Gwezhenneg

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche

Gwezhenneg zo un anv-tiegezh brezhonek hag a zeu eus un anv-badez kozh, anv sant Gwezhenneg, unan eus mibien Fragan. Uuetenoc zo meneget alies e Diellevr Redon. Dont a ra an anv-se eus ar brezhoneg kozh uueten (emgann).

Kalz stummoù gallekaet disheñvel a gaver e marilh ar boblañs : Guezennec, Guézennec, Guézenec, Guéthénoc, Guézenoc, Guéhenneuc, Guéhenno, Guihenneuc, Guihéneuc, Guiheneuf, Guihenneuf, Guiszeneuf, Guineheux, Guinéheux, Guinéheu, hag all, hag all.

E Beuzid-Klison e oa ganet ur bugel dindan anv Guiheneuf e 1781 ha marvet dindan hini Dixneuf e 1783. Er XVIIvet kantved e oa c'hoarvezet ar memes tra e La Boissière-de-Montaigu, e marzioù dispartiañ Breizh ha Poatev, lec'h ma oa deuet an anv Guineheuf da vezañ Guyneuf hag a-benn ar fin, Dixneuf.

Anv-lec'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwethenog[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Guezennec, Guézenec, Guéhennec[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Guéhéneuc[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur familh nobl gall a orin breizhat eo :

Guéhenno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Guiheneuf, Guihenneuf[kemmañ | kemmañ ar vammenn]