Iliz katolik ar Groaz Santel (Kemperle)
Neuz
Iliz ar groaz Santel e Kemperle a zo un iliz katolik bet savet evit menec'h Abati ar Groaz Santel en XIvet kantved. Un iliz parrez eo bremañ.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Divizet e voe gant an Abad Benedig, mab da Alan Kanhiart, kont Kerne, ha breur da Hoel II, dug Breizh, adsevel iliz ar manati evit gellet diskouez relegoù Sant Urloù d'ar feizidi, pezh a voe graet e 1083 hervez Henri Guiriec[1], met boulc'het e 1084 hepken hervez André Mussat[2].
Ar prantad romanek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hev-iliz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar c'hev-iliz.
- Togennoù.
- Delwennoù-led.
Ar c'heur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar c'heur, XIvet-XIIvet kantved.
Ar stern-aoter
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E 1541 e voe savet ar stern-aoter e mod an Azginivelezh diwar goulenn Daniel de Saint-Alouarn, an diwezhañ abad relijiel eus an abati. Ouzh tal an nev emañ. Graet e voe gant maen Taillebourg. E 1732 e voe ouzhpennet delwennoù ar pevar avielour benet gant Morillon, ur c'hizellour eus Roazhon, ha lakaet e voent er c'hustodoù bet benet evit rein lec'h da ziv skeudenn hepken[3] .
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dave ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, pajenn 36, e ti an aozer, 1939
- ↑ Histoire de la Bretagne, pajenn 223, Embannadurioù Edouard Privat, Toloza, 1969
- ↑ Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, pajennoù 66 ha 67, e ti an aozer, 1939