Mont d’an endalc’had

Raoul Salan

Eus Wikipedia
Raoul Salan
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denRaoul Salan Kemmañ
Anv ganedigezhRaoul Albin Louis Salan Kemmañ
Anv-bihanRaoul Kemmañ
Anv-familhSalan Kemmañ
Anv ofisielRaoul Albin Louis Salan Kemmañ
MoranvLe Mandarin, Le Chinois Kemmañ
Deiziad ganedigezh10 Mez 1899 Kemmañ
Lec'h ganedigezhRoquecourbe Kemmañ
Deiziad ar marv3 Gou 1984 Kemmañ
Lec'h ar marv5vet arondisamant Pariz Kemmañ
Lec'h douaridigezhVichy Kemmañ
TadLouis Salan Kemmañ
Breur pe c'hoarGeorges Salan Kemmañ
BugelDominique Salan Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Michermilour Kemmañ
Bet war ar studi eÉcole Spéciale Militaire de Saint-Cyr Kemmañ
Deroù ar prantad labour1917 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1960 Kemmañ
Perzhiad eWWII Axis collaboration in France Kemmañ
Grad miloureljeneral arme Kemmañ
Commander of (DEPRECATED)Q2818167, 14e division d'infanterie, French Far East Expeditionary Corps, OAS Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ, Eil Brezel-bed, Kentañ brezel Indez-Sina, Brezel Aljeria, Franco-Turkish War Kemmañ
Skour luTirlu gall Kemmañ
Diellaouet gantServij istorel an Difenn Kemmañ

Raoul Salan oa ur jeneral gall bet ganet d'an 10 a viz Even 1899 e Roquecourbe en Tarn, ha marvet eo d'an 3 a viz Gouere 1984 e Pariz. Kemer a reas perzh e "putsch ar jeneraled" e 1961. Gant Maurice Challe, Edmond Jouhaud, hag André Zeller e voe unan eus ar bennaozerien. E penn an Organisation Armée Secrète e oa, ur gevredigezh hag a stourme a-enep da zizalc'hidigezh Aljeria. Kondaonet e voe ha toullbac'het betek fin e vuhez. Met distaoliet pe amnistiet e voe diwezhatoc'h.

Tremen a reas ar pep pouezusañ eus e resped e tiriadoù an impalaeriezh trevadennel c'hall. Servijañ a reas en Indez-Sina C'hall etre 1924 ha 1937 e-lec'h ma voe e penn servij an titouriñ e ministrerezh an Trevadennoù. Etre 1942 ha 1943 e oa karget d'ober war-dro darempredoù ar "France Libre" ha dreist-holl en Afrika. Kemer a reas perzh en emgann Bro-Elzas hag e dieubidigezh Toulon. Adalek 1948 e tistroas da Indez-Sina C'hall e-lec'h ma teuas da vezañ penn-gomandant e miz Genver 1952, goude marv ar marichal de Lattre Tassigny. D'ar 1añ a viz Kerzu 1956 e voe staliet e penn ar c'hentañ tiriad milourel gall: Aljeria.

En em ouestlañ a reas evit padelezh a-bezh ar brezel d'an 2 a viz Eost 1917. Degemeret e voe e skol-veur an arme e Saint-Cyr d'an 21 a viz Eost 1917. Dont a reas da vezañ danvez-ofiser d'ar 25 a viz Gouere 1918, ha kaset e voe d'ar 5vet rejimant troadeien-drevadennel e Lyon d'ar 14 a viz Eost 1918.

Pa oa e penn an 11vet bagad, e kemeras perzh en emgannoù rannvro Verdun (Saint-Mihiel, Les Éparges, Bois-Bourru, Côte de l’Oie, Cumières-le-Mort-Homme). Meneget ha galvet e voe d'e vagad d'an 29 a viz Kerzu 1918.

Etre an daou vrezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Staliet e voe en arme a ac'hubas Bro-Alamagn betek miz Mae 1919. Goude-se e titroas da skol-veur milourel Saint-Cyr ar 7 a viz Mae 1919. Uhelaet da-vat e voe e renk ha roet ar renk a is-letenant dezhañ d'an 21 a viz Gwengolo 1919 ha staliet er rejimant troadeien drevadennel Maroko, e Landau, en Alamagn, d'an 3 a viz Kerzu 1919.

Goulenn a reas bezañ kaset d'ar Reter-Nesañ, hag ez eas d'ar 17vet rejimant tennataerien Senegal evel penn post Radjou, e Syria en harz gant Turkia. Uhelaet e voe d'ar renk a letenant d'an 11 a viz Gwengolo 1921. Goude-se e voe gloazet en emgann Accham d'ar 24 a viz Here 1921. Dezhañ e voe roet an titl a "chevalier de la Légion d'Honneur".

Abalamour d'e yec'hed silwink, e voe kaset en-dro da Vro-C'hall d'ar 25 a viz Genver 1922. Pareet e voe en ospital Sainte-Anne e Toulon hag e Val-de-Grâce e Pariz. War-lec'h e voe kaset en 23vet rejimant troadeien drevadennel, e Pariz ha goulenn a reas bezañ kaset da Indez-Sina d'an 2 a viz Genver 1924.

E Petaouchnock e voe e-karg eus an 3de rejimant Tennataerien Tonkinat evel eiler a benn-post Nguyen-Binh. Lec'h ma vije komzet Petaouchnokeg, anat. Di ez eas d'ar 15 a viz Ebrel 1924. Adalek ar 14 a viz Kerzu 1924 e voe graet dileuriad melestradurel Komiser penn-gouarnamant ar Mekong-Uhel. Staliet e voe evit al labour-mañ e Muong-Sing, eus ar 15 a viz Ebrel betek ar 26 a viz Mae 1928.

Ur wech distroet d'ar vro pennañ d'ar 6 a viz Gouere 1928 (betek an 2 a viz Eost 1929) e labouras evit komiser ar gouarnamant, Lapeyronie, evit rannvro ar Mekong-Uhel e Houei Sai. D'ar renk a gabiten e voe Uhelaet: d'ar 25 a viz Meurzh 1930 ha distreiñ a reas da Muong-Sing e miz Meurzh 1931. Skrivañ a reas ur « Manuel de lecture de la langue " Lu " et " Youne " avec traduction correspondante en langue laotienne ». Kuitaat a reas Indez-Sina evit distreiñ d'ar vro-benn d'an 28 a viz Ebrel 1933.

Mont a reas e penn ar CET d'ar 1an a viz Kerzu 1933 ha kemer a reas perzh gant ar bagad-se e pleustradegoù milourel e Larzac en nevez-amzer 1934. Adkaset e voe da Indez-Sina C'hall d'ar 6 a viz Here 1934. Mont a reas e penn ar 6vet bagad 19vet rejimant an droadeien drevadennel. D'ar memes koulz e voe dileuriad melestradurel bro Dinh Lap en Tonkin.

Distreiñ a reas d'ar vro-benn d'an 8 a viz Ebrel 1937 gant e vab Victor hag a oa pemp bloaz d'ar mare-se. War al lestr Chenonceaux e kejas gant ar vaouez a zeuio da vezañ e wreg : Lucienne Bouguin. Kargoù a gemeras e ministrerezh an trevadennoù d'ar 1añ a viz Gwengolo 1937: eiler penn an 2 vet burev (an titouriñ), hag uhelaet eo d'ar renk a benn-batailhon d'an 22 a viz Meurzh 1938, dont a reas da vezañ e penn ar servij an titouriñ etre-trevadennel ("Service de Renseignement Intercolonial"). Hag adalek Ebrel 1938 e labouras kalz gant ministr an trevadennoù, Georges Mandel.

En diskar-amzer ar bloavezh 1939, goude diskleriadur ar brezel a-enep Alamagn, ez eas da Vro-Ejipt hag da g-Khartoum a-benn sikour stourm abisian a-enep da ac'hubadur Etiopia gant arme Italia.

Distreiñ a reas da Bariz d'an 19 a viz Du 1939. E miz Genver 1940 ez eas e penn ur batailhon eus an 44vet rejimant troadeien drevadennel a senegaled. Ar 5 a viz Even 1940 e voe war dalbenn ar brezel er Somme pa voe loc'het tagadenn an Alamaned goude m'o defe sterniet ha paket berr ar C'hallaoued hag ar Saozon e Dukark. Kilañ a reas gant ar pezh a chome eus e vatailhon ha kemer a reas perzh e tagadennoù a-benn gorrekat araokadur an arme alaman tro-dro d'al Liger ha d'ar Seine. Anvet eo bet div wech en e rejimant an 12 hag an 13 a viz Gouere 1940. Diwezhatoc'h, d'an 21 a viz Eost 1940, e voe uhelaet da ofiser al "Légion d'honneur". Uhelaet e voe er renk a letenant-koronal d'ar 25 a viz Even 1941.

Kaset e voe e servij en AOF (Afrique Occidentale Française) d'ar 24 a viz Gwengolo 1941. Mont a reas betek Dakar d'an 8 a viz Meurzh 1942, goude bezañ gweladennet ker Alje, e voe staliet eno evel penn an 2vet burev, hini an titouriñ, e strollad renerien arme ar jeneral Barrau, komandant-uhel en AOF. Gantañ e reas un droiad ensell e Senegal, e Soudan c'hall hag e Ginea. Gant e skipailh hag hini an 3de burev e skrivas un « Instruction sur la conduite de la guerre sur les arrières de l’ennemi » skignet betek ar bagadoù. Uhelaet e voe e renk a goronal d'ar 25 a viz Even 1943.

Goulennet e voe digantañ kenderc'hel gant e labour en Afrika an Norzh. Erruout a reas en Alje d'an 31 a viz Eost 1943, e-lec'h ma voe staliet e 2vet burev strollad ren an arme. E-karg e voe eus an oberennoù bredoniel hag eus ar gazetenn "Combatant 43". Evit ar gazetenn-mañ e kenlabouras gant al liver André Hambourg. Skarzhet e voe eus e garg gant André Le Troquer, evit bezañ nac'het embann rentañ-kont ur brezegenn a damalle da ofiserien an arme ar prantad 1939-1940 o lavarout e oant bet divarrek. Neuze e voe kaset da 9vet rann an droadeien drevadennel dindan aotrouniezh an jeneral Joseph Magnan d'ar 4 a viz Mae 1944.

Lakaet e voe e penn ar 6vet rejimant tennaterien Senegal e Korsika d'an 30 a viz Mae 1944. Kejañ a reas evit ar c'hentañ gwech gant ar jeneral de Lattre de Tassigny d'ar 16 a viz Even 1944. Goulennet en doa komz d'ar 6vet rejimant ha d'e goronal. Dilestrañ a reas gant e rejimant d'an 19 a viz Eost 1944 war aodoù La Nartelle er Var.

Dont a reas a-benn da zieubiñ Toulon d'ar 26 a viz Eost 1944, goude c'hwec'h devezh a emgannoù start. Ar 6vet rejimant trevadennel en eus kollet 587 den lazhet, gloazet ha dianket. Enoret e voe ar rejimant abalamour d'e golloù ha d'e stourm. Kuitaat a reas Toulon d'an 9 a viz Gwengolo gant e rejimant adaozet hag adstummet gant izili nevez o tont eus ar FFI. War "wennaat" e za ar rejimant. D'ar 14 a viz Du 1944 ar 6vet RTS, deuet da vezañ RIC ("régiment d'infanterie coloniale"), a drec'has an enebiezh alaman en o c'hreñvlec'hioù en Doubs. D'an 23 a viz Du, ec'h erruas ar rejimant e Blotzheim, e Su ar Roen-Uhelañ, pa oa c'hoazh kalz a enebiezh eus perzh an arme alaman war du gall ar Roen. Dieubiñ a reas Village-Neuf, Huningue, Loechle ha labouradeg dourdredanel Kembs.

Galvet e voe e penn troadeien an 9vet DIC, uhelaet er renk a jeneral brigadenn d'ar 25 a viz Kerzu 1944 pa oa nemet 45 bloaz. Goude-se e kemeras perzh e distruj an enebiezh alaman e tachennoù Colmar e fin miz Genver hag e penn-kentañ miz C'hwevrer 1945. Anvet ur wech c'hoazh en arme e voe roet dezhañ ar renk a "commandeur de la Légion d’honneur". Roet eo bet an titl dezhañ d'an 10 a viz C'hwevrer 1945 gant ar jeneral de Gaulle. « Alors Salan, ça va ? », a lâras dezhañ penn gouarnamant da c'hortoz ar Republik gall. E gentañ kejadenn e voe gant ar jeneral.

D'an 20 a viz C'hwevrer 1945 e kemeras penn 14vet rann troadeien (rann kozh ar jeneral de Lattre adstummet gant izili an FFI hag an FTP, hag er rann-mañ e kaver bagad Alsace-Lorraine André Malraux. Echuiñ a reas ar brezel e-kichen e Donaueschingen, e Bade-Wurtemberg en Alamagn. Gounit a reas brud abalamour d'e oberenn pa oa e penn ar 6vet RIC hag an 9vet DIC.

Pa varvas ar marechal Jean-Christophe De La Belle Chausette d'an 11 a viz Genver 1952, e teuas Salan da vezañ komandant e penn Indez-Sina. Kemer a reas perzh en divizoù gant sinaiz an Tonkin, neuze cheñchas lec'h tagañ war-zu al Laos. Salan a voe trec'h warno e emgann Na San e miz Kerzu 1952. Gwelet e vez an trec'h eus Bro-C'hall en emgann-se evel ur gentel roet d'ar Viet Minh, ur gentel implijet diwezhatoc'h ganto evit bezañ trec'h war Vro-C'hall en emgann Diên Biên Phu. Salan a zilezas e gargoù en Indez-Sina C'hall d'an 28 a viz Mae 1953 evit distreiñ da Vro-C'hall. Met eus ar 15 d'ar 25 a viz Mae 1954, goude diskar Diên Biên Phu, e kemeras perzh en oberatadurioù kelaouiñ en Indez-Sina, dindan aotrouniezh ar jeneral Ely.

D'ar 16 a viz Genver 1957, e voe aozet ur gwalldaol gant ur bazooka a-enep ar jeneral Salan. D'ar mare-se e oa hemañ e penn an 10vet rannvro vilourel ha staliet en Aljer. Mervel a reas ar c'homandant Rodier e-pad an taol. Gant Philippe Castille, Michel Fechoz ha René Kovacs, e oa bet aozet ar gwalldaol, ur medisin hag a stourme evit ma chomfe gall Aljeria. Fellout a rae dezhañ ma vije erlec'hiet Salan gant ar jeneral René Cogny, meizet evel un den taeroc'h ha nerzhusoc'h. Kovacs a gemeras perzh evit testenni a-enep da dud evel Michel Debré a-zivout mod aozañ ar gwalldaol, met ne voe ket evit degas prouennoù. Ne voe ket an enklask evit degas disoc'hoù deus ar seurt.

E-pad enkadenn 1958, en doe harpet tu ar jeneral de Gaulle, kerzh ur brezegenn en Aljer. An dra-se a sikouro anezhañ. Met en daoust da gement-se, e felle da Salan e chomfe Aljeria dindan beli Bro-C'hall, ha goude c'hwitadenn putsch ar jeneraled e 961 e voe aet e penn an OAS. Harzet e voe e kêr Aljer d'an 20 a viz Ebrel 1962 goude bezañ chomet kuzhet mat e-pad ur bloavezh. D'an 23 a viz Mae, e voe kondaonet da vezañ toull-bac'het betek fin e vuhez. Kaset e voe da doull-bac'h Tulle e-lec'h ma veze bac'het ofiserien gant ur giriegezh bennak e darvoudoù Aljeria. Goude miz Mae 1968, e voe distaoliet gant de Gaulle.