Redene
Redene | ||
---|---|---|
An ti-kêr. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Rédené[1] | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kemper | |
Kanton | an Arzhanaou (betek 2015) Kemperle (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29234 | |
Kod post | 29300 | |
Maer Amzer gefridi | Jean Lomenech 2008-2020 | |
Etrekumuniezh | Kemperle Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Gerne | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 911 ann. (2020)[2] | |
Stankter | 119 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 4 m — brasañ 81 m | |
Gorread | 24,49 km² | |
kemmañ ![]() |
Redene a zo ur gumun eus Bro-Gwened e kanton Kemperle, e departamant Penn-ar-Bed, e mervent Breizh.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An hent roman eus Darioritum (Gwened bremañ) da Lokmaria-Kemper a dreuze Redene; savet e voe ur c'hreñvlec'h gant ar Romaned e Mager war lez an hent[3].
XIVvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel hêrezh dugelezh Breizh: pilet e voe ur strollad soudarded Charlez Bleaz e miz Gouere 1342 e Redene gant Janed Flandrez[4].
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Tennet e voe trev Sant-Dewi (Saint-David ez-ofisiel) digant Redene ha staget e voe ouzh kumun Kemperle[5].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 53 gwaz ag ar gumun a varvas er brezel[6].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'ar 26 a viz Gouere 1944 e voe serret daou Rezistant ha dafar radio gant an Alamaned, e Kastell Rozgrann, e piaou an tiegezh de Neuville, un ugent bennak all a Rezistanted hag a gave bod er c'hastell a zeuas a-benn da achap; d'an 28 e voe lazhet ur Rezistant all, André de Neuville, a zeuas betek ar c'hastell da glask àr-lerc'h ur skigner-skingomz; lazhet e voe gant an Alamaned ha douaret gante er c'hoad e-kichen ar c'hastell[7].
- D'ar 27 a viz Gouere 1944 e kouezhas un nijerez Spitfire marilhet BM200 ha kodet AZ-? eus ar 234th Squadron eus ar Royal Air Force e "Manegwenan"; tapet e voe he levier d'an Alamaned[8],[9].
- Seizh gwaz ag ar gumun a varvas er brezel, unan all a voe kollet ha pemp den nann-soudard a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[10].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- War lez ar stêr Ele emañ Redene.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
Meurzh 2001 | → bremañ | Jean Lomenech | Tu-dehou, distrollad | Kuzulier-departamant kozh |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E distro-skol 2022 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 17 skoliad (6,6 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). Ofis ar Brezhoneg
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Met skrivet e vez "Rédéné" an aliesañ gant ar gumun, h.a.
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, 1939, (e galleg), pajenn 16
- ↑ Lec'hienn ar gumun
- ↑ Glad
- ↑ Monumant ar re varv
- ↑ Famille Butler de La Rochelle
- ↑ Fichenn - Pertes RAF Finistère
- ↑ Pennadoù ha luc'hskeudennoù - Pertes RAF Morbihan
- ↑ Monumant ar re varv