Mont d’an endalc’had

Malta

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Enez Valta)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Unaniezh Europa
Repubblika ta' Malta
Banniel Ardamezioù

Lec'hiadur Malta 35°54′ N - 14°31′ R
Kan broadel L-Innu Malti
Yezhoù kenofisiel Malteg, Saozneg
Kêr-benn Valletta
Gorread
• En holl
• % dour

316 km²
< 0,1%
Poblañs
• Hollad
• Stankter

460 891 (2021)
1 459 ann./km²
Prezidant George Vella
Kentañ ministr Robert Abela
Gouel broadel 21 a viz Gwengolo
Moneiz Euro (€)
Kod pellgomz 356
Kenrouedad .mt

Emañ Republik Malta en un enezeg e Su Europa, er Mor Kreizdouar etre Italia ha Tunizia, en ul lec'h strategel-kenañ, ken eo bet renet gant meur a c'halloud riek abaoe kantvedoù. Ur republik dizalc'h eo hiziv abaoe 1964. Dezhi ar gorread bihanañ (316 km²) e-touez izili Unaniezh Europa. Ur plas poblet-tre eo e-lec'h m'eo diaes kavout labour evit pep Maltad ha strewet eo an divroidi er bed a-bezh.
Pa oa Breizh-Veur o ren (1800-1964) eo bet diorroet oberezhioù greantel war-dro ar sevel listri ha chanterioù-bigi bras a veze eno. Hiziv e vez diorroet an touristerezh diwar an traezhennoù heoliet mizioù-pad, ar savadurioù kozh hag ar splujerezh. Priziet eo enezeg Malta gant an Europiz pa gavont eno tud liesyezhezek, prizioù izel hag un hin blijus.
Kêr-benn Republik Malta a zo hec'h anv Valletta. En enezeg e kaver an enezenn pennañ, Enez-Valta (216 km²), div enezenn boblet nebeutoc'h, Enez-Ghawdex (Enez-Gozo) hag Enez-Kemmuna (Enez-Comino) ha peder enezenn digenvez, Cominotto, an div enezenn Sant-Paol hag hini Filfola.

Temploù Hagar Qim, Qrendi, Enez-Malta

Poblet eo bet Malta abaoe war-dro 5200 kent Jezuz-Krist. Er mare-se e rene ur sevenadur ragistorel a-bouez, ur milved a-raok piramidenn vras Gizah. Kavet e vez roudoù divent eus monumantoù mein a seblant bezañ bet harpet gant ur riez c'halloudus. War-dro 1000 kent Jezus-Krist e teuas ar Fenikianed er vro evit staliañ trevadennoù, ur seurt rakpost evit ledanaat o c'henwerzh e kornôg ar Mor Kreizdouar. E 736 kent Jezuz-Krist e voe aloubet staliadurioù fenikian gant ar C'hresianed hag e voe roet anv Melita d'an enezenn bennañ (diwar liv ar mel a zo hini ar mein-raz marteze).

Gant Kartago e (400 kent Jezuz-Krist) e voe aloubet an enezeg ha goude gant Roma. Pinvidikaat a reas Malta gant ar Romaned pa oa ur municipium hag ur geoded kevredet (foederata civitas). Chom a ra meur a savadur roman da dest levezon vras ar Romaned. E 60e tilestras sant Paol a Darsos war Valta dre zegouezh ur peñse war aodoù Bae Sant-Paol (anvet diwar an darvoud koulz hag an div enezenn a gaver eno). Kontet eo an istor en Lizheroù an Ebestel.

Eus 400 da 900 e kouezhas Malta dindan beli an Impalaeriezh Bizantion, met drastet e voe gant ar Vandaled war a seblant. Aloubet e voe ivez gant an Arabed e 870 hag e weler an dra diwar ar malteg, dezhañ ur substrad arabek gant gerioù italianek, gallek ha saoznek. Arabek eo orin an darn-vuiañ eus an anvioù-lec'h : "Dzira" (djezair = "enez"), "Mdina" (medina = "kêr"), "Marsa" (marsah = "porzh"), "Rabat".
Skarzhet e voe an Arabed e 1090 gant an Normaned ha ganto e teuas ar Gristeniezh en-dro. Rummadoù-roueed all a zeuas da ren ar vro : an Añjeviz, an Hohenstaufen hag an Aragoniz (1287).
Er mare-se e voe staliet noblañs Malta hag e chom implijet 32 ditl.