Maiden Castle

Eus Wikipedia
Maiden Castle gwelet eus an oabl, e 1937

Maiden Castle zo ur c'hreñvlec'h eus Oadvezh an Houarn, er mervent da gêr Dorchester, e kreisteiz Bro-Saoz[1].
Kreñvlec'hioù evel-se, a anver bryngaerioù e kembraeg, a voe savet war torgennoù un tamm e pep lec'h dre Enez Vreizh da vare Oadvezh an Houarn, gant fozioù ha kleuzioù douar ha mein, graet d'en em zifenn a bep tu.

Ne ouzer ket petra eo orin an anv Maiden Castle : gallout a rafe bezañ un anv saoznek modern, o talvezout kement ha "kastell ar werc'hez", abalamour ma seblante diaes da aloubiñ, pe gallout a rafe bezañ un anv keltiek, deveret eus mai-dun, elez "kreñvlec'h meur".

En em astenn a ra war tost da 19 hektar. Soñjal a reer e voe savet an difennoù kentañ war-dro 2000 kent JK. Furchet e voe al lec'h gant an arkeologour Mortimer Wheeler ha gantañ e voe kavet roudoù eus ur gêriadenn eus Oadvezh an Houarn, war-dro 400 kent JK. Aloubet e voe gant ar Romaned er bloavezh 43 ha dilezet e voe war-dro 70.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]