Plankton

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An diatomeed zo unan eus diazezoù ar rouedadoù trofek ar morioù hag an dour dous Bezañ pe ezvezañs lod anezhe a ro titouroù mat diwar-benn perzhioù an dour.
Beroidae, élément du zooplancton.

Anv ar plankton a zeu eus an henc'hresianeg πλανκτός, planktós pe « kantreer », ger implijet gant Homeros evit komz eus al loened a gantree war-c'horre ar mor. Hervez Hensen (1887), ar plankton zo anezhañ hollad an organegoùigoù a vev en dour dous, meizh pe en dour sall, en arlug peurliesañ hag en un doare gouzañvus da welet : gametoù, larvennoù, loened n'int ket gouest da stourm ouzh ar red (krestenneged planktonek bihan, morgaouled), plant ha bezhinoù mikroskopek. Termenet eo eta an organegoù planktonek diouzh o log ekologel ha n'eo ket hervez fedoù filogenetek pe taksonomek.

Diazez ur bern rouedadoù trofek eo ar plankton. Ar fitoplankton a ya e-unan d'ober 50 % eus an danvez organek produet war ar blanedenn[1], met hañval eo e tigresk en un doare ingal abaoe ugent vloaz.
Servijout a ra da voued pennañ d'ar balumed fanolek, d'ar c'hregin siler (en o zouez ar meskl, d'an istr, ha kement zo), hag e c'hall pistriañ anezhe gant toksin.
Dre e fiñvoù a-sonn (kelc'hiadoù liammet ouzh ar gouloù ha gar c'houlzioù-amzer) e kemer perzh ar zooplankton e meskaj ar gwiskadoù dour. Marteze e oa isprizet al lodenn-se eus ar bevstrafuilh[2][3]. An hevelep anadennoù zo anezhe ivez en dour dous (gant fiñv ar poblañsoù dafni da skouer).

Pterotracheidae (Zooplankton)
Larvenn planktonek pesk dour yen (Zooplankton)
Tomopteriskils.jpg

Notennoù[kemmañ]

  1. Nature 2010
  2. Studiadenn renet gant Katija ha Dabiri er C'halifornia Institute of Technology e Pasadena, ha danevellet er gelaouenn Nature (Brève NatureNews embannet enlinenn 2009/07/29, Nature) ha William K. Dewar ; "Oceanography : A fishy mix" ; Nature 460, 581-582
  3. Levrlennadur

Liammoù diavaez[kemmañ]