Durotriges
An Durotriged a oa ur bobl vrezhon eus Enez Vreizh a-raok aloubadeg ar Romaned. E kreisteiz an enezenn e oant o chom, en un tolead zo aet bremañ d’ober kontelezh Dorset, ha kreisteiz Wiltshire ha Somerset. En-dro dezho e oa an Dumnonii, er c’hornôg, hag ar v-Belgae, er reter. Durnovaria (Dorchester hiziv) ha Lindinis (Ilchester hiziv) e oa kêrioù pennañ o bro.
War a hañval e oant ur c’hevread meuriadoù kentoc’h eget ur bobl unvan. Skoet e veze arc’hant ganto hag adkavet ez eus bet pezhioù moneiz a-hed o zolead kenkoulz hag e lec’h all en Enez Vreizh (Dorset, lodenn Wiltshire, Hampshire, Somerset, lodenn Devon ar reter) pe en tu all d’ar mor, e Jerzenez pe en Arvorig ar c'hornog, e broioù ar Weneted, an Osismied, ar Goriosolited. War ar pezhioù-se ne gaver anv skrivet ebet hag abalamour da se n’anavezer hini ebet eus o renerien. Unan eus o c’hreñvlec’hioù e oa kastell-douar Maiden Castle e Dorset.
Stourm a reas an Durotriged ouzh aloubadeg ar Romaned e 43, met trec’het e voent a-benn ar fin gant soudarded al Legio II Augusta, renet gant Vespasianus. A-benn ar bloavezh 70 e oant bet romanekaet hag ul lodenn eus proviñs Britannia e oa o zolead.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ptol. II, 3, 13 : DUROTRIGES
- Enskrivadurioù, war do 369 :
- Rib 1672 : C(IVITAS) DUR(O)TR(I)GUM (L)ENDIN(I)ESIS
- Rib 1673 : CI(VITAS) DUROTRAG(UM) LENDINIESI(S)
Marteze : Ar re kalonek (= trec'h) en emgann
Levroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ordnance Survey : Map of Roman Britain. Southampton. 1956
- A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|