e vije bet heuliet gant gwrezverkoù o kouezhañ trumm, hag heuliet gant ur prantad yen.[40] Koulskoude ar studiadennoù renet diwar-benn ar c'hrater a ro da soñjal e vefe bet kleuzet 300 000 vloaz a-raok ma c'hoarvezfe an enkadenn veur. Kement-se ne dalvez ket ne c'hoarias ket an asteroidenn ur roll e diwezh an dinosaored, met dont a ra da vezañ ul lodenn eus un damkaniezh, enni meur a faktor hag a ra ivez al liamm gant ar c'hemmoù en hin. Ar stokadenn-se a chom neoazh ar faktor nemetañ gouest da zisplegañ ez eas kement a spesadoù da get ken buan d'espèces e-pad an enkadenn-se.

  • Dislonkadennoù ur "menez-tan ramz" e diwezh ar c'hretase, abalamour d'un poent tomm, hiziv dindan Enez La Réunion. Krouiñ a rejont trappoù an Dekkan, en Indez, e-pad ur prantad berr a-walc'h diouzh skeuliad an amzerioù douarouriezhel (ur milion a vloavezhioù d'an nebeutañ), ha degas ur gwallreustl er bed a-bezh o cheñch an hin hag o tigreskiñ ar fotosintezenn abalamour d'ar c'houmoul ludu ha d'ar brumennoù sulfurek a oa taolet. Ken solut eo an damkaniezh-se hag an hini a-raok. Harpet eo gant oad trappoù an Dekkan (–65 Ma) zo ken bras hec'h ec'honad ha 500,000 km2, ha gant disoc'hoù diwar-benn digresk ar gouloù war-c'horre an Douar e-pad dislonkadenn ar menez-tan Pinatubo (miz Ebrel 1991) er Filipinez. Darn eus an damkaniezh-se a glot gant hini ar veteoritenn


  • Digreskoù bras-kenañ eus live ar morioù e fin ar c'hretase a cheñchas stumm ha ment an aodoù hag ar morioù en ur lakaat an hin da cheñch kalz. Gouzout a reer en un doare asur e tigreskas kalz ar morioù da vare ar c'hretase uhelañ.

Diazezet eo an teir damkaniezh-se war fedoù solut hag enkadenn veur ar C'hretase a c'hallfe bezañ c'hoavezet goude degouezh an tri darvoud-se d'ar memes mare.

An dinosaored er bed a vremañ[kemmañ]

Archaeopteryx, Berlin, 1863

Dizoloet e oa ar garrekaenn evn kentañ, an Archeopteryx, ur spesad eus ar Juraseg uhelañ, e Bavaria e 1861. Dre ma oa heñvel-kenañ ouzh an dinosaored bihan daoudroadek, evel ar Compsognathus, ec'h anadas diouzhtu an damkaniezh e tiskenne al laboused eus ur strollad dinosaored e-touez ar C'hœlurosauria.

E-pad ur c'hantved e oa ur rendael diwar-benn an damkaniezh-se ha distaolet e oa gant klaskourien zo. An evned, emezo, o deus ibiloù-skoaz e-skoaz ar c'hœlurosauria n'o doa ket. Koulskoude e oa roet re a bouez da ezvezañs an ibiloù-skoaz.

Abaoe ar bloavezhioù 1970, e oa dizoloet Cœlurosauria gant ibiloù-skoaz (ha memes e strolladoù na oant ket ken emdroet) ha damkaniezh an dinosaored hendadoù d'an evned a zeuas da vezañ trec'h war ar re all.

Er bloavezhioù 1990 e oa dizoloet kalz karrekaennoù dinosaored pluñvek, e bro al Liaoning dreist-holl, e Sina, ha kreñvaet o deus an damkaniezh-se. A-wezhioù ez int evned kentidik, hag a-wezhioù dinosaored pluñvek pe kentpluñvek ha na oant ket evned.
Abalamour d'an dizoloadennoù-se e soñjer e tiorroas perzh nevez ar pluñv en unan pe e meur a spesad cœlurosauria (Marteze hendad ar C'hœlurosauria e-unan zoken), hep implijout anezhañ da nijal war a seblant, hag engehentet en deus spesadoù niverus a-walc'h a zinosaored pluñvek. Diwar unan eus ar spesadoù dinosaored pluñvek-se e vije diwanet hendad an holl lapoused meur a vilion a vloavezhioù goude.

Daoust ma'z eo degemeret an damkaniezh-se gant ar pep brasañ eus ar skiantourien ez eus un nebeud klaskerien a-enep c'hoazh.

Stlejviled a veve da vare an dinosaored[kemmañ]

Kalz stlejviled a veve d'ar memes mare hag an dinosaored ha kemmesket int bet gante er sinema hag el lennegezh, daoust ma n'int renket evel-se gant ar skiantourien. Ar re vrudetañ zo :

Notennoù[kemmañ]

  1. Classification phylogénétique du vivant -- Guillaume Lecointre et Hervé Le Guyader ; illustrations Dominique Visset, Editeur Paris , Belin -- DL 2006, ISBN 2-7011-4273-3
  2. Tree of Life www.tolweb.org
  3. (en) Irmis, Randall B. (2007). "A reappraisal of the phylogeny of early dinosaurs". The Palaeontological Association Newsletter 65: 92-94. Kavet 2007-11-22
  4. (en) Olshevsky, G. (2000). « An annotated checklist of dinosaur species by continent. », Mesozoic Meanderings, 3: 1–157
  5. (en) Padian, K. (2004). Basal Avialae. In: Weishampel, D.B., Dodson, P., and Osmólska, H. (eds.). The Dinosauria (second edition). University of California Press:Berkeley, 210–231. (ISBN 978-0-520-24209-8).
  6. Dinosaur size varied in different periods.
  7. (en) Origin of Dinosaurs and Mammals - Erickson
  8. Colbert, E.H. (1968). Men and Dinosaurs: The Search in Field and Laboratory. E. P. Dutton & Company:New York, vii + 283 p. (ISBN 978-0-14-021288-4).
  9. (en) Carpenter, K. (2006). BIGGEST OF THE BIG: A CRITICAL RE-EVALUATION OF THE MEGA-SAUROPOD Amphicoelias fragillimus. In: Foster, J.R., and Lucas, S.G. (eds.). Paleontology and Geology of the Upper Jurassic Morrison Formation. New Mexico Museum of Natural History and Science Bulletin 36: 131–138.
  10. dal Sasso, C., Maganuco, S., Buffetaut, E., and Mendez, M.A. (2006). New information on the skull of the enigmatic theropod Spinosaurus, with remarks on its sizes and affinities. Journal of Vertebrate Paleontology 25(4):888–896.
  11. Johan Yans, Jean Dejax, Denise Pons, Christian Dupuis, Philippe Taquet.(2005) Palaeontological and geodynamical implications of the palynological dating of the wealden facies sediments of Bernissart (Mons Basin, Belgium). C. R. Palevol 4 (2005) 135–150.
  12. Deposition of Iguanodon skeletons occurred in at least 3 different events. Bernissart Iguanodons and their significance (long) date : 4 Jul. 2001.
  13. Day, J.J. and Upchurch, P. (2002). Sauropod Trackways, Evolution, and Behavior. Science 296:1659. gwelet ar pennad
  14. Horner J.R., Makela R., 1979. Nest of Juveniles Provides Evidence of Family-Structure Among Dinosaurs, Nature 282 (5736): 296–298
  15. Oviraptor nesting Oviraptor nests or Protoceratops ?
  16. Dinosaur family tracks
  17. Gerald Grellet-Tinner& Lucas E. Fiorelli ; A new Argentinean nesting site showing neosauropod dinosaur reproduction in a Cretaceous hydrothermal environment Nat. Commun. ; Volume:1, Article 32 ; DOI:doi:10.1038/ncomms1031 ; 29 June 2010, consulté le 2010/07/02
  18. Joined forever in death
  19. Cannibalistic Dinosaur The mystery of a dinosaur cannibal.
  20. Rogers, R.R., Krause, D.W. and Rogers, K.C. (2003). "Cannibalism in the Madagascan dinosaur Majungatholus atopus." OLPA Dinosaur Cannibal Unearthed in Madagascar. Nature 422:515-518.
  21. Gait and Dinosaur speed formulennoù da jediñ tizh an dinosaored
  22. Calculate your own Dinosaur speed formulennoù all
  23. (en)Hecht, J. (1998). The deadly dinos that took a dive. New Scientist 2130. BBC Dino-sore.
  24. Henderson, D.M. (2003). Effects of stomach stones on the buoyancy and equilibrium of a floating crocodilian: A computational analysis. The “Inflatable” Dinosaurs of the Mesozoic. Canadian Journal of Zoology 81:1346–1357.
  25. Patrom:Lien web
  26. Patrom:Article
  27. Des dinosaures à sang chaud au Crétacé ?
  28. Les dinosaures avaient le sang chaud, R. Amiot, Pour la science, octobre 2006, p70-74.
  29. Gillooly et al., PLoS Biology, août 2006
  30. (en)Fountain, Henry. "Many more dinosaurs still to be found." New York Times : 12 sept. 2006. Member Center
  31. (en)Wang, S.C., and Dodson, P. (2006).NCBI Estimating the Diversity of Dinosaurs. ; PNAS Estimating the Diversity of Dinosaurs. Proceedings of the National Academy of Sciences, USA 103:37, pp. 13601-13605.
  32. Patrom:Article
  33. Patrom:Article
  34. New evidence on dinosaur and mammal origins from the Ischigualasto Formation (Upper Triassic, Argentina, Journal of Vertebrate Paleontology volume 8, issue 3, par P.C. Sereno, F.E. Novas ; A.B. Arcucci et C. Yu, 1988.
  35. 35,0 35,1 « Dans les petits pas des premiers dinosaures terrestres », Sciences et Avenir, lec'hienn enlinenn ar gelaouenn, pennad eus ar 07/10/10, a veneg ar pennad « Footprints pull origin and diversification of dinosaur stem lineage deep into Early Triassic » embannet e Proceedings of the Royal Society B gant Stephen L. Brusatte, Grzegorz Niedźwiedzki ha Richard J. Butler.
  36. Alvarezeta l80
  37. Nouvel Obs.com (12/06/2008)La fin des dinosaures.
  38. Robertson D.S., "Survival in the first hours of the Cenozoic", Geological Society of America Bulletin, 30 a viz Gwengolo 2003, levrenn 116, Nnn 5/6, p 760–768
  39. Billiards
  40. "Koeber"