Sauropoda

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Relegenn Brachiosaurus brancai, ar Sauropoda brasañ anavet diwar karrekaennoù peuzklok.

Ar Sauropoda zo un danurzhiad dinosaored pevarzroadek geotdebrer eus isurzhiad ar Sauropodomorpha. Bevañ a rejont etre ar Juraseg kreiz hag ar C'hretase uhel ha kemer lec'h ar Prosauropoda war ar blanedenn a-bezh. E-touez ar Sauropoda emañ an dinosaored hirañ ha brasañ (Brachiosaurus, Diplodokus, sauroposeidon), ha dre se al loened brasañ a oa biskoazh war-c'horre an Douar. Setu amañ un darn eus kerentiadoù an danurzhiad :

An henzenoniour stadudanat Othniel Charles Marsh an hini eo a savas, e 1878, an anv Sauropoda, diwar an henc'hresianeg « troad glazard »[1].

Ral eo dizoleiñ karrekaennoù klok eus Sauropoda. Kalz spesadoù, ar re vras peurgetket, n'int anavezet nemet diwar eskern en o-unan ha divellet. Kalz karrekaennoù peuzklok n'o deus penn ebet, pe lost pe pav ebet.

Notennoù[kemmañ]

  1. Marsh, O.C. (1878). "Principal characters of American Jurassic dinosaurs. Part I". American Journal of Science and Arts 16: 411-416


Liammoù diavaez[kemmañ]

Mammennoù[kemmañ]