Mont d’an endalc’had

Abati Itron Varia ar Releg

Eus Wikipedia
Abati ar Releg

Abati Itron Varia ar Releg, pe Abati ar Releg, a oa un abati er Releg, war douaroù kumun Plouneour-Menez hiziv, e-kreiz Menez Are. Savet e voe e 1132 gant menec’h sistersiat. Hiziv n’eus ket menec’h ken : kempennet eo bet ar savadur hag ur greizenn sevenadurel eo deuet da vezañ.

Savet e voe an abati e 1132. Met moarvat e oa bet ur manati keltiek eno, savet er VIvet kantved ha distrujet gant ar Vikinged war-dro 920. En em ledañ a rae domanioù an abati war douaroù a oa e Leon, e Kerne hag e Treger. Savet e voe gant ar venec’h ur reizhiad dour efedus evit doura al liorzhoù tro-war-dro hag evit degas dour d’ar savadurioù. Ganto ivez e voe degaset kustum ar c’hevaez[1] a dalveze da c’hounit an douaroù er c’hornad.

E 1375 e voe lakaet an arigrap war an abati gant soudarded saoz dug Lancaster. E 1551 e voe un tan-gwall ha devet e voe dielloù an abati. Adsavet e voe er XVvet kantved. Met e dibenn ar XVIvet kantved e c’houzañvas adarre, diwar ar brezelioù relijion. Labourioù adsevel a voe c’hoazh er XVIIvet kantved, hogen er c’hantved war-lerc’h ez eas an abati war ziskar tamm-ha-tamm dre ziouer a gempenn. E dibenn an XVIIIvet kantved ne chome nemet tri pe bevar manac’h eno ha serret e voe an abati e 1785. Da vare an Dispac'h gall e voe prenet gant ur marc’hadour a Vontroulez a lakaas kempenn an iliz evit he digeriñ en-dro. E 1914 e voe lakaet da « vonumant istorel ». Bremañ eo perc’hennet ar savadurioù gant departamant Penn-ar-Bed ha kempennet int bet evit reiñ bod d’ur greizenn sevenadurel a c’haller gweladenniñ ha ma c’haller gwelet diskouezadegoù.

Un iliz a c’hiz romanek, kemmet a-hed an istor, ar sakristiri, roudoù eus ar c’hloastr, eus sal ar chabistr, div lenn, ur feunteun, ha liorzhoù kelc’hiet gant fozioù don : sed aze ar pezh zo chomet war-lerc’h ar venec’h zo bet en Abati ar Releg e-pad c’hwec’h kantved.

  1. E douar kevaez ar goumanant a aparchant ouzh ar mab yaouankañ ha defot mab ez a d’an aotrou, geriadur Gregor, p. 772

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.