Youenn Olier : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 126: Linenn 126:
[[Rummad:Skrivagnerien Breizh|Olier, Youenn]]
[[Rummad:Skrivagnerien Breizh|Olier, Youenn]]
[[Rummad:Emsaverien Breizh|Olier, Youenn]]
[[Rummad:Emsaverien Breizh|Olier, Youenn]]
[[Rummad:Prederourien vrezhonek]]
[[Rummad:Skrivagnerien|Olier, Youenn]]
[[Rummad:Prederourien vrezhonek|Olier, Youenn]]
[[Rummad:Skridvarnouriezh|Olier, Youenn]]
[[Rummad:Skridvarnouriezh|Olier, Youenn]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1923|Olier, Youenn]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1923|Olier, Youenn]]

Stumm eus an 24 Gou 2007 da 19:03

Pennad da askridaozañ evit bezañ neptuekoc'h ha dibersoneloc'h

Bet ganet d'ar 17 a viz C'hwevrer 1923, ez eo aet Youenn Olier (anv ofisiel : Yves Ollivier) d'an Anaon d'ar Merc'her 15 a viz Kerzu 2004 en ospital Gwened. Un den dianav a gasas ar gerig-mañ : "Unan eus an dek den pouezusañ evit ar brezhoneg en XXvet kantved e voe.

E vugaleaj

E Gwaien ez eo bet ganet, hogen e Cambrai an hini eo e vevas e vloavezhioù kentañ. N'eo ket bet dibouez an ezvroerezh-mañ, abred en e vugaleaj, evit e c'halvadenn a stourmer brezhon. Gant e familh e teuas da Vreizh en-dro, da Roazhon e 1937 hag e chomas well-wazh stag ouzh ar gêr-se e-pad 50 vloaz, betek mont war e leve da gKistreberzh

Levezon e vuhez prevez war e donkad

Adalek 1945 en em ziskouezas Youenn Olier dreist-holl eta war an dachenn bolitikel da gentañ, hogen da heul marv e vignon bras Yann ar Gall e rankas disterniañ, na pa ve ken evit gounid e damm kreun. En e Zeizlevr e ra meneg a gement-se. O tiazezañ un tiegezh e ouie mat ivez n'hellfe ket derc'hel kement d'an obererezh politikel. Ret e oa dibab. Da heul e zimeziñ gant Annette Couée, eus Kelc'h Keltiek Roazhon, e voe savet ganto un tiegezh brezhonek niverus mat ar vugale ennañ. Eizh a voe : Mari-Annaïg, Erwan, Herve, Rozenn, Mikael, Ronan, Tangi, Steven. Un navet a zo marvet bugelig : Gwenael. Kalz diwezhatoc'h e Kistreberzh e roas bod da bevar bugel bihan dezhañ. Dimezet he doa e c'hoar Nouela gant Alan al Louarn hag e voe ivez niverus ar vugale en o zi, war leurgêr al Lisoù e Roazhon. Pouezus-dreist eo bet evit an Emsav degouezh an daou diegezh-se, liammet gant ar gerentiezh. Darempredoù stank a zo bet etrezo, ar pezh a voe un dra bouezus evit desevel ar vugale er yezh, d'ur mare ma ne veze ken savet ar vugale e brezhoneg.

Daoust d'un oberenn diaes da renabliñ o vezañ ken fonnus ha liesseurt-kenañ, e oa bresk a-walc'h yec'hed Youenn Olier. Kement-se ivez a vroudas anezhañ, war a lavar en e zeizlevr, da zilezel a-grenn an obererezh politikel (Er MOB edo oberiant e vreur Yann e kevrenn Roazhon), da sevel un oberenn lennegel a zoare. Kenskrivañ kalz a rae gant kalzik a dud, en o zouez Roparz Hemon, Gi Etienne, hogen ivez gant Pêr Denez ha Ronan Huon, gantañ pennañ adsaverion ha difennourion ar skritur unvan er rummad "yaouank". E-tro derou ar bloavezhioù '60 en em gavas klañv-bras. E Rosko ez eas da ziskuizhañ e-pad meur a viz, ar pezh en deus bet ur pouez bras-tre en e vuhez : tost e oa bet dezhañ mervel, ha dinerzh en em gave, dic'houest da ober tra pe dra evit e Vro, emezañ. Er mareoù-se eo ez empennas e romant "Poanioù Spered an Tad Gwazdoue" ha dreist-holl e romant pennañ : "Enez ar Vertuz", a voe moulet gantañ e-unan e teir levrenn, e 1965 ha 1966. Kalz diwezhatoc'h, hag eñ war e leve en doa bet ur gwallzarvoud karr-tan a nammas e c'har dehou : kamm e voe a-benn neuze.

Gouest e oa da lenn ur bern yezhoù : ar yezhoù 'bras", galleg, saozneg, alamaneg, spagnoleg, hogen ivez an henyezhoù, latin ha gresianeg, hag ar yezhoù keltiek, war-bouez gouezeleg Skos. Gant Kristenion Breizh, d'an hañv e-pad ouzhpenn dek vloaz ez ae da weladenniñ ar broioù keltiek tramor, e lec'h e labouras a-zevri da gevreañ kristenion hon emsavioù. Bep bloaz ez embanne studiadennoù hir graet diwar ar beajoù-se. Ar pab e oa aet da welout e Kêrdiz gant Marsel Klerg.

E obererezh politikerezh :

Studier e voe e Roazhon war an henyezhoù klasel, ar gresianeg pergen (e aotreegezh en deus bet e 1944). Adalek 1939 e krogas da skrivañ e deizlevr, ha kement-se betek e varv : lezet en deus war e lerc'h eta 65 bloavezhiad eus e istor, a zo e gwirionez, n'eo ket hepken e istor personel met ivez istor eil hanterenn an XXvet kantved e Breizh hag er bed holl hag hini an Emsav e-unan. Un oberenn diziouerus eta evit an neb a garfe studiañ an istor-mañ.

Gant Marsel Blanchard ha Youenn Craff e reas anaoudegezh e-pad e goñje. E-pad e goñje ivez e voe diazezet An Avel hag implij a reas paper an arme da voulañ ar gazetenn, ha, diouzh a lavarer, bizskriverez e letanant zoken! Moarvat e vo kavet tud da studiañ pizh buhez hor skrivagner : kement-se a vo aesaet a-drugarez d'e zeizlevr. Evel-se e c'heller lenn ennañ penaos e savas gant Yann Ar Gall hag e vreur Yann Olier ur gazetennig bolitikel ken abred ha miz Gwengolo 1945 : "An Avel". E 1946 e kemeras un anv all : "Avel An Trec'h", a badas betek 1948 daoust da eneberezh c'hroñs an amaezhierezh c'hall. En abeg d'e obererezh politikel ne dizhas morse dont-tre er skol-veur, koll a reas e labour dindan an Deskadurezh-Stad ha rankout a reas divroañ evit gellout labourat ha pourchas da ezhommoù e diegezh.

E obererezh evel emsaver :

Gant Kerlann e voe savet Emglev An Tiegezhioù e 1949, gant ar pal pennañ bodañ an nebeut-tre a familhoù brezhonek a oa d'ar mare-se. Diazezer Skol Blistin a voe sikouret mat gant Alan al Louarn, a c'helle bepred kontañ war e vreur-kaer Youenn evit reiñ buhez d'ar gevredigezh-se, a zo Imbourc'h (kelaouenn) deuet da vezañ, a-benn ar fin, an ti-embann anezhi, goude pevar bloaz. Ger-stur EAT eo lavarenn Yann-Vari Perrot "En hor yaouankiz en deus Doue fiziet amzer da zont ar vro". E Roazhon, war atiz Alan al Louarn ha Youenn Souffes-Despres e voe roet buhez evel-se d'ur gumuniezh vrezhonek vihan en-dro d'un oferenn vareadek, a zeuas da vezañ sizhuniek goude un hir a stourmadenn. Meur a hini o deus graet anaoudegezh gant Youenn Olier e-pad e amzer-studi e Roazhon dre an oferenn vrezhonek.

E-pad 65 bloaz en devo hor stourmer ranket talañ ouzh ar re a nac'has goude ar brezel kerzhout war roudoù ar re o doa diazezet emglev 1941 ha labouret kement ha ken mat evit ar yezh : Roparz Hemon, da gentañ-penn. E 1954 e voe krouet ur skritur a-berzh a Skol-Veur, gant ar Chaloni Falc'hun a-benn enebiñ ouzh ar spered broadelour a oa stag ouzh hini emglev 1941. Savet e voe neuze Kuzul ar brezhoneg gant an Aotrou Klerg, person Bulien da gadoriad, en-dro dezhañ Youenn Olier, Pêr Denez ha Ronan Huon e-touez ar re yaouankañ er strollad, hogen ivez Maodez Glanndour (a oa gantañ soutanenn an Aotrou Perrot), Ivona Martin, skoazellerez feal Roparz Hemon, Pêr Le Moine. Gant ar "skolveurieg" e voe c'hoazh un tenn a stourm, ha nevez 'zo c'hoazh e save e vouezh e Kannadig Imbourc'h da geñver ar c'havailh a zo disoc'het da zivadeziñ skolaj kentañ Diwan e Brest a oa bet roet dezhañ da anv hini Diazezer Skol Walarn, Roparz Hemon.

Spletus eo lenn e bennad da heul tremenvan Armañs Keravel e Kannadig Imbourc'h. Bez e voe Youenn Olier an hini kentañ goude an eil brezel-bed o chom feal da emglev 1941 skrivadur unvan ar brezhoneg, bet divizet gant an holl skrivagnerion vrezhonek eus ar mare-se., war-bouez Taldir, François Vallée ha Meven Mordiern, a oa eus "ar rummad kozh". War c'houlenn ar Wenedourion (Langleiz, Roperzh ar Mason, Loeiz Herrieu) e oa deuet ar poent da reiñ d'ar brezhoneg un doare-skrivañ unvan a dalvezfe evit Breizh a-bezh. Keravel e-unan, hogen ivezAr Merser, Visant Seite, Yeun Ar Gov, Yann-Vari Perrot, holl e oant a-du gant ar ZH evit mad ar brezhoneg e 1941. E-pad bloavezhioù ar brezel e voe kaset da benn ul labour dispar gant labourerion ar brezhoneg, ha pergen gant Roparz Hemon, a voe diaraoger Per Jakez Helias, o tigeriñ evit ar wech kentañ dor ar skingomzerezh. Pennad kentañ anavezet Youenn Olier a zo bet skignet war "Roazhon-Breizh". Emaomp eta gant un hêr da Roparz Hemon ha dre e feiz kristen hag e gred broadelour, da Yann-Vari Perrot.

Diaes eo muzuliañ bremañ pegen arvarus e oa an daeadenn a reas Youenn Olier pa chomas feal d'ar ZH. Koustañ a raio ker d'e ler. Kerkent ha 1950 ne gavas mui labour ebet en Deskadurezh-Stad : koulz lavaret bep bloaz e rankas dilojañ e damm tiegezh da vont da labourat e tu pe du. Abeozen a skriv e 1957 : "Daoust d'ar vuhez tenn n'en deus ket diskroget Youenn Olier eus e labour breizhek". Hag eñ dilabour hag o spiañ bezañ gopret gant ar Bleun-Brug, o vezañ ma oa kristen da gentañ penn, ne voe ket asnatet e c'houlenn gant Visant Seite. Da gaout un alberz eus e zilojadegoù hag eus e vuhez trubuilhet e vo trawalc'h reiñ amañ roll an talbennoù en deus roet da levrennoù e Zeizlevr

E 1962 e voe unan eus diazezerien SADED (Strollad An deskadurezh Eil Derez). Unan eus e labourioù heverkañ er framm-se a voe moarvat e gentelioù war al lennegezh. Goude-se, e 1966, e kemeras perzh er gelaouenn Emsav (kelaouenn) (Rener kentañ ar gelaouenn bolitikel-se e voe). Pezh a c'heller lakaat diarvar avat diwar-benn ar prantad-se eus e vuhez eo ar pezh a zisklerias din nevez 'zo : o sevel SADED hag ESB e kave dezhañ e c'helle chom feal d'e feiz kristen don, dre ma kave dezhañ e oa kristenion gwirion an darn vrasañ eus e geneiled er stourmadenn-se. Gwall hejet e oa bet gant e zipitadenn, ha gant e gleñved ivez. En em reiñ a reas neuze, da vat ha muioc'h-mui d'e c'halvadenn a skrivagner hag a brederour. Kement-se a oa diraezus evitañ ivez dre m'en doa kavet a-benn ar fin ur c'heflog padus evel levraoueger e Skol Labour-douar Roazhon.

E 1969 e savas Emsav ar Bobl Vrezhon hag Imbourc'h, kelaouenn bolitikel ar strollad-se. Ur c'hwitadenn ouzhpenn e voe, da heul hini SADED-ESB. Ur wech e lavaras "Mont a reer eus un Enkadenn d'eben, hogen war-raok ez eer memestra !". Diaes e oa da zigalonekaat. Ur frouezh a zo bet evelkent da EBV : Skol an Emsav an hini eo, a oa an aozadur sevenadurel eus EBV er penn-kentañ holl, renet gant Paol Kalvez betek 1972 (kendalc'h Gwengamp).


Neuze e kemmas trumm doare Imbourc'h goude un "emzezrann" a lakaas anezhañ da stadañ ne c'helle ket lakaat pelloc'h a gostez e breder kristen war zigarez bezañ deuet mat d'an holl. Kement-se, eveljust, a zo stag ouzh darvoudoù miz Mae 1968 e Pariz, anat eo. Adalek neuze eta e stagas IMBOURC'H ouzh Kristenion Breizh hag e vihanaas stumm e gelaouenn (A5). E-pad 20 vloaz e kemeras perzh bras neuze e bodadegoù miziek KRISTENION BREIZH e presbitalioù Breizh. E-kerzh ar bodadegoù-se e vroude an izili (Paol Kalvez, Marsel Blanchard, Gwilhom Dubourg, Ivona Martin, Youenn Souffes-Despres, Maoris Ar C'hollo, Youenn Troal a yae d'ober an izili pennañ) da skrivañ en e gelaouenn.

E obererezh evel skrivagner ha prederour

Diwar-benn talvoudegezh an den evel skrivagner, n'eus ket c'hoazh a studiadenn bizh hag a-zoare diwar e benn evel m'en deus graet eñ e-unan o skrivañ e "Istor Hol Lennegezh" diwar-benn skrivagnerien SKOL WALARN. Danvez forzh pegement a zo avat da sevel seurt studiadenn. E-pad 65 bloaz e teuas puilh kenañ ar skridoù diwar zorn Youenn Olier. O menegiñ holl a zo tost dic'hallus.

Gevred hag Imbourc'h a voe savet gantañ adalek 1965. Prenet en doa moulerezioù a oa staliet en e c'hav straed Burloud e Roazhon. Setu aze un tamm brav eus e vuhez pemdeziek a zo ret komz diwar e benn. O vezañ ma ne gave den da embann e skridoù, abalamour d'ar priz dreist-holl, ha d'an nebeut a werzh a vez kavet (se a chom gwir atav siwazh !) e sammas warnañ ar vicher mouler. Ur c'henlabourer puilh a-walc'h eo bet e kelaouennoù 'zo : ''Al Liamm'', dreist-holl, ''Barr-Heol war Feiz ha Breizh'' ivez ha Preder, dreist-holl a-raok ma voe savet Imbourc'h gantañ. Bez e c'heller lavarout en deus skrivet an hanter eus pennadoù ar gelaouenn e-pad 35 bloaz, da lavarout eo well-wazh … 2 vetrad a levrioù renket war un estajerenn ! 10.000 pajennad bennak !

N'eo ket skrivañ hepken en deus graet, en merket em eus uheloc'h, hogen ivez merañ (klask arc'hant !), kenskrivañ gant ar goumananterien, broudañ lod da skrivañ, moulañ betek diwezhat diouzh an noz, dastum ar follennoù, o c'hrafennañ pe o fegañ d'o c'heinañ, kas ivez… Ur mell labour pemdeziek. Sikouret e voe en e zrevell pleustrek pemdeziek gant e wreg, eveljust (ha pergen evit golo levrioù 'zo, ha tresadennoù levrioù evit ar vugale), hogen ivez gant Yann-Vari Bouessel du Bourg e vignon, hag e vugale tro-dro d'an daol da zastum ar follennoù !

A bep seurt danvezioù a ya da ober e oberenn lennegel, evel hon eus gwelet : skridvarnerezh, politikerezh (ha n'eo ket politikerezh politikel !), kontadennoù berr, romantoù, pergen daou a skiant faltazi awenet anat diwar e breder a stourmer vrezhon kristen, barzhonegoù, c'hoariva, troidigezhioù hag e oberenn veur, e zeizlevr, a leugnfe war-dro 50 levrenn ma vijent embannet holl. Hogen n'int ket : an hanter en deus graet, betek 1966. Chom a ra kemend-all.

Stag ouzh ar yezh arnevez e oa chomet Youenn Olier : levezon SADED a gaver eveljust en e c'heriaoueg. Gouest e oa da ijinañ gerioù "war an tomm", da glokaat ur c'heriaoueg pinvidik-kenañ. Seblantout a ra bezañ bet lennet pep tra, betek Geriadur Vallée pajenn-ha-pajenn. Lod a rebech outañ troioù-lavar gallek en e skridoù : n'eo ket souezh, p'en deus skrivet kement. Diouzh a lavare ur c'helenner skol-veur a gonte e-touez e vignoned : "Gwechall e oa tud a skrive brav met n'o doa netra da lavarout. Gant Youenn Olier ez eus unan en deus traoù da lavarout (zoken ma ne vezer ket a-du, se a zo un afer all) hogen a-wechoù e c'hellfe bezañ bet skrivet bravoc'h". A c'hell bezañ. E skridoù "politikel", skrivet buan alies, diwar-benn meizadoù diaes a-wechoù da intent zoken e galleg ne c'heller ket o c'heñveriañ ouzh e oberennoù lennegel rik a zo c'hwennet mat. Ra lennor war ar yezh arnevez-se ar pezh a skriv e klozadur levrenn Galleg-Brezhoneg Imbourc'h 1996 : damvenegiñ a ra ar rebech-se hag e tiskleir da skouer n'eus ket da souezhiñ kement-se gant doare gallek lod eus ar skridoù a vez savet e brezhoneg o vezañ m'emaomp soubet e mor ur gevredigezh c'hall a spered gall, gant kealioù gall. Stag eo dazont ar yezh arnevez ouzh diorreadur ur gevredigezh vrezhonek klok, emezañ p. 322, ha n'eo ket kement-se ouzh an niver a c'heriadurioù a vo savet hepken.

Lennerien Imbourc'h a oar mat e oa anezhañ ur prederour. Mat eo ober anv a-hent-all eus ul lizher a-berzh Goulven Pennaod bet embannet e "Notennoù" Al Liamm. Pell-bras e oa mennozhioù an daou zen, ar pezh a ro muioc'h c'hoazh a bouez da ziskleriadenn Pennaod diwar-benn Youenn Olier. El lizher-se e tisklêrie Goulven Pennaod e oa Youenn Olier ar skrivagner brezhonek nemetañ en defe ur "preder klok". Pep tra a zedenne e evezh hag e vezed sur da gaout un ali speredek digantañ.

Ur den feal-tre e oa, gorrek da fuloriñ, uvel hag habask e oa peurvuiañ Youenn Olier. A-walc'h e oa bezañ mignon d'ar brezhoneg evit bezañ deuet mat dezhañ, forzh peseurt mennozhioù ho pefe a-hend-all, rak un diforc'h krenn a rae etre an dud hag o mennozhioù, evel maz eo dleet. Seblantout a ra bezañ bet bepred war glask ar wirionez. An neb en deus tostaet outañ en devo soñj eus e fent ivez, hag eus e c'hoarzh skiltrus. Kement-se holl a zo perzhioù dibar.

Lennadurezh

Oberenn skridvarnouriezh

Ra lennor ar pezh a skriv Abeozen diwar e benn ken abred ha 1957 (Istor al lennegezh vrezhonek en Amzer-vremañ, e ti AL LIAMM, embannadur diviet a-bell 'zo, p. 208-210).

Roll levrennoù e zeizlevr

Kregin a ra e ti Gevret e 1939 ha chomet eo diembann etre 1967 ha 2005. Setu aze an embannadurioù e ti Imbourc'h :

  • Deizlevr ur mizvezh brezel : Genver-C'hwevrer 1945
  • War-lerc'h 40 bloavezh C'hwevrer Here 1945
  • Adsav , Deizlevr here 1945 - Here 1946
  • Ur bloavezh e Konk-Kerne Here 46-Here 1947
  • Deizlevr ur miz Dulenn Gouhere-Eost 1947
  • Ur bloavezh e Kemper Eost 47-Genver 48
  • Ur bloavezh e Kemper Genver-Eost 1948
  • Ur bloavezh e Pondivi, kentañ lodenn Gwengolo-Kerzu 1948
  • Ur bloavezh e Pondivi eil lodenn Genver-Gouhere 1949
  • Ur bloavezh e Lannuon kentañ lodenn Gouhere-Kerzu 1949
  • Ur bloavezh e Lannuon, eil lodenn, deizlevr ar bloavezh 1950
  • Ur bloavezh er broioù-krec'h kentañ lodenn deizlevr 1951
  • Ur bloavezh er broioù krec'h eil lodenn, deiz Levr 1952
  • Distro e Breizh, Gwened, kentañ lodenn, deizlevr 1953
  • Distro e Breizh Ploermael, eil lodenn, deizlevr 1954
  • Distro e Roazhon, deizlevr ar bloavezh 1955
  • Distro e Roazhon, deizlevr 1956 ha 1957
  • Ur bloavezh a reuz, deizlevr ar bloavezh 1958
  • Ur brezel o kenderc'hel, deizlevr ar bloavezh 1959
  • O treuziñ ar gouelec'h, deizlevr ar bloavezh 1960
  • Gourlenn, deizlevr ar bloavezh 1961
  • Ur bloavezh oc'h echuiñ, 1962
  • Un dispac'h o c'hwitañ, 1963
  • O klask hentoù nevez, 1964
  • Amzer an emdouell, 1965
  • An Hent-Dall, 1966

Levrioù all

*e ti Gevred - Deizlevr brezel 1939-1944 (diviet) - Poanioù-Spered an Tad Gwazdoue (Romant) - An Deiz-ha-Bloaz (danevelloù, diviet) - Enez Ar Vertuz (Embannadur roneoskrivet e teir levrenn 1965-66) *e ti Al Liamm : - An Deiz-ha-bloaz (eil embannadur) - Ar Fest-Noz (danevelloù) - E Penn an Hent (romant) *e ti Imbourc'h : - Istor hol lennegezh : Skol Walarn (tri embannadur, div levrenn) ; - Istor an Emsav (3 levrenn, diviet) - Istor Kembre (diviet) - Porzh an Ifern (Romant) - An Diskoulm Diwezhel (Reuzc'hoari) - Kelc'h an Amzer (Dastumad barzhonegoù) Troidigezhioù graet gantañ :- Antigone (Sofokles, diviet) - Da lestr eo da vuhez (Santez Tereza Lesawez) - Hent (Sant José-Maria Escriva de Balaguer) - An Nor d'ar vuhez deol (Sant Fransez a Sal) Oberennoù all :- Geriadur Arnevez (Galleg-Brezhoneg) - Geriadur ar brezhoneg arnevez (Brezhoneg-galleg, diviet) - Lexique complémentaire, Brezhoneg-galleg ha galleg-brezhoneg (2 levrenn, a-gevret gant Jil Ewan ha Marc'h-Kleur) - Kenskriverezh R. Ar Pradig gant Meven Mordiern - Barzhonegoù Owen, diwar ar c'hembraeg - Meur a studiadenn war saviad ar broioù keltiek, ha pergen war ar c'herneveg. - Meur a oberenn wenedek aozet e brezhoneg unvan, en o zouez "Enez Ar Vertuz" an Tad Marion … - Notennoù Politikel, bep miz war Imbourc'h ha Kannadig Imbourc'h

Pennadoù all, niverus, a zo bet embannet gant kelaouennoù an Emsav : Al Liamm, Barr-Heol, Emsav, Preder, hag all.