Tetanurae

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Skeudenn eus Monolophosaurus

An Tetanurae, pe "lostoù reut", zo ur gladenn dinosaored ennañ ar pep brasañ eus an Theropoda, evel an holl spesadoù evned. An Tetanurae a anadas da gentañ da vare deroù pe kreiz ar Juraseg.

Termenadur[kemmañ]

Badezet e oa an Tetanurae gant Jacques Gauthier hervez reolennoù ar gladoniezh e 1986, anezhe ur strollad Theropoda bras. Pennad-skrid Gauthier a oa ar c'hentañ implij sirius eus skiant ar gladoniezh e paleontologiezh ar mellkeineged.

Tetanurae zo termenet evel hollad an Theropoda zo tostoc'h kar d'an evned a-vremañ evit d'ar Ceratosaurus (da skouer Padian et al., 1999). Gauthier a skrive e kaved er strollad-se : Carnosauria ha Coelurosauria, daoust ma veze sellet ouzh ar C'harnosauria evel izili eus ar C'hoelurosauria pe Tetanurae diazez gant klaskerien all da c'houde (sellet avat ouzh Rauhut, 2003). Paul Sereno (1999) a anvas Neotetanurae an hendad boutin da Garnosauria (e Allosauroidea) ha Coelurosauria, ar pezh a leze a-gostez Tetanurae all evel ar Megalosauroidea. Padian et al. (1999) a roas un termenadur heñvel evit Avetheropoda Gregory Paul (1988), met embannet e oa un tamm diwezhatoc'h.

Rummatadur[kemmañ]

Tetanurae brudet[kemmañ]

Kalz Dinosaored zo Tetanurae, en o zouez Allosaurus, Oviraptor, Spinosaurus, Tyrannosaurus, Velociraptor, Archaeopteryx hag holl ar spesadoù evned a vremañ. The first Mesozoic dinosaur to be named was Megalosaurus bucklandii, a basal tetanuran.

Levrlennadur[kemmañ]