Moñforzh
Gant ar gerioù Moñforzh ha Monforzh e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Moñforzh (disheñvelout).
Moñforzh | ||
---|---|---|
Ar maerdi. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Monfort-Lacann | |
Anv gallek (ofisiel) | Montfort-sur-Meu | |
Bro istorel | Bro Sant-Maloù | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Il-ha-Gwilen | |
Arondisamant | Roazhon | |
Kanton | Moñforzh (pennlec'h) | |
Kod kumun | 35188 | |
Kod post | 35160 | |
Maer Amzer gefridi | Fabrice Dalino 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Moñforzh Kumuniezh (sez) | |
Bro velestradurel | Bro Breselien | |
Lec'hienn web | www.montfort-sur-meu.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 6 743 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 481 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 42 m bihanañ 28 m — brasañ 131 m | |
Gorread | 14,02 km² | |
kemmañ ![]() |
Moñforzh[2] a zo ur gumun eus Breizh e departamant Il-ha-Gwilen, e kornôg Roazhon. Pennlec'h Kanton Moñforzh ha sez Moñforzh Kumuniezh eo.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
13,4 km n'eus ken etre Monforzh/Montfort ha Menezalban. Treuzet eo ar gumun gant ar Meu hag ar Garun.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Marteville et Varin ː Montfort-sur-Meu, adalek 1790
- Ogée ː Montfort-la-Canne ( " .... nom que porte aujourd'hui cette ville...") kent 1790.
- Erwan Vallerie ː Monforte, 1091; de Monte Fort, 1139
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
"en argant, e groaz en gul divnaerek en aour"
Tiegezh Gaël, deuet da vezañ Montfort-la-Canne en 1091[3]. |
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dibabet e voe Moñforzh gant Ralf Iañ Gwazel en XIvet kantved evit sevel ur c'hastell hag ur voudenn-gastell.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1790: gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer e voe lakaet Moñforzh da benn ur bann[4].
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: embannet e voe bout mennet da nac'h al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant person dean Moñforzh, Guillonet e anv, gant Busnel, person parrez Sant Nikolaz ha gant Dousseau hag Hoto, kureed Koulon[5].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 83 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 3,59% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[6].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas 41 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[7].
- Dieubet e voe Moñforzh d'an 3 a viz Eost 1944 gant ar "Combat Command A" eus ar 4e Rannlu Hobregonet eus tirlu SUA[8].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Tour ar Papigod.
- Tiez kozh.
- An toull-bac'h.
- Monumant ar re varv[9].
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E distro-skol 2022 e oa enskrivet 48 skoliad er c'hlasoù divyezhek (6,8 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[10].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevellet eo Moñforzh gant :
Marktheidenfeld (Alamagn), e Bavaria,
Pobiedziska (Polonia).
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jean-Baptiste Matho (1663-1746) sonaozour barok.
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
d'Andigné,
aotrounez Beauregard |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (fr) Lec'hienn an ti-kêr
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Marteville & Varin, warlec'hienn JB Ogée (1843)
- JB Ogée ː Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne, dédié à la Nation bretonne. Adembannet gant Marteville & Varin e-ti Molliex. Rennes. 1843. Adembannet gant Editions Régionales de l'Ouest. Mayenne. 1993
- Erwan Vallerie ː Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Monforzh betek e-tro dibenn en XXvet kantved, hervez Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon ha betek embannadur 1993, ha Moñforzh adalek Geriadur Hemon-Huon 1997, p.1360; Moñforzh ivez e Geriadur brezhoneg gant skouerioù ha troiennoù, An Here, 1995, p.1215.
- ↑ Siell 1373
- ↑ J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.106
- ↑ Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, pajennoù 13 ha 14
- ↑ [1] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ [2] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Mémoire de guerre
- ↑ [3] Memorial Genweb
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek