Ankylosauria

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An Ankylosauriazo diwanet war-dro 80 milion vloaz zo e-doug ar C'hretase e Norzhamerika.

Al loened geotdebrer-se a oa dinosaored bras-kenañ o c'hein hobrejonet, dezhe betek 10 metr hed ha 2,5 uhelder. Plakennoù askornek hir o devoa a-hed o c'horf adalek penn o lost betek o gouzoug ha penn o moj. Ken disi e oa o hobrejon ma oa gwarezet malvennoù o daoulagad gant plakennoù askornek bihan. Pa zegouezhe gante en em gavout gant ur preizher bras, evel an tyrannosaurus, e oa trawalc'h dezhe mont en o c'hluch da vezañ gwarezet penn-da-benn. Ouzhpenn 1000 askorn o devoa a-drugarez d'an harnez-se.

Ar vataraz askornek e penn o lost a c'halle freuzañ pavioù ur bern preizherien en o zouez an Tyrannosaurus.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all