OAS (Organisation Armée Secrète)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Logo OAS

Organisation armée secrète (OAS), pe c'hoazh Organisation de l'armée secrète, a oa un aozadur politikel ha soudardel. Sponterezh a veze graet gant e izili. Krouet e voe d'an 11 a viz C'hwevrer 1961, goude un emgav e Madrid etre Jean-Jacques Susini ha Pierre Lagaillarde. Ennañ e oa tud a felle dezho ma chomfe Aljeria ul lodenn eus Frañs. Logo OAS a zeuas war-wel evit ar wech kentañ e Aljer d'ar 16 a viz Meurzh 1961, asambles gant al lugan : « L’Algérie est française et le restera » (Gall eo Aljeria ha gall e chomo). Un dave da arme guzh ar Rezistañs eo an anv OAS. Gwalldaolioù a voe aozet gant izili OAS, a-enep izili FLN Aljeria hag ivz a-enep d'ar re a oa a-du gant de Gaulle (teir gwech e klaskjont e lazhañ). Ouzhpenn lazhañ tud e tristrujjont savadurioù, e skignjont traktoù e-leizh, hag e tagjont tiez-bank a-benn kaout peadra da arc'hantañ o stourm.

En nevez-amzer 1961 e teuas ar c'homiser Grassien, hag eñ isrener ar polis justis (PJ), da Aljer. Gantañ e oa 15 ofiser polis all. Ne rejont ket kalz berzh ha d'an 9 a viz Du e tistrojont d'ar C'hwechkorn. Un nebeud sizhunvezhioù goude e voe kaset rener ar PJ, Michel Hacq e anv, da gemer o flas. Gantañ teuas daou c'hant enseller polis hag ur bagad 15 archer. An archerien-se a oa renet gant ar c'habiten Lacoste, hag en doa bet tro da stourm ouzh izili FLN Aljeria. An archerien-se eo a harzas ar jeneral Raoul Salan d'an 20 a viz Ebrel 1962, a-drugarez da ditouroù bet dastumet gant PJ Pariz.

Un trakt savet gant OAS (Memorial Caen)

Ar jeneral Charles Feuvrier, hag a oa e penn Surentez an arme, a aozas ur framm ispisial e bal stourm ouzh OAS en Aljeria. Anvet e voe ar framm-se Rann ar c'hefridioù hag an enklaskoù.

Ouzhpenn ar frammoù ofisiel e voe kaset re ziofisiel, a reer barbouzed (galleg: barbouzes) anezho. Diazezet eo o anv war ar fed e oant sañset kuzhat o dremm gant mourroù faos. Ne oa tamm kemenn ofisiel ebet a denne d'ar varbouzed, hag e teuent eus holl renkadoù ar gevredigezh : tud arbennik war sportoù emgannañ, tud a Viet-Nam o doa dibabet Frañs da vare brezel Indosina, truanted evel Jean Augé hag an houlier Georges Boucheseiche, hag a oa bet ezel eus ar Gestapo gall. An tuta hag ar veaj da Aljeria a voe aozet gant tud a-du gant de Gaulle evel Lucien Bitterlin, hag eñ e penn Mouvement pour la communauté, ha Pierre Lemarchand. Karget e voe ar varbouzed d'ober enep-sponterezh : lakaat savadurioù zo da darzhañ, goulennata tud (jahinerezh a vije bet, hervez izili OAS), ha treuzkas titouroù diwar-benn OAS bet dastumet gant izili FLN Aljeria. Ul lodenn vras eus ar varbouzed az eas e SAC goude 1962, evel Augé (hag a voe e penn SAC Lyon hag ar rznvro tro-dro) pe c'hoazh Georges Boucheseiche.

Er C'hwec'hkorn e teuas ar stourm a-enep OAS da vezañ efedus azalek miz Kerzu 1961, pa voe aozet ar Burev Liammañ (galleg : Bureau de Liaison, BDL). Ennañ e oa bodet an holl boliserien a oa e-karg eus enklaskoù a-zivout OAS. Pennoù-bras ar Burev en em vode bep noz, hag e darempred e oant gant ministr an diabarzh, Alexandre Sanguinetti e anv, ha kuzulier ispisial Michel Debré e-karg eus kenurzhiañ ar servijoù kuzh, Constantin Melnik e anv.

Bilañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez an istorour gall Rémi Kauffer e vije bet lazhet etre 1700 ha 2000 den gant OAS.[1]. Ar c'hazetenner amerikan Paul Hénissart a soñj dezhañ, diwar titouroù diofisiel, e vije bet lazhet 2 200 den. An istorour gall Guy Pervillé a soñj dezhañ ez eo posupl e vije bet lazhet muioc'h a dud. E savboent a zo diazezet war daou renta-kont savet gant an nerzhioù urzh (unan gant ar Surentez vroadel, galleg : Sûreté nationale, egile gant ar jeneral Fourquet, hag a oa e penn an arme c'hall) ha war ar fed ez eas ar feulster war gresk etre an nevez-amzer hag an hañv 1962[2]. Hervez urn istorour amerikan all, Rudolph J. Rummel e anv, e vije bet lazhet da nebeutañ 12 500 den(12 000 sivil ha 500 ezel eus an nerzhioù urzh), ar pezha glot gant ar pezh a soñje Charles de Gaulle e-barzh Mémoires d'espoir. Ne sav ket a-du an istorour Olivier Dard[3].

E 1962 e voe harzet 635 ezel eus OAS. 224 anezho a voe barnet, en o zouez e voe didamallet 117 den, 53 a voe kondaonet d'an toull-bac'h gant goursez, 38 kondaonet d'an toull-bac'h, ha tri anezho kondanet d'ar c'hastiz d'ar marv ha lazhet : Roger Degueldre, Claude Piegts ha Albert Dovecar, hag ivez Jean Bastien-Thiry, padal ne oa ket ezel eus OAS. Tud all a voe harzet goude-ser, en holl e voe harzet 3 680 den (kontetn gant Rémy Kauffer, hag a lavar ivez e voe lazhet meur a gantad eus izili OAS gant ar boliserien, an archerien, ar soudarded hag ar varbouzed e-pad ar brezel). Meur a ezel eus OAS az eas da repuiñ en estrenvro, dreist-holl e Spagn, Portugal hag e Suamerika.

Azalek miz Kerzu 1964 e voe distaolet ar re a oa bet kondaonet da nebeutoc'h evit 15 vloaz toull-bac'h. E miz Meurzh 1966 e voe digastizet war-dro kant den all, ha tri miz goude-se e voe embannet un eil lezenn distaoladeg : diverket e voe kondaonidigezhioù an holl re a oa bet dieubet. Ar jeneral Jouhaud, hag a oa bet kondaonet evit e vuhez-pad, a voe dieubet e miz Kerzu 1967. E 1968 e kejas tud bet e OAS gant Jacques Foccart hag e kinnigjont dezhañ labourat asambles gant tu de Gaulle a-enep d'a reuz a oa e Frañs. Goulenn a rejont ivez ma vefe distaolet ar re a oa c'hoazh en toull-bac'h, hag asantet e voe. Ul lezenn distaoladeg all a voe e miz Gouere 1974 : kondaonidigezioù all a voe nullet neuze. E miz Kerzu 1982 e voe un distaoladeg all, hag e voe addegemeret en arme an ofiserien hag a oa bepred bev. E 1987 e voe embannet ul lezenn diwar-benn an dud advroet : an nebeud kondaonidigezhioù a dalveze c'hoazh a voe nullet.

Aozadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aozadur en Aljeria[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennoù-bras[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jeneral Raoul Salan

Bro Aljer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jeneral Paul Gardy (skoazeller: koronal Yves Godard)
  • AW Aozadur ar werin (koronal Jean Gardes, skoazeller Michel Leroy), e-karg eus an tuta.
    • BA Burev an arc'hantañ (Charles, Rambaud)
      • R1 Rann an dafar (Medeu, Armstrong, Trouard, Duriff)
      • R2 Rann ar budjed (Michel, Rameau)
      • R3 Rann sokial (Anciso, Verneuil)
    • Kommando Z (Jean-Marcel Zagamé)
    • Grand-Alger (Koronal Roland Vaudrey)
  • OPP Obererezhioù Psikologel ha Propaganda (Jean-Jacques Susini, skoazeller Georges Ras), e-karg eus lakaat ar boblañs da sevel a-du gant OAS.
  • ATO Aozadur Titouroù Obererezhioù (Jean-Claude Perez, skoazeller Gérard Dufour), e-karg eus an obererezhioù o fal tapout ar galloud.
    • BKT Burev kreiz an titouroù (Jean Lalanne), e-karg eus dastum an holl ditouroù.
      • Kommando Alpha (Jacques Achard)
    • BOO Burev an Obererezhioù Oberiant (Letanant Roger Degueldre, skoazeller : Letanant Pierre Delhomme), e-karg eus kas an obererezhioù da benn.
      • Kommandooù Delta (Letanant Roger Degueldre)
        • Delta 1 (Albert Dovecar)
        • Delta 2 (Wilfried Schliederman)
        • Delta 3 (Jean-Pierre Ramos)
        • Delta 4 (Letanant Jean-Loup Blanchy)
        • Delta 5 (Josué Giner, lesanvet « Jezuz Bab-el-Oued »)
        • Delta 6 (Gabriel Anglade)
        • Delta 7 (Jacques Sintes)
        • Delta 9 (Jo Rizza)
        • Delta 10 (Joseph-Edouard Slama)
        • Delta 11 (Paul Mancilla)
        • Delta 24 (Marcel Ligier)
        • Delta 33 (Jacques Bixio)
  • « Soviet ar gabitened »
    • Takad Alger-centre (Kabiten Guy Branca)
    • Takad El Biar (Letanant Olivier Picot d'Assignies)
    • takad Hussein-Dey (Kabiten Pierre Montagnon)
    • Takad Guyotville (« Nicolas »)
    • Takad Maison-Carrée (Kabiten Philippe Le Pivain)
    • takad Orléans-Marine (Jacques Achard)

Bro Oran[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jeneral Edmond Jouhaud (skoazellerien : komandant Julien Camelin, Letanant listri Pierre Guillaume)
  • AW Aozadur ar Werin (Roméo)
  • OPP Obererezhioù Psikologel ha Propaganda (Charles Micheletti)
  • ATO Aozadur Titouroù Obererezhioù (Claude Micheletti)
  • Arc'hantañ (Daniel Brun)
  • Darempredoù politikel (Robert Tabarot)
  • Obererezhioù (Georges Gonzalès)
  • Torgennoù (tiriadoù Oran) :
    • Torgenn 1 « Bugeaud »
    • Torgenn 2 « La Fayette »
    • Torgenn 3 « Bayard »
    • Torgenn 4 « Cicéron »
    • Torgenn 5 « Hoche » (Gilberte Blay)
    • Torgenn 6 « Socrate »
    • Torgenn 7 « Surcouf »
    • Torgenn 8 « Colbert »
    • Mers-el-Kébir
  • Rouedadoù:
    • Mostaganem (Payras, Favarel)
    • Saïda (Bayle)
    • Sidi-bel-Abbès (Perrin)
    • Tiaret (Letanant Planchot)
    • Bonaparte (Marcel Carreno)
    • France-Algérie (Marc Friess)
    • GAD Garde au Drapeau (Jegou)

Bro Constantine[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Koronal Pierre Château-Jobert
Robert Martel lesanvet « chouan de la Mitidja ».

Aozadur e diavaez Aljeria[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

OAS-Métropole (OAS-Bro-benn)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kefridi I
André Regard
Yves Gignac
Kabiten listri Jean Joba
  • Kefridi II
Jeneral Paul Vanuxem : Pennedileuriad
Kabiten Pierre Sergent : Penn ar pennoù-nras
  • AW Aozadur ar werin (Letanant Daniel Godot)
  • OPP Obererezhioù Psikologel ha Propaganda (Letanant Jacques Chadeyron)
  • ATO Aozadur Titouroù Obererezhioù (kabiten Jean-Marie Curutchet)
    • BKT Burev kreiz an titouroù (Alfred Amiot)
    • BOO Burev an Obererzhioù Oberiant (Letanant Alain de La Tocnaye)
    • SKM Strollad ar C'hommandooù Arme (Georges Robin)
    • Burev ar steuñvioù (Claude Capeau)
  • BY OAS Bro-benn-Yaouankiz (Letanant Nicolas Kayanakis)
  • Kefridi III
André Canal (lesanvet « le Monocle »)
  • Obererezhioù (Philippe Castille, skoazeller Jean-Marie Vincent)
  • Propaganda (Nicolas d'Andréa)
  • Aveerezh (Ferdinand Ferrand)
  • Arc'hantañ (Camille Vignau)
  • Jeune Nation (Broad Yaouank)
Pierre Sidos
  • Résurrection Patrie (Dasorc'h Mammvro)
Marcel Bouyer
Letanant listri Jacques Roy
  • OAR Organisation Algérie Révolution (AAD : Aozadur Aljeria Dispac'h)

OAS-Madrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Strollad disrann, hag a embanne bezañ e penn OAS.
Holl izili strollad Madrid a voe harzet gant ar polis spagnol.
Pierre Lagaillarde
Joseph Ortiz
Koronal Antoine Argoud, hag a zeufe da vezañ skoazeller Georges Bidault
Koronal Charles Lacheroy

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. « OAS : la guerre franco-française d'Algérie », in Mohamed Harbi et Benjamin Stora (dir.), La Guerre d'Algérie, Hachette, 2005, p. 690 ; hag OAS. Histoire d'une guerre franco-française, embannadurioù du Seuil, 2002
  2. « La guerre d'Algérie : combien de victimes ? », in Harbi et Stora, p. 704
  3. Olivier Dard, Voyage au cœur de l'OAS, 2006