Mont d’an endalc’had

Jean Guéhenno

Eus Wikipedia
Jean Guéhenno plakenn - 35-37 straed Pierre Nicole, Pariz 5 arondisamant.

Jean Guéhenno, Marcel-Jules-Marie Guéhenno hervez ar marilh, a oa ur skivagner hag ur c'hazetenner breizhat, bet ganet d'ar 25 a viz Meurzh 1890 e Felger e Breizh Uhel, ha marvet d'an 22 a viz Gwengolo 1978 e Pariz (Bro-C'hall).

Ezel an Akademiezh c'hall e oa.

Skoet e voe e spered gant e enrolladur er Brezel-bed kentañ ha dont a reas da vezañ goude se unan eus pennoù ar peoc'hgarouriezh e Bro-C'hall.