Sant-Yagu-an-Enez
Sant-Yagu-an-Enez | ||
---|---|---|
An tour-iliz. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Saint-Jacut-de-la-Mer | |
Bro istorel | Bro-Sant-Maloù | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Dinan | |
Kanton | Plouvalae | |
Kod kumun | 22302 | |
Kod post | 22750 | |
Maer Amzer gefridi | Claire Thirion-Emberson 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Dinan Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Dinan | |
Lec'hienn web | www.mairie-saintjacutdelamer.com | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 910 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 312 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 20 m bihanañ 0 m — brasañ 43 m | |
Gorread | 2,92 km² | |
kemmañ ![]() |
Sant-Yagu-an-Enez a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Plouvalae e departamant Aodoù-an-Arvor.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dont a ra anv ar barrez eus hini ar sant brezhon Yagu.
Sant-Yagu-an-Enez a vez graet eus ar gumun e brezhoneg, ha neket Sant-Yagu-ar-Mor e-giz ar galleg, rak e-pad pell e oa un enezenn anezhi. Staget e voe-hi tamm-ha-tamm ouzh an douar-bras, gant an traezh berniet a bep tu d'ar roudour, e bae an Argenon ha hini Beaussais. E-pad pell e reas Santyaguiz l'Isle (an Enez) eus o c'humun, hag el lec'hanvadurezh e chom roudoù eus ar mare-se, da skouer le Chef de l'Isle, ar gêriadenn e penn pellañ ar gourenez.
Eviti da vezañ enkelc'hiet gant eskopti Sant-Maloù e oa stag ouzh eskopti Dol
- Landoag, pe Landouar (?) e oa anv ar barrez a-raok donedigezh an daou vreur Yagu ha Gwezhenneg, menec'h a Vro-Gembre, a ziazezas ur manati eno er Vvet kantved.
- 878 : devet ar manati gant an Normaned
- 1008 : adsavet an abati
- 1790 : savet ur gumun anvet Isle-Jacut ha goude Port-Jacut.
- 1873 : anvet Saint-Jacut-de-la-Mer.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E penn kentañ an XXvet kantved e oa Sant-Yagu ur porzh pesketaerezh a-bouez, evit ar brizhilli dreist-holl. E 1930 e oa an eil porzh brasañ e departamant Aodoù-an-Hanternoz.
Diwar ar mor e veve tud ar gumun, ha daoust dezho bezañ o chom en ur c'hourenez e oa dishañval-mat o zemz-spered diouzh hini tud an trowardroioù. Lod kontadennoù dastumet er c'horn-bro gant Paul Sébillot zo enno fentigelloù diwar-goust Santyaguiz.
En deiz a hiziv ez eo Sant-Yagu ul lec'h touristel, perc'hennet muioc'h-mui gant tud eus an diavaez, e-kreiz Aod an Emrodez. Beg ar Cheved, traezhenn ar Rougerais hag an Enez Vihan eo al lec'hioù muiañ-gweladennet.
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 41 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 3,66 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas 20 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[2].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Indez-Sina: ur milour a varvas e 1949.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik Sant Yagu.
- Monumant ar re varv.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emdroadur ar boblañs 1962-2006[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi
