Abati Sant Voris Karnoed
MONUMANT ISTOREL |
---|
Dismantroù an abati : porched an iliz |
Abati Sant Voris Karnoed a oa un abati e koad Sant-Voris e Kloar-Karnoed, nepell diouzh al Laeta. Bremañ ne chom nemet dismantroù anezhañ.
Un abati sistersian e oa, diazezet eno etre 1170 ha 1177. Douaroù a voe roet gant dug Breizh, Konan IV, da venec’h abati Langoned, dezho d’en em staliañ eno.
Moris e oa anv an abad kentañ, ha roet e voe e anv d’an abati war-lerc'h e varv e 1191.
E-pad c’hwec’h kantved e voe menec'h sistersian o lakaat an domani da vevañ. Dilezet e voe an abati a-raok an Dispac'h gall ha diskaret e voe lod eus ar savadurioù da vare ar Spont Bras. Gwerzhet e voent evel mad broadel goude, hag adimplijet e voe ar mein evit savadurioù all dre ar vro. Ul lodenn a voe miret avat hag a zeuas da vezañ un doare kastell evit aotrouien eus ar c’hornad. Damzistrujet e voe gant un tan-gwall e miz Ebrel 1945 ha peurziskaret e voe gant ar perc’henn e 1953, war-bouez sal ar chabistr.
Lakaet e voe an dismantroù war roll Monumantoù istorel Bro-C'hall, da gentañ e 1956 ha da eil e 1995.
E 1991 e voe gwerzhet an dismantroù hag ar c’hoadoù tro-dro dezho da Virva an Arvor.
Gweladenniñ a c’haller an domani bremañ, nemet e-pad ar goañv.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, bloaziad ebet, (fr), pajenn 41.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn ofisiel (fr)
- infobretagne.com (fr)