Louis-Marie Désiré-Lucas
Neuz
Louis-Marie Désiré-Lucas, ganet d'ar 15 a viz Here 1869 e Fort-de-France (Martinique) hag aet d'an Anaon d'an 29 a viz Gwengolo 1949 e Douarnenez a oa livour. Mab e oa d'ur c'homiser ar verdeadurezh bet ganet e Plabenneg, Louis Marie Alexandre Lucas e anv, ha d'ur plac'h kreol, Marie-Louise Jaham Desrivaux. Mont a reas an tiegezh Désiré-Lucas da chom e Brest pa oa Louis-Marie tri bloaz.
Ur mailh e oa Louis-Marie Désiré-Lucas war dachenn ar splann hag an teñval.
Un nebeud oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- La jeune Ouessantine («An Eusaadez yaouank»),
- Église Sainte-Croix à Quimperlé («Iliz ar Groaz Sentel e Kemperle»), 1922
- Hêtraie des Plomarc'h («Faoued Plomarc'h»)
- La petite Vannetaise (Ar Wenedadez vihan)
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Désiré-Lucas, Marie-Paule Piriou, Éditions Palantines, 2006, ISBN 2911434579
- Peintres des Côtes de Bretagne, Léo Kerlo ha Jacqueline Duroc, Chasse-Marée, 2006, ISBN 9782914208833