Llanllwchaearn (Powys)

Eus Wikipedia

Llanllwchaearn (skrivet Llanllwchaiarn e saozneg) zo ur gêriadenn vihan hag ur barrez e korn-bro Maldwyn, e hanternoz Powys, e Kembre. Emañ e kumuniezh Y Drenewydd a Llanllwchaearn, war lez ar stêr Hafren, er biz d'an Drenewydd. Emañ Kanol Trefaldwyn o tremen hebiou ar gêriadenn.

Er gwalarn d'ar gêriadennig emañ rivinoù Kastell Dolforwyn.

Eus diwezh ar Grennamzer betek ar XVIIvet kantved e veze roet boed dar varzhed-lez Maldwyn e maner Aberbechan, a zo er barrez.

Ganet e voe an embreger Pryce Pryce-Jones e Llanllwchaearn.