Gourtanvenez
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Ober a reer gourtanvenez eus ar menezioù-tan o deus dislonket tolzadoù materi divent ken ez eus prouennoù m'eo bet chañchet an hin er bed a-bezh gwezhioù zo. N'eo ket bet krouet an dro-lavar gant ar skiantourien, met anv ez eus bet eus ar supervolcanoes e-barzh meur a deulfilm breizhveuriat pe stadunanat adalek 2000. Graet e vez gant an tanvenezourien eus ar megacalderaoù evit ober anv eus ar pez a weler hiziv. A hent-all e vez renket ar gourtanvenezioù war an div derez uhelañ e-barzh meneger tarzherezhted an tanvenezioù, ar VEI (Vulcano Explosivity Index e saozneg) a ya betek 8. En derez 7 eo bet jedet m'eo bet kaset un tolzennad materi 100 km³ er-maezh ha muioc'h eget 1 000 km³ evit an derez 8.
Hervez skiantourien zo e c'hellje an hin bezañ aet d'ar yen spontus betek bezañ lakaet an Douar da vezañ goloet gant ar skorn 65 miliard vloaz zo ha marteze lakaet an dinozaored da vont da get.
Taolenn |
Gorreadoù tanek meur [kemmañ]
Gwezhioù zo ez eus bet kavet roudoù ar gourtanvenezioù er gorreadoù tanek meur evel ma vez gwelet e Island (pe Enez ar Skorn), e Meurvor an Indez, e Siberia hag e Java. Koulskoude ez eus bet kavet roudoù meur a gourtanvenez er bloavezioù 2000.
An dislonkadenn zolzennek anavezet en amzerioù istorel a zo bet hini ar Menez Tambora e Indonezia e 1815 (VEI 7) ha nevez zo eo bet kavet ez eus bet un dislonkadenn zivent e Zeland-Nevez ken yaouank ha 2 200 vloaz zo.
Hag ez eus ur gourtanvenez dindan Bark broadel Yellowstone ? [kemmañ]
En teulfilm kentañ war ar gourtanvenezioù skingaset gant ar BBC (Supervolcanoes, 2000) eo bet lakaet ar c'haoz war gresk an obererezh tanvenezel e-kreiz Park broadel Yellowstone er Stadoù-Unanet. Hervez kont e vije live an douar o kreskiñ gant 7 cm bep bloaz ha ken tanav eo pluskenn an Douar amañ e c'hellfe bezañ ur c'hambr magma prest da zislonkañ diskuliadegoù lava (mein-teuz) war gorreadoù divent evel m'eo degouezhet meur a wech dija, 2,1 million, 1.3 million ha 640 000 vloaz zo. Merzet eo bet ez a da gresk an obererezh tanvenezel ivez (gwrez ul lenn o kreskiñ, pennoù-bouilh o tarzhañ kreñvoc'h, muioc'h a soufr). Hervez geologourien a zo (Robert Smith, Skol-Veur Utah, da skouer) e c'hellfe menez-tan Yellowstone prest evit ober e reuz dindan un nebeud bloavezioù.
Roll ar gourtanvenezioù [kemmañ]
- Aira Caldera, Kyūshū, Japan - ~22 000 bloavez zo (~110 km3)
- Lenn Taupo, Norzhenez, Zeland-Nevez - 181 ktJK (120 km3) (Wilson, C. J. N.; Ambraseys, N. N.; Bradley, J.; Walker, G. P. L. (1980). "A new date for the Taupo eruption, New Zealand". Nature 288: 252–253. doi:10.1038/288252a0.)
- Kikai Caldera, Inizi Ryukyu, Japan - - 6 300 bloavez zo (150 km3)
- Menez Aso, Kyūshū, Japan - 4 dislonkadenn dolzennek etre 300 000 ha 80 000 bloavez zo (Tolzenn : - 600 ktJK km3)
- Tambora, West Nusa Tenggara, Indonezia - 1815 (100 km3)
- Bruneau-Jarbidge, Idaho, United States - - 10-12 milion bloavez zo (>250 km3) (krouet ganti Ashfall Fossil Beds - 1,600 km er Reter[1])
- Laacher See, Rheinland-Pfalz, Alamagn - ~12,900 bloavez zo (~300 km3)
- Campi Flegrei, Naplez, Italia - ~12,000 bloavez zo (marteze muioc'h eget 300 km3)
- Caldera Long Valley, California, Stadoù-Unanat - - 760 000 bloavez zo (600 km3)
- Caldera Valles, New Mexico, Stadoù-Unanat - - 1,12 milion bloavez zo (600 km3)
- Kemplez al lenn tanveneziek Bennett, British Columbia/Yukon, Canada - - 50 million bloavez zo (850 km3)
Rolladurezh [kemmañ]
- Paol ar Meur, Ar menez-tan kreñv spontus. In : Bremañ, n° 315, Genver 2008.