Mont d’an endalc’had

Ðiện Biên Phủ

Eus Wikipedia
Lec'hiadur Ðiện Biên Phủ

Ðiện Biên Phủ pe Diên Biên Phu a zo un distrikt eus Norzh Viêt Nam e proviñs Dien Biên en Tonkin uhel, e-kreizh ar vro thaï (bro an tai dam, thaï du). Bez eo ivez kêrbenn ar proviñs. Brudet eo bet al lec'h goude Emgann Điện Biên Phủ, trec'h meur ar Việt Minh a-enep an Unvaniezh C'hall ha fin Brezel Indez-Sina d'ar 7 a viz Mae 1954.

Oberiadur brezel Castor (1953)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloavezhioù 1950, ar gêr a zo brudet evit an trafikerezh opiom o talvezout 500 000 000 lur Gall bep bloaz. Brudetoc'h eo c'hoazh eo evit an tabut brezel a voe evit perc'henniñ al lec'h dre ma oa ur vammenn riz meur d'al luskad Việt Minh.

Ar rann-vro a voe kreñvaet e miz Du 1953 gant nerzhioù lu an Unvaniezh C'hall e-pad brasañ oberiadur harzlammerezh Brezel Indez-Sina (1946-1954) anvet oberiadur brezel Castor. Ar pal a oa troc'hañ linennoù pourveziñ ar Việt Minh ha rediañ o nerzhioù lu da zont e Dien Bien Phu evit ma vefe un emgann gwir, ar C'hallaoued o soñjal dezho e oa an tu nemetañ da drec'hiñ kadoniezhoù brezel ar Brezel kuzh.

Sez Điện Biên Phủ (1954)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1954 e voe Emgann Điện Biên Phủ etre ar Việt Minh ( gant e-penn ar jeneral Võ Nguyên Giáp), hag an Unvaniezh C'hall ( gant e-penn ar jeneral Henri Navarre, dazeilad ar jeneral Raoul Salan).

Sez ar gwarnizon a voe ledet war 57 devezh, adal an 13 a viz Meurzh 1954 da 5eur 30 goude merenn betek ar 7 a viz Mae 1954 da 5 eur 30 goude merenn. Al lec'h difenn su "Camp Isabelle" a gendalc'has ar stourm goude an arsav-brezel brezel betek 01:00 mintin. Kroget e oa dija an emvod meur arsav-brezel e Geneva gant Stadoù-Unanet Amerika, ar Rouantelezh Unanet, an Unvaniezh C'hall hag an URSS d'ar 26 a viz Ebrel 1954.

An emgann a voe pouezusoc'h he zisorc'h pelloc'h evit douaroù traoniennoù Điện Biên Phủ. Trec'h Giáp a roas lamm d'an dalc'hidigezh C'hall en Indez Sina hag a voe mammenn da didroc'hañ ar vro etre Su ha Norzh Viet Nam dibabet gant prezegenn Geneva (1954).