Kemperle
(Adkaset eus Anawrot)
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Kemperle | ||
---|---|---|
![]() Ar c'hoc'hu hag iliz ar Groaz Santel (XIvet kantved) | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Quimperlé | |
Bro istorel | ![]() ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kemper | |
Kanton | Kemperle (pennlec'h) | |
Kod kumun | 29233 | |
Kod post | 29300 | |
Maer Amzer gefridi | Michaël Quernez 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Kemperle Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Gerne | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 12 188 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 384 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 2 m — brasañ 83 m | |
Gorread | 31,73 km² | |
kemmañ ![]() |
Kemperle a zo ur gumun e departamant Penn-ar-Bed, e Mervent Breizh. Pennlec'h kanton Kemperle eo. Emañ war varc'h etre Kerne, tu kornôk ar stêr, ha Bro-Wened, tu reter ar stêr Izol.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dont a ra anv kêr eus hini kember ar stêrioù Ele hag Izol.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skol Diwan Kemperle o kerzhout e dibenn Redadeg 2010 e Pondi
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'an 18 a viz Kerzu 2008 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'ar 4 a viz Mae 2012 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 2.
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ur skol Diwan a zo eno abaoe 1989.
- Un hentad divyezhek publik a zo eno abaoe 2010 er skol Bisson.
- E distro-skol 2019 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 158 skoliad (8,2 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[2]
Prizioù dazont ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E 2011 e oa bet roet da di-kêr Kemperle Priz kentañ Dazont ar brezhoneg, rummad “Strollegezhioù” gant Ofis Publik ar Brezhoneg[3].
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
En erminig e gilhog en gul, iziliet ha klipennet en aour.
|
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Iliz katolik ar Groaz Santel e goueled-kêr
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stêrioù Kemperle[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An Dourdu, adstêr d'al Laeta
Dezougen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ti-gar Kemperle war al linenn hent-houarn Landerne Savenneg.
- Tro Bro Kemperle, pe "TBK", ar rouedad dezougen beajourion e Bro Kemperle.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An hent roman eus Darioritum (Gwened bremañ) da Lokmaria-Kemper a dreuze an Ele e Kemperle, an hent roman eus Vorgium (Karaez bremañ) d'ar Pouldu a dreuze Kemperle hag ur "c'hastrum" a voe savet gant ar Romaned war lez dehoù an Ele da ziwall an hentoù[4].
VIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Douaroù a vefe bet roet da C'huntiern, ur manac'h deuet eus Kembre, en "Anawrot" ha parrez Bei gant Gradlon, roue Kerne. Eno e savas abati Anawrot, kavell kêr Gemperle[5].
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Kemperle da benn ur bann[6].
- Tennet e voe trev Sant-Dewi (Saint-David ez-ofisiel) digant Redene ha staget e voe ouzh kumun Kemperle[7].
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù e parrez Sant-Mikael gant Louis Barbé, person, Thomas Bizien, kure, Fougerolle ha Pierre Davan, menec'h ag urzh Sant Benead, Robert Lallemant, priol e kouent Sant Maoris ha Joseph Bigeon, manac'h ag urzh Sant Fransez; nac'het e voe al le e parrez Sant Mikael gant Lamoignon, aluzenner an ospital, ha Latour, jezuist, aluzenner an Ursulinezed, hag e parrez Sant Kolomban gant Regnier, person, Forget, kure, Frogerays, beleg da sikour kovez ha Boisrouvray, jezuist, e trev Sant Dewi gant Le Moign ha Guennec, kureed, hag e parrez Lotea gant ar person, Galliot e anv[8].
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erruet an hent-houarn (linenn Hent-houarn Landerne Savenneg) er gumun e miz Gwenholon 1863.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- C'hwec'h gwaz eus Kemperle a voe fuzuilhet e miz Gouhere 1944 gant an Alamaned e Kerfani e Molan[9];
- d'an 23 a viz Mae 1945 e voe kavet korfoù marv pevar den eus ar gumun e-tal gwikadell Porzh-Loeiz. Er Rezistañs e oant; fuzuilhet e oant bet gant al lu alaman[10].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Guntiern, manac'h ha sant brezhon hag a savas abati Anawrot, kavell kêr Gemperle, er VIIvet kantved.
- Gourloez, anavezetoc'h evel "Urlo" pe "Urloù", pe "Sant Urlo", kentañ abad Abati ar Groaz Santel e Kemperle.
Delwenn-led Sant Guntiern en iliz ar Groaz Santel.
Delwenn-led Sant Urloù en iliz ar Groaz Santel.
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1789 : Matilin an Dall, talabarder
- 1804 : Corentin Marie Le Guillou, beleg katolik ha sonaozour
- 1815 : Kervarker, dastumer gwerzioù ha lenneg
- 1876 : Adolphe Beaufrère, livour-engravour
- 1949 : Michel Tonnerre, kaner-sonaozer
- 1950 : Melaine Favennec, kaner ha soner
- 1973 : Ronan Le Flécher, kazetenner
Tud bet marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1859 : Matilin an Dall.
- 1880 : Yann-Wilhoù Herri, skrivagner.
- 1895 : Kervarker, dastumer gwerzioù ha lenneg.
- 1931 : Émile Jourdan, livour breizhat.
- 1944 : Loeiz Gourlet, barzh, skrivagner ha troour brezhonek.
- 1981 : Zavier Grall, skrivagner breizhat.
- 1996 : Glenmor, kaner.
Tud beziet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Yann Moñforzh, dug Breizh
Arzourien bet awenet gant Kemperle[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Livourien: Henri Barnoin, Bernard Buffet, Maurice Denis, Louis-Marie Désiré-Lucas, Arthur Midy, Ferdinand du Puigaudeau, Joseph Alexandre Ruellan, Henri Le Sidaner, Charles Wislin,...
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Gellenkirschen | 1966 |
![]() |
Lyskerrys | 1975 |
![]() |
Baile Átha an Rí | 2003 |
![]() |
Nara | 2003 |
Gouelioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Taol Kurun, bep bloaz abaoe 1995, e dibenn miz Genver
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek e 2019
- ↑ Ofis Publik ar Brezhoneg
- ↑ Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, 1939, (e galleg), pajennoù 16 ha 17.
- ↑ Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé (pajenn 24), e ti an aozer, 1939.
- ↑ J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.105.
- ↑ Glad
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajennoù 51 ha 52.
- ↑ "Le Télégramme", Kerfany-les-Pins. Hommage aux 21 résistants fusillés
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 315-316