Abatioù Breizh

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

E lizherennoù tev, ar re a chom bev hiziv e-giz abatioù ; e lizherennoù tev stouet ar re n'int ket ken abatioù met a chom e dalc'h ur gumuniezh relijiel

  1. Abati ar Joa, e Kempenieg, er Morbihan, krouet e 1953 goude diannezañ eus Santez-Anna-Wened, trapistined ;
  2. Abati Menez-Kasin e Josilin er Morbihan, prioldi deuet da vout abati er XVIIvet kantved, e dalc'h Beneadadezed;
  3. Abati Itron Varia Beaulieu, e Megrid, en Aodoù-an-Arvor, a oa gwechall e Langadiarn en eskopti Sant-Maloù, krouet war-dro 1160-1170, ennañ chalonied Sant Eosten;
  4. Abati Itron Varia Boporzh, e Pempoull, e Goueloù, urzh ar b/Premontreed, krouet e 1202
  5. Abati Itron Varia Bear, e Bear, e Treger, krouet e 1130, ennañ sistersianed;
  6. Abati Itron Varia ar Gurunenn Wenn, e Chapel-ar-Wern, e Liger-Atlantel, krouet en XIIvet kantved ;
  7. Abati Itron-Varia Verrepoz, e Sant-Jelven, nepell diouzh Mur, e Kerne), krouet d'an 23 a viz Mezheven 1184 gant sistersianed;
  8. Abati sistersianed Boken, (Plened-Yugon, en eskopti Sant-Brieg), krouet d'an 28 a viz 1137 gant menec'h Bear ; divodet gant Rom e 1973 ; abaoe 2011 e dalc'h "Kumuniezh Chemin Neuf"
  9. Abati Itron Varia Buzay, e Rodent, e Bro-Naoned, krouet e 1135, gant sistersianed ;
  10. Abati Sant Maoris Karnoed, (Kloar-Karnoed, e Kerne), diazezet etre 1170 ha 1177 gant sistersianed,
  11. Abati Itron Varia La Chaume, (Machikoul, Bro-Naoned, savet e 1099 gant beneadiz,
  12. Abati Itron Varia an Aeled, e Landeda, e Bro-Leon, savet e 1509 gant "kordennerien" (Frañseziz),
  13. Abati Itron Varia Koadmalouen, e Kerbêr, e Kerne, krouet gant menec'h sistersianed Bear e miz Mezheven 1142,
  14. Abati Itron Varia Daoulaz, e Daoulaz, savet e 1125, gant menec'h Sant Eosten;
  15. Abati Itron Varia Kerlot, (Ploveilh, Kerne-Izel), diazezet d'ar 26 Meurzh 1652, sistersianed, kaset da Gemper en 1668
  16. Abati Itron Varia Langoned, (Langoned, Mor-Bihan), en eskopti Kemper, a zo hiziv en eskopti Gwened, diazezet d'an 20 a viz Mezheven 1136, sistersianed ; hiziv e dalc'h Misionerien ar Spered Santel ;
  17. Abati Itron Varia Lantenac, (Kerhouarn, Aodoù-an-Arvor), en eskopti Sant-Brieg, diazezet en 1149, beneadiz
  18. Abati Itron Varia Lanvaoz, (Brandevi, Mor-Bihan), gwechall e parrez Gregam, diazezet e miz Gouere 1138, sistersianed
  19. Abati Itron Varia an Arvor, (An Arvor, Mor-Bihan)
  20. Abati Itron Varia Melereg, (Melereg-Breizh, Liger-Atlantel), eskopti Naoned, diazezet e 1132, deuet da vezañ abati e 1145, sistersianed
  21. Abati Itron Varia Nid-au-Merle, (Sant-Suleg-ar-C'hoad, Il-ha-Gwilen), eskopti Roazhon, diazezet etre 1112 ha 1117, beneadiz ha beneadadezed (abati doubl)
  22. Abati Itron Varia Pempont, (Pempont, Il-ha-Gwilen), gwechall en eskopti Sant-Maloù, hiziv en hini Roazhon, diazezet e 1199, chalonied reizh Sant-Aogustin
  23. Abati Itron Varia ar Pedennoù, (Beler, Mor-Bihan), Eskopti Gwened, diazezet en 1250-1251, savet da abati e 1252, sistersianed;
  24. Abati Itron Varia ar Releg, (Plouneour-Menez, Penn-ar-Bed), gwechall en eskopti Leon, hiziv en hini Kemper ha Leon, diazezet e 1132, sistersianed
  25. Abati Itron Varia Timadeg, (Brec'han, Mor-Bihan), eskopti Gwened, diazezet e 1841, savet da abati e 1847, sistersianed
  26. Abati Itron Varia ar Granneg, (Ar Granneg, Il-ha-Gwilen), eskopti Dol, hiziv en hini Roazhon, diazezet e 1150, savet da abati e 1170
  27. Abati Gweltaz-Lambrizig, (Gweltaz-Lambrizig, Liger-Atlantel), eskopti Naoned, diazezet en 1026, beneadiz
  28. Abati Sant Weltaz (Lokentaz, Mor-Bihan), eskopti Gwened, Beneadiz
  29. Abati Sant-Gwenole Landevenneg (Landevenneg, Penn-ar-Bed), eskopti Kemper, savet er Vvet kantved, adsavet e 1958, Beneadiz
  30. Abati Sant-Jakez Moñforzh (Moñforzh, Il-ha-Gwilen), chalonied sant Aogustin ;
  31. Abati Sant-Yagu (Sant-Yagu-an-Enez, Aodoù-an-Arvor), beneadiz ; bremañ e dalc'h seurezed Sant-Meven
  32. Abati Lokmazhe Penn-ar-Bed (Plougonvelen, Penn-ar-Bed), gwechall en eskopti Kastell-Paol, hiziv en hini Kemper ha Leon, savet etre 1157 ha 1208, Beneadiz
  33. Abati Sant-Meven, e Sant-Meven (Il-ha-Gwilen), a oa en eskopti Sant-Maloù gwechall, beneadiz ;
  34. Abati Sant-Melani, e Roazhon, savet war-dro 840, evit gwazed ;
  35. Abati Sant-Mikael Kergonan e Plouharnel, e Bro-Gwened, diazezezet e dibenn an XIXvet kantved, Beneadadezed
  36. Abati ar Salver Santel (Redon, Il-ha-Gwilen), eskopti Gwened, savet war-dro 840, Beneadiz
  37. Abati Santez-Anna Kergonan, e Plouharnel, e Bro-Gwened, savet e dibenn an XIXvet kantved, beneadiz;
  38. Abati Santekroe, e Gwengamp, Treger, krouet en 1135 gant menec'h deuet eus Bourg-Moyen e-kichen Bleaz,
  39. Abati ar Groaz Santel e Kemperle, (Kemperle, Kerne), dalc'het gant beneadiz, ha menec'h Sant-Maur adalek 1665
  40. Abati Itron Varia Vieuville, (Sperneg, Il-ha-Gwilen), en eskopti Dol, hiziv en hini Roazhon, diazezet e 1137, sistersianed
  41. Abati Sant-Albin ar C'hoadoù, (Pledeliav, Aodoù-an-Arvor), diazezet gant abati Bear d'an 3 a viz C'hwevrer 1137, sistersianed
  42. Abati Sant-Jorj Roazhon, (Roazhon, Il-ha-Gwilen), Beneadadezed;
  43. Abati Sant-Yann e Gwazel (Il-ha-Gwilen), deuet da vout Abati Sant-Meven.
  44. Abati Sant-Yann ar Pradeier (Gilieg, Morbihan), eskopti Sant-Maloù, hiziv en hini Gwened, diazezet en XIvet kantved, chalonied reizhat sant Aogustin, jenovefaiz adalek 1649
  45. Abati Sant-Magloar e Lehon, (Aodoù-an-Arvor)
  46. Abati Sant-Marzhin e Gwerzhav, (Liger-Atlantel), eskopti Naoned, diazezet war-dro 575, Beneadiz
  47. Abati Sant-Pêr Rillé (Felger, Il-ha-Gwilen), eskopti Roazhon, savet e 1024, chalonied reizhat sant Aoustin ; abaoe an Dispac'h Bras, ar savadurioù a zo bet implijet gant leanezed-kelennerezed
  48. Abati Santez-Madalen a Jeneston, (Monteverzh, e Bro-Naoned), krouet en 1163, gant chalonied Sant Eosten
  49. Abati Santez-Vari, e Pornizh, Bro-Naoned, krouet en 1170, gant chalonied Sant Eosten
  50. Abati Itron Varia Villeneuve, e Bignon, Bro-Naoned, krouet d'an 21 a viz meurzh 1201, e dalc'h ar sistersianed.