Balum glas
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Cetacea | ||||
| Kerentiad : | Balaenopteridae | ||||
| Genad : | Balaenoptera | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Balaenoptera musculus Linneaus, 1758 |
|||||
|
|||||
Ar balum glas (Balaenoptera musculus) a zo ur morvil fanoliek. Al loen brasañ eo war an Douar, hag ivez, kement ha ma ouzer, ar brasañ loen bet biskoazh warnañ.
Ment [kemmañ]
Gallout a reont tapout 30m a hed ha pouezañ war-dro 180kg.
Niver [kemmañ]
Hervez un danevell graet e 2002 e vefe etre 5 000 ha 12 000 penn-balum dre ar bed, daoust ma seblant bezañ bremañ ar sifroù-se da vezañ kresket un tamm abaoe ma'z eus bet graet enklaskoù spisoc'h. A-raok ar balumeta e soñjer e oa 240 000 e Meurvor Antarktika nemetken, e-lec'h ma oa bet tost diouennet (nebeutoc'h eget 1 % a vane).