Trochilidae

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
Trochilidae
Haeckel Trochilidae.jpg
Kolibried gant Ernst Haeckel e 1904
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhiad : Apodiformes
Kerentiad : Trochilidae
Anv skiantel
Trochilidae
Vigors, 1825
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-faune.png


32px-Labour zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Kerentiad an Trochilidae zo ennañ 328 spesad kolibried pe evned-kelien.

Evned bihan pe munut ez int (adalek 5 pe 22 cm ; betek 35 cm evit spesadoù 'zo gant pluñv hir ouzh o lost). Luskañ a reont o diveskell buan-kenañ : 15 pe 80 gwezh dre eilenn. Kalz dioute zo livet flamm pluñv o gouzoug pe re o fenn. Cheñch a ra kalz neuz o figos moan hervez ar spesadoù : gallout a ra bezañ berr pe hir-kenañ, eeun pe kamm-mat. Munut-kenañ eo o favioù. Kouskediñ a ra ar c’holibried e-doug an noz kuit da goll energiezh.


Kavout a reer kolibried e lodenn vrasañ Amerika an norzh hag en Amerika ar su. Niverus-kenañ int en takad neveztrovanel. Bevañ a reont e metoù disheñvel, e kement lec’h ma kresk ar plant a c’hall pourchas nektar dezhe, adalek live ar morioù betek 5 000 m uhelder. Kalz brasoc’h eo o liested en toleadoù ismeneziek .


Bihanañ evned ar bed eo kolibried Elena (Mellisuga helenae) a gaver e Kuba. Ne greskont ket en tu all da 2,5 cm evit war-dro daou c'hramm.

Gallout a rafed gwelet ur c’holibri e linennoù Nazka.

[kemmañ] Genadoù


[kemmañ] Gwelet ivez

  • Roll spesadoù iskerentiad ar Phaethornithinae
  • Roll spesadoù iskerentiad an Trochilinae


[kemmañ] Liammoù diavaez