Mont d’an endalc’had

Dispac'h Gall

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Dispac'h 1789)
Dispac'h Gall
darvoud istorel, dispac'h
StadFrañs Kemmañ
Lec'hFrañs Kemmañ
Deiziad5 Mae 1789 Kemmañ
Deiziad kregiñ14 Gou 1789 Kemmañ
Deiziad echuiñ9 Du 1799 Kemmañ
PerzhiadLouis Antoine de Saint-Just Kemmañ
Istortimeline of the French Revolution Kemmañ
Sez ar Bastille taolennet gant Claude Cholat.

An Dispac'h gall eo an anv roet d'an heuliad darvoudoù hag oberoù a oa bet e Bro-C'hall etre 1789 ha 1799, hag a voe diskaret ar Roueelezh hag ar Renad kozh ganto.

Echuiñ a reas gant Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn er bloavezh VIII (d’an 9 a viz Du 1799) kaset da benn gant ar jeneral Buonaparte.

Kantadoù a viliadoù a dud a varvas e-pad ar Reveulzi c'hall, dreist-holl e-pad ar Spont bras etre 1793 ha 1794 : 16 594 den dibennet diwar ur varnadenn, met pa gonter an holl dorfedoù ha drouklazhoù e vefed tostoc’h eus 40 000. Posupl eo ouzhpennañ marvioù ar brezelioù-diabarzh a-enep d'ar Reveulzi (Chouanerezh ha Brezel Vende) ha reoù ar brezelioù war harzhoù Bro-C'hall a-enep d’ar c’henemglev a rouantelezhioù european a stourmas ouzh ar skouer fall-se.

Pa echu an Dispac'h gall e kroge ur mare hir a zistabilded bolitikel en Bro-C'hall betek ma errufe an Trede Republik c'hall er bloavezhioù 1870. Pazennoù bras hag arouezioù an Dispac'h gall, zo chomet reoù implijet, a awen betek hiziv, evel da skouer an Dispac'h rusian. An Dispac'h gall a oa bet ur reveulzi dreistordinal, keñveriet gant ar re a oa c'hoarvezet a-raok, rak amañ e oa sklaer dezho, e oa ur pal hollvedel gant ar reveulzierien. Fellout a rae dezho mont etrezek an denelezh a-bezh. Pa oa kroget an dispac'h, e oa savet enebiezh raktal etre ar reveulzierien hag o mennadoù hollvedel hag enebourien an Dispac'h a oa inti o tisplegañ e oa divent ar c'hemmoù o tont dre an darvoud. Chom a ra an Dispac'h gall danvez un tabut evit an istorourien hag e-pad ar c'hantvedoù da heul, koulz e Bro-C'hall ha dre ar bed. Disrannoù a oa bet, gant un tu a save evit ar reveulzi hag un tu enep-reveulzier a oa bet renket diouzh tu difennerien ar bed kozh, da lâret eo, etre ar re enebet ouzh an Iliz gatolik hag ar re a gendalc'he da gredi e doue. Evit darn eus an istorourien e chom an darvoud hollbouezus en Istor Mab-den.

Istor an Dispac'h gall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mare an Dispac’h gall e 1789 a zo an darvoud pouezusañ en istor Bro-C'hall, ha ledanoc’h gant efedoù da-heul en istor Europa ha diwezhatoc’h c’hoazh dre ar bed a-bezh. D’ar c’houlz-se, dindan renad Loeiz ar XVIvet, e veved fin ar Rouantelezh hollveliek ha sistem ar renad kozh, gant an tri Urzh ; erlec'hiet e oa bet evit sistem ur vonarkiezh vonreizhel ha nebeut goude e oa bet embannet ar c'hentañ republik c'hall d’an 21 a viz Gwengolo 1792.

D'ar mare-se e oa bet skrivet “Disklêriadur Gwirioù Mab-den hag ar C'heodedour”, 17 mellad zo ennañ, votet hag embannet d’ar 26 a viz Eost 1789. Un destenn vrudet-tre dre ar bed holl eo, evit ar mellad kentañ dreist-holl hag a grog evel-henn : “Dieub ha par en o gwirioù eo ganet an holl dud.” Ar peurrest a ziskler anat ingalded ar geodedourien dirak al lezenn, ar frankizoù diazez, emrenerezh ar vroad, barregezh d'en em sturiañ gant dileuridi dilennet.

A-raok an Dispac'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar mare a-raok an Dispac'h gall a oa hini an Urzh Kozh pe ar Renad kozh, pa oa ar gevredigezh diazezet war an dreistwirioù (leges privatae e Latin, da lâret eo “lezennoù dibar”). Ar re-se a roe framm ar gevredigezh gant an div urzh pennañ : ar gloer (hini ar relijion hag an Iliz) hag an Noblañs (hini an difennerezh hag ar surentez) hag an Deirvet Urzh, Teirvet Stad pe Trede Renk (hini al labourerien, an darn vrasañ eus ar boblañs). Proviñsoù zo o doa dreistwirioù ivez, evel kêrioù zo ha korfoù micher.

Aozadur kevredigezh ar Renad kozh

A-feur ma veze ur strollad tud nevez o kemer pouez, dre ar c'henwerzh an aliesañ, evel ar vourc'hizien, e save un enebiezh brasoc'h-brasañ d'an dreistwirioù. Gwelet e oant evel harzoù da cheñch urzh sokial.

Kodianidigezh Lord Cornwallis goude Emgann Yorktown, Ur Republik a zo bet trec'h d'ur Rouantelezh

Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet (17751783) a oa bet unan eus abegoù diazez d'ar Reveulzi c'hall :

  • Brasoc’h e oa bet an diouer a arc’hant evit kempouezañ budjed ar Rouantelezh C'hall dre reiñ harp d'an emsavidi amerikan en ur gas bigi eus ar morlu betek eno.
  • Diwanet e oa bet mennozhioù nevez war dachenn ar politikerezh ha kroget da vezañ lakaet e pleustr er Stadoù-Unanet.
  • Degaset e oa bet an dro-spered nevez-se da Vro-C'hall gant ar re o doa brezelet eno a-raok distreiñ d'o mammvro (Armand Tuffin de La Rouërie da skouer).

Fall e oa stad ekonomikel ar vro, berr war an arc'hant, ha rediet ministred ar budjed eus ar rouantelezh da sevel tailhoù nevez evit dont a-benn da chom hep ober freuz-stal. Ar gudenn a oa e veze savet anezho diehan, dindan stummoù disheñvel, war gont poblañsoù an Deirvet Urzh hag a oa 97% eus ar boblañs, pa oa didailh pe dost an div urzh all, an Noblañs hag ar Gloer, hag a oa koulskoude gant al lodenn vrasañ eus ar madoù.

An dreistwirioù a veze gounezet sañset dre ma oa bet skuilhet gwad gant hendadoù e familh evit ar vammvro (Tud a noblañs) pe dre ma oa bet gouestlet e vuhez d’an Iliz (Tud an div gloer). Gant-se o doa poblañsoù an daou rummad-se ar gwir da baeañ nebeutoc’h a dailhoù (unan eus o dreistwirioù). Padal evit tud an Trede Renk ne oa ket posupl dezho chom hep paeañ ha muioc'h-mui anezho o doa ar santimant bezañ o paeañ evit an div urzh all. Bihanoc’h-bihanañ e teuas da vezañ o youl evit ma c’hendalc'hfe an aozadur kevredigezhel-se.

E fin ar bloavezh 1788, diwar ali e vinistred, e aotreas Loeiz ar XVIvet kannaded an tri urzh d’ober o seizh gwellañ evit dastum kaieroù klemmvanoù ar bobl. Stank-mat e voe ar respont dre ma oa bet skrivet ouzhpenn 60 000 anezho war bep dachenn (Ekonomiezh, dasparzh an douaroù, an doare da gas ar justis...

Marv Loeiz XVI
Ludresadenn gant ar Saoz George Cruikshank eus ar Reveulzi c'hall (1819)

Bloavezh 1789: Fin ar vonarkiezh hollveliek hag ar Renad Kozh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Reveulzi gwirel (miz Mae betek penn kentañ Gouhere 1789)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dilennadegoù kannaded ar Stadoù-Meur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar galv da emvod ar Stadoù-Meur en doa degaset spioù e-leizh e-touez ar boblañs gall. Pep korf eus ar gevredigezh a wel o tont etrezek eno gwirioù nevez, galloudoù nevez hag un adaozadur eus ar gevredigezh a vezo dedennus dezho:

  • Ar beizanted a soñj dezho e vo roet lam pe gwanaet darn an dreist-gwirioù perc'hennet gant an noblañs hag an Iliz hag a zo kablus eus o stad fall.
  • Ar vourc'hizien a soñj dezho e vezo lakaet laoskoc'h an hent evito da vont etrezek renkoù an noblañs paneveken ne vefe ket ezhomm ken dezho da zont da vezañ noblañs evit kaout gwirioù da gemer perzh e mont en-dro ar vonarkiezh. Soñj a ra dezho ivez e vefe kadarnaet ar perc'hennañ prevez war an douaroù hag ar madoù a vez muioc'h-mui etre o taouarn. Ouzhpenn da-se e c'hortozont e vefe lakaet laoskoc'h an tailhoù hag al lezennoù war ar c'henwerzh.
  • An Iliz a zo rannet e daou etre an dud a iliz uhel renk anezho hag a fell dezho gwelet galloud an iliz bezañ brasaet ha gwelet en-dro ur stourm evit ar feiz dre ar vro. An dud a iliz izel a zo tost ouzh ar bobl hag a zo saouzanet gant ar stad truezus a vez hini o bobl.
  • An noblañs uhel a zo o c'hortoz e vefe rannet ar galloudoù etrezo hag ar roue hollc'halloudek abaoe mare Loeiz XIV. Gortoz a reont ivez e vefe kadarnaet o renk ha serret an hent evit mont etrezek an noblañs, ouzhpenn da-se e c'hortozont e vefe roet lam d'ar gargoù bet prenet gant ar bourc'hizien evit dont da vezañ noblañs ha gant postoù uhel. An noblañs bihan a c'hortoz e vefe gwellaet o stad met ivez hini o boblañs, gortoz a reont e vefe sklaeriet ar Gwir er Frañs.

An Trede Urzh a c'houlenn ma vefe doublet e niver a dileuridi evit ma vefe gwiroc'h ar votadegoù. Degemeret eo gant ar Roue. Goulenn a reont ivez ma vefe graet ar votoù dre penn ha ket dre urzh. Ar roue a chom mut war an dra-se. Gant ma vez gwan mouezh ar roue e vez gwelet ul luskad brogarour o tiwan e Pariz ha dre ar vro. Gant ma vez an ali foran o genel, krabaduilh a vez er c'hêrioù, dreist-holl e Roazhon hag en Dauphiné. Kenderc'hel a raiao a-hed ar mizioù a-raok an emvod meur e Versailhez.

Enebiezh ouzh ar roue

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adal an 30 a viz Ebrel 1788 kannaded Breizh an Trede-urzh a grouas ar « c'hleub breizhat » e Versailhez a-benn diazezañ un hent bolitikel sklaer hag a-stroll. D'ar 1añ a viz Mae 1789, an deputeed a erru e Versailles. Re ar gloer (326) ha re an noblañs (330) a zo degemeret en un doare pinvidik hag hegarat. Re an Trede Urzh (661) n'int ket degemeret dre neb doare ispisial ebet. D'ar 5 a viz Mae, ar roue a zigor Emvod ar Stadoù Meur. Komzadenn ar roue a zo unan mirour da vat o sevel a-enep ar spered nevezinti. Komzadenn Jacques Necker a chom hep ger ebet a-zivout tachenn an ekonomiezh hag an arc'hant. Ne vez ket koaz kenebeut eus cheñchamant politikel ebet, ar pezh a oa gortozet gant an holl. Ar galloud a chom hep bezañ sklaer war penaos e vo votet al lezennoù. Deputeed an Trede Stad a grog da enbiñ ha da zisentiñ. E penn al luskad eneb e vez Barnave, Mounier, Mirabeau ha Rabaut Saint-Étienne. Nac'hañ a reont kreñv bezañ bodet asambles met hep an daou urzh all.

Stadoù-Meur 1789, an niver a zeputeed.
  • ██ Noblañs (330)
  • ██ Trede-urzh (661)
  • ██ Kloer (326)
  • E-pad miz Mae, deputeed ar gloer hag an noblañs a sav a-du da reiñ lamm d'o zreistgwirioù a-fed tailhoù. Goude ur miz eskemmoù, war ur mennad gant an abad Sieyès, an Trede Urzh a grog da welet spis galloud an deputeed hervez ar beliezh hag ar senesaliezh met hep an daou urzh all. D'an 13 a viz Even, tri kure a zeu. D'ar 16 int 10. D'ar 17 a viz Even 1789, an Trede Urzh gant nebeut deputeed eus an noblañs hag ar gloer, war atiz Legrand ha kouviet gant Sieyès, a gemer an titl a Vodadeg Vroadel.

    Le ar c'hoari Palv

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Buan a-walc'h e komprenas kannaded an Deirvet-urzh ne vije ket bet graet kalz a draoù evit cheñch aozadur ar Stad nemet traoù dister. Ar roue hag e vinistred a c'hortoze eus o ferzh un emzalc'h sentus ha reiñ peoc'h pe asantiñ an tailhoù nevez.

    Loeiz XVI a ra vann bezañ a-du gant an Trede-urzh. En gwirionez adal ar 26 a viz Even en devoa bet degaset bagadoù soudarded (20 000 soudard eus korfadoù estren) e Pariz gant ar pal degas an urzh pa oa reuz er gêrbenn abaoe meur a sizhun. Pobl Pariz a oa kounaret ha dipitet dija. Ar vourc'hizien a zo dipitet: betek-henn ne oa ket netra anat dibabet e-pad tabutoù Versailles hag aon o deus ne badfe ket ar vodadeg. Ar bobl munut eñ en doa aon rak ar soudarded a c'hellfe troc'hañ linennoù pourveziñ Pariz. Goude brezel ar bleudoù ha gounezerezh fall ar bloavezh 1788, priz ar bara a zo d'an uhelañ. Penn-kentañ miz Gouhere, emsavadegoù a grog en harzoù octroi.

    Ar roue a skarzh e vinistred gwelet evel frankizourien betek-re, e-touezh anezho Necker, penn maodiern an arc'hant, lakaet er-maez d'an 11 a viz Gouhere. Ar c'heloù a erru e Pariz d'an 12. Goude merenn e liorzh ar palez roueel, ar c'hazetenner Camille Desmoulins a vount war ar bobl evit en em lakaat prest d'en em zifenn. Evitañ e oa skarzhadenn Necker un dagadenn a-enep ar bobl. E liorzh an Tuileries kement hag en Invalides, ar barizianiz a vez talet outo gant soudarded ar rejimant Regiment de Royal-Allemand gant en e benn ar priñs eus Lambesc. Rebechet e vez d'e soudarded da vezañ lazhet dibunerien.

    D'an 13 a viz Gouhere, 40 harz d'octroi diwar 50 a voe distrujet dre an tan. Mirlec'hioù greun ar gouentoù a zo preizhet. Bezenioù bourc'hiz a vez krouet.

    Kemeridigezh ar Bastille

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Bernard-René Jourdan de Launay

    Entanet harperien an dispac'h a ya da gentañ da Versailhez goude-se e Pariz. Mintin ar 14 a viz Gouhere 1789, emsaverien Pariz a ya da laerañ arsenailh an Hôtel des Invalides eno e voe kavet ganto armoù ha kanolioù met hep poultr. Aet e oant neuze betek dorioù toullbac'h roueel ar Bastille evit kavout ar poultr hag a vanke dezho. Eno e oa dija emsaverien abaoe mintin mat o c'hortoz dirak kreñvlec'h ar Faubourg Saint-Antoine.

    Kemeridigezh ar Bastille a voe neuze da gentañ ur rediñ d'ar reveulzierien dre un ezhomm a poultr. E-tal an niver bras a emsavidi o vont etrezek ar Bastille, ar gouarnour, ar markiz de Launay, a sav a-du gant ar varc'hataerien deuet eus eus an ti-kêr ha dre skrid e embann kodianidigezh ar c'hreñvlec'h en eskemm na vefe ket graet drouk ebet d'ar gwarnizon. Leuskel a ra an emsavidi dont etrezek ar c'hentañ porzh. Cheñch a ra ali ha lakaat a ra da dennañ: tud a zo lazhet. Gwarded gall emsavet a zegas kanolioù a oa bet kemeret en Invalides : ar gouarnour a zisken ar pont. Pemp eur goude merenn eo.

    Trec'herien ar Bastille a ya neuze war-zu an ti-kêr gant ar brizonidi. war an hent, de Launay a zo jahinet ha lazhadeget. Ar penn a zo troc'het gant ur gontell. Erruet en ti-kêr, an emsavidi a damall penn marc'hadourien Pariz, Jacques de Flesselles da vezañ un trubard. Jahinet ha lazhadeget eo ivez. Pennoù an daou zen a zo diskouezet war pikoù ha pourmenet dre kêr. An devezh pad e vez preizet ha distrujet harzoù ha savadurioù an tailhoù parizian dre an tan.

    Ar reveulzi kêrel

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Gilbert du Motier de La Fayette

    Loeiz XVI a glask sioulaat an traoù ha dont a ra an deiz war-lerc'h evit kinnig d'ar Bodad e vefe tennet an unvezioù milourel diouzh Pariz, goulenn a ra ivez e teufe en-dro an urzh vat. Deiz war-lerc'h goulenn a ra distro Necker hag an holl ministred all bet skarzhet. E ti-kêr Pariz, dre ma z'eo skampet kuit an holl pennoù eus ar velestradurezh, Jean Sylvain Bailly, prezidant ar vodad vroadel, a zo choazet dre youc'h evel « Maer Pariz ». La Fayette a zo anvet da benn uhel ar Gwarda vroadel. Loeiz XVI a sav a-du gant an aozadur kêrel nevez, en ur ur vont e Pariz d'ar 17 a viz Gouhere. Bailly a ro dezhañ ur gokardenn glas ha ruz evi livioù kêr Pariz. Loeiz XVI a stag anezhi d'e dog, evel-se ez eo liammet al livioù-se gant an hini gwenn liv ar vonarkiezh. Dre ar jestr-se e seblant bezañ unvanet Pariz gant ar roue. En gwirionez ar roue n'eo ket sot gant gwelet ar galloud o vezañ talet gant an emsavadeg parizian. An deputeed int a zo en entremar gant ar fed ma vefe diazezet ar galloudoù nevez war ar feulster poblek.

    E-pad an amzer-se, brud « Trec'hourien ar Bastille » a oa en em ledet dre ar vro a-bezh. An nerzh a zo ebt trec'h, o harpañ ar c'hoant kemmadurioù. Buan eo deuet war-wel ur menneg arouezel da gemeridigezh ar Bastille. Ar Bastille a oa gwelet evel arouez galloud hollc'halloudek ar roue Loeiz XVI.

    A-bep seurt mojennoù a oa tro-dro d'an toull-bac'h. Kac'harioù leun a eskern, tudenn ijinet kont Lorges, aberzhet heugus. Ar « vrogarour » Palloy a c'hounezas kalz arc'hant dre zistrujañ ha gwerzhañ tammoù eus an toull-bac'h evel eñvorenn d'an dud.

    Aon bras war maezioù Bro-C'hall ha nozvezh ar 4 a viz Eost 1789

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Hollad an darvoudoù-se a vo mammenn d'ar c'hentañ divroadeg : breur yaouank Loeiz XVI, ar c'hont d'Artois, tud uhelañ an noblañs evel Priñs Condé, dug Polignac an dug d’Enghien. Tec'hout a reont e Bro-Saoz, en Izelvroioù pe en Alamagn. An holl anezho a soñj distreiñ a-benn nebeut mizioù.

    Un tammig e pep lec'h war ar maezioù, abaoe an 20 a viz Gouhere 1789 ha betek ar 6 a viz Eost 1789, ar « Grande Peur » (Spont bras) a emled : trouzioù iriennoù gant an noblañs en dial eus darvoudoù Pariz, aon rak torfedourien a laerfe an eostadoù. Ar beizanted a gemer an armoù hag a dag kastellioù lies. Klask a vez war an dielloù liammet gant gwirioù an noblañs hag an tailhoù ha pa vez tu e vezont devet. An emsavadegoù-se a lak da gouezhañ ar galloud roueel, rak n'eo ket kreñv a-walc'h ken evit enebiñ. Noblañsoù niverus a dec'h neuze.

    E-tal ar feulster o emledañ, ar Vodadeg Vroadel a ro lamm d'an dreistgwirioù, gwirioù gladdalc'hel, e-pad nozvezh ar 4 a viz Eost 1789. Fin ar Renad Kozh.

    Kerzhadenn ar maouezed war Versailles d'ar 5 ha d'ar 6 a viz Here 1789

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Disklêriadur Gwirioù Mab-den hag ar C'heodedour e 1789

    Adalek miz Gwengolo 1789, ar Vodadeg Vroadel a vot kentañ pennadoù ar vonreizh da zont o reiñ harz d'ar galloud roueel. Kudennoù dafariñ Pariz gant greun, kement hag ur brud e vefe bet baleet a-ratozh war ar c'hokardenn triliv gant ar régiment de Flandre leal d'ar roue a zegas devezhioù ar 5 hag ar 6 a viz Here 1789. Ur mor a dud dreist-holl maouezed a ya e Versailles da glask gwelet ar roue[1].

    Da gentañ e sav a-du ar roue gant goulennoù ha c'hoantoù ar bobl. Memes devezhe, prezidant ar Vodadeg Vroadel Vonreizhel Mounier a ya hag un-dro da c'houlenn gant Loeiz XVI ma embannfe Diskleriadur Gwirioù Mab-den hag ar c'heodedour 1789 hag al lezennoù eus ar 4 hag ar 26 a viz Eost a ro lamm d'ar gevredigezh a urzh. E-kerzh an noz, goulennet gant Kumun Pariz, La Fayette a erru e Versailles. Abred ar mintin war-lerc'h, ul lodenn eus an engroez a zo kounnaret hag a embann e vint feuls gant ar familh roueel. Daou gward korf a zo lazhet. Hervez dezrevell an enklask savet gant le Châtelet war an darvoud-se, diazez eus an Dispac'h Gall : "le salut du roi, de la reine, de la famille royale, fut uniquement dû à la Garde nationale et à son général"[2], La Fayette. Ar roue a zo rediet sevel a-du gant kuitaat Versailles (biken ne zistroo eno) ambrouget gant tud eus Pariz.

    Ar roue, a-benn neuze, gant ar Vodadeg Vroadel a zo e Pariz. Difennet int gant ar Gwarda Vroadel met dañjer a zo tro-dro gant ul lodenn eus pobl Pariz. Ar galloud roueel a zo gwanaet a galz. Bro C'hall a chom ur vonarkiezh met gant ur galloud lezenniñ hag a dremen eus ar roue d'ar Vodadeg Vonreizhañ. Bodadegoù arbennikaet eus ar Vodadeg a gemer ar galloud war ar melestradurezh uhel hag a grog da vezañ dieupoc'h-dieupañ diouzh ar roue. Ar ministred n'int ket mui nemet tud arbennikaet a rank sentiñ rak ar Vodadeg. Ar roue a zalc'h ar galloud ober memestra. Al lezennoù ha dekredoù votet gant ar Vodadeg ne c'hellont bezañ lakaet da dalvezout nemet ma vezont asantet hag embannet gant ar roue Loeiz XVI. Ouzhpenn-se merourien ha labourerien melestradurezh ar Renad Kozh a chom e lec'h ma oant. Hir eo sevel ur velestradurezh nevez. Betek an hañv 1790, ar verourien ha n'o doa ket roet o zilez a gendalc'h da labourat evel a-raok. Sioulaet eo bet o galloud memestra.

    Goude un oferenn gant Talleyrand, ar Markiz La Fayette.

    C'hwitadenn ar Vonarkiezh Vonreizhel

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Gouel ar C'hevredad

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Ur bloaz goude Kemeridigezh ar Bastille, ur fest eus ar C'hevredad a zo sevenet d'ar 14 a viz Gouhere 1790, er Champ-de-Mars. Ar pal a oa lidañ krouidigezh ur geoded nevez ha bezañ ar gouel penn dispac'hel hag ar c'hevredadoù rannvroel. Evit tud dilennet ar Vodadenn vonreizhañ vroadel, ez eo un doare da ziskouez ez eo kengred ar reveulzierien gant peurrrest ar vroad. Milieroù a lidoù all a zo aozet war ar memes lajad amzer ha dre ar vro a-bezh.

    Ar C'hentañ Republik

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Girondins ha Menezidi

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Prosez ha marv ar roue

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Goude Nozvezh an 10 a viz Eost, ha lamedigezh ar vonarkiezh, tonkad ar roue, prizoniet en Temple, a chom hep diskoulm sklaer. Er mare-se ar C'hoñvañsion vroadel a zo suj d'ar Girondins. Darn dileuridi ar c'hreiz a sav a-du gant al luskad-se; bez int niverusoc'h er c'huzul seveniñ. Prosez ar roue a vo kroget met rannet sklaer eo ar gannaded. Ar re Girondins a glask gounit amzer evit ma chomfe ar pellan kastiz ar varnadenn da c'hortoz. Ar Menezidi pe Montagnards, radikaloc'h, o deus c'hoant eus un troc'h da vat gant ar Renad Kozh evit diazezañ ar Republik. Siwazh evit ar re Girondins, d'an 20 a viz Du 1792 en Tuileries, en « armel houarn », e vez kavet restroù a lak ar roue kablus da dreitouriñ. Ar prosez ne c'hell ket mui bezañ lakaet a-gostez. Chom hep en ober a c'hellfe reiñ awen d'ur barad feulster reveulzier all. En desped da gaout un disrann etre ar galloudoù, ar C'hovañsion a zo vont da varnañ ar roue. Evel-se e krog ur stourm garv d'an 11 a viz Kerzu 1792 etre ar girondins ha Menezidi evit bezañ penn ar C'hoñvansion hag an Dispac'h Gall.

    Ar roue a zo sabatuet gant kavadenn an armel houarn hag ar paperioù arvarus. Klask a ra en em zifenn met ne teu ket a-benn, a-bell, d'en em zistripañ ken anat eo e vefe kablus. Ar prosez e-unan n'eo ket ar pouezusañ, memes ma z'eo anat eo kablus. Ar pep pouzusañ a vo implij ar c'hastiz evel arm poltiikel. Marat a zo deuet a-benn da rediañ ar C'hoñvasion e vefe votet « marv an tiran » dre ur galv dre anv hag a vouezh uhel eus an deputeed dirak lagad ar boblañs. Ar rouelazh a vefe a-benn neuze un doare da brouiñ ma vezer republikan leal pe get.

    D'ar 15 a viz Genver, goude an tabutoù lies, ar roue a zo lakaet da gablus gant 693 mouezh a-enep 13. d'ar 17 a viz Genver ez eo kondaonet d'ar marv met gant nebeut mouezhioù ouzhpenn evit 387 hag a-enep 334. Philippe Égalité, dug d'Orléans ha kenderv ar roue, a vot ar marv. Kregiñ a ra ar stourm etre ar re Orleanist hag ar re reizhek hag a gendalc'ho ar c'hantved goude. Ar goursez hag ar galv d'ar bobl goulennet gant ar girondins a zo nac'het d'an 20 a viz Genver. Loeiz XVI a zo dibennet d'an 21 a viz Genver 1793 war Plasenn ar Reveulzi. Lazhadenn ar roue a entan ul lod eus ar bobl met a saouzan ul lodenn all paneveken kounnariñ anezo. Roueed al Europa a zo saouzanet: un dañjer groñs eo deuet da vezañ Bro-C'hall evit peurrest Rouantelezhioù Europa. Disklêriadur brezel ar Rouantelezh-Unanet hag an Izelvroioù d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1793, a zo stumamdur ar c'hentañ C'hengevread galloudoù Europa a-enep Bro-C'hall dispac'hel.

    Ar Bodad-ren (26 a viz Here 1795 – 9 a viz Du 1799)

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Ar Bodad-ren a voe ar mare etre ar 4 miz ar Vrumenn bloavezh IV betek an 18 a viz ar Vrumenn bloavezh VIII (26 a viz Here 17959 a viz Du 1799), hervez an deiziadur reveulzier. Ar mare-se a vezo an hini o klask reiñ un diaz politikel stabil d'ar Reveulzi c'hall dre ar vonreizh.

    Ar c'hentañ Bodad-ren a wel Barras, Carnot, Letourneur, La Révellière-Lépeaux, Reubell o vezañ dilennet evit bezañ an izili e-penn.

    Assignat 100 lur embannet e 1795.

    Da geñver ar galloudoù lec'hel e vez diasterioù a-bep seur, dresit-holl da gavout tud mennet da gemer ar gargoù. Lec'hioù 'zo a chom dindan ar galloud milourel dre ma vez emsavadegoù enep-reveulzier c'hoazh (Kornôg ar Frañs, Traonienn ar Rhône...).

    Ar c'hentañ Bodad-ren en deus da dalañ ouzh ur grizenn ekonomikel drastus ha dizehan. Kalsket e vez gant ar galloud da reiñ harp dre nep doare d'ar moneizh Assignat met ne cheñch netra, kouezadenn talvoudegezh an arc'hant a zo difin.

    Sevel tailhoù nevez, dilezel kargidi-stad n'eo ket un diskoulm kenebeut.

    An Assignat a zegas dienez d'ar bobl, an tiez-kêr a vez rediet a-benn neuze da harpañ ar roadennoù bara d'an dud munut en ur baeañ an diforc'h etre priz ar marc'had ha priz ar gwerzh gwirion.

    Politikerezh ar Bodad-ren a zo stanket dre ar vank a arc'hant, mont a ra muioc'h-mui war-zu al laeroñsi hag ar preizhañ en tiriadoù aloubet pe dindan e grabannoù evit kaout ur vammenn arc'hantaouiñ nevez.

    Dre ar fed-se e vez ar jeneraled c'hall o kemer muioc'h-mui a blas, mistri int a-benn ar fin war ar Bodad-ren rak hervez o trec'hioù e vez sevenet ar bolitikerezh. Hep trec'h d'eus o ferzh ne vez ket arc'hant a-walc'h evit harpañ oberennoù ar gouarnamant.

    Ar jeneral Napoleon Bonaparte a denno gounid eus an aergelc'h-se, e-pad kampagn Italia e gemero nerzh a-walc'h evit seveniñ ur bolitikerezh dezhañ e-unan hep urzhioù hag a-wechoù enep da selloù ar Bodad-ren.

    Eil Bodad-ren (4 a viz Gwengolo 1797 – 9 a viz Du 1799)

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    An 18 a viz ar Frouezh bloavezh V (4 a viz Gwengolo 1797) e vez un taol-stad hag a laka un troc'h e ren ar c'hentañ Bodad-ren. Taolioù-dreist politikel ha bonreizhel a vezo dizehan e pad mare an eil Bodad-ren.

    Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn bloavezh VIII

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Mare ar Bodad-ren a vezo echuet dre Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn bloavezh VIII (9 a viz Du 1799), aozet gant Napoleon Bonaparte hag e harperien. Diskleriet e voe gantañ an deiz-se: "Keodedourien, ar Reveulzi a zo stabilaet adal ar pennaennoù a zo bet mammenn, echuet eo". Fin an Dispac'h gall eo.

    Ren ar C'hoñsul

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    An tri c'hoñsul e 1803

    Ren ar C'hoñsul a vez graet eus un aozadur bolitikel ganet dre Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn‎. Kemer a ra plas gouarnamant ar Bodad-ren (1795–1799). Bonreizh ar bloavezh VIII a laka war wel un doare ren aotrounieg en e benn 3 koñsul met en gwirionez unan nemetken Napoleon Bonaparte hag a zeuio da vezañ koñsul difin e 1802.

    Ren ar C'hoñsul a bado betek an 28 miz ar Bleuñv bloavezh XII (18 a viz Mae 1804), deiziad fin ar Republik c'hall ha diskleriadur ar c'hentañ impalaeriezh.

    Ar mare-se a vez lakaet evel an hini o welet fin ar Reveulzi C'hall. Gant Taol-stad an 18 miz ar Vrumenn e vez echuet an Dispac'h gall, gant mare Ren ar C'hoñsul e vez adreizhet frammoù politikel, ekonomikel ha milourel ar vro bet degaset gant ar Reveulzi.

    Ar Reveulzi c'hall hag an Istor

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Mare ar Reveulzi c'hall a zo bet diaes da vezañ studiet gant an istorourien, kement-mañ n'eo ket dre ur vank a vateri istorel met dre an darvoud ennañ e-unan hag a zo diazezet er bed politikel. Kemmet ez eo hervez an amzer hag a zo troet an doare da sellet an darvoud istorel-se ha dreist-holl ar frouezh a zo bet degaset.

    Sach blev a zo bet hag a zo c'hoazh hervez selloù an istorourien hag o soñjoù politikel.

    Ken luziet ez eo an doare ma'z eo bet studiet an Dispac'h Gall gant an istorourien ma'z eus bet savet levrioù war istor an Istor (hag an istorourien) o studiañ ar Reveulzi C'hall.

    Ar Spont Bras

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Beuzadegoù Naoned lesanvet an "dimeziñ republikan"

    Mare ar Spont bras a zo an hini o tegas ar muiañ a danvez tabut, dre an niver a dud aet da anaon ha war an doare ma'z eo bet lazhet an dud.

    Maximilien de Robespierre

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    An dudenn Maximilien de Robespierre a laka an istorourien hag an dud dre vras da vezañ chalet, rak e-penn ar Reveulzi c'hall e oa bet e-pad mare ar Spont bras gant stumm ar gouarnamant Ren ar Spont.

    Tabut a zo c'hoazh war peseurt kablusted a zo eus e berzh da-geñver an niver a dud lazhadeget ha war an doare.

    Lazhadegoù ar Vendée

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Lazhadegoù ar reveulzierien er Vendée a zo mammenn d'an tabut istorel war an niver a dud lazhadeget met dreist-holl war ar mennozh hag a oa a-dreñv: lazhadegañ evit difenn oberezhioù an Dispac'h gall, pe lazhadegoù ramzel direizh.

    Skeudenn ar Vretoned

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Chouanted Breizh e-kichen un daol-vaen

    Skeudenn ar Vretoned a oa bet e-pad pell unan kemmesk gant ar Chouanted hag ar Chouanerezh:

    • Evit an dud a-du gant ar Reveulzi c'hall e oa ur skeudenn mantrus, ar Vretoned o vezañ tud gouez (Victor Hugo en e romant Quatrevingt-treize da skouer) diamzeriet da vat hag hep sklêrijenn spered.
    • Evit an dud a-enep ar Reveulzi c'hall e oa skeudenn ar Vretoned hini tud leun a feiz kar d'ar Roue ha d'ar vonarkiezh c'hall prest da vervel raktal evit difenn ar bed kozh (Emgann Kergidu gant Lan Inizan, da skouer)

    Ar wirionez a zo luzietoc'h. Evit un darn ar Vretoned a zegemeras mat penn-kentañ ar Reveulzi dreist-holl er c'hêrioù.

    Levrlennadur

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Istor an darvoudoù

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    • François Furet ha Denis Richet, La Révolution française, Pariz, embannadur Fayard,‎ 1973
    • Michel Vovelle, La Révolution française expliquée à ma petite-fille, Pariz, embannadur Le Seuil,‎ 2006 (ISBN 2020812452)

    Istor an Istor

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    An Dispac'h gall hag an Arzoù

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    • François Souchal, Le vandalisme de la Révolution, Pariz, embannadur Nouvelles Éditions Latines,‎ 1993 (ISBN 2-7233-0476-0)
    • Philippe Bourdin ha Gérard Loubinoux, Les Arts de la scène & La Révolution française, Clermont-Ferrand, Vizille, embannadur Presse Universitaire Blaise-Pascal, Mirdi an Dispac'h Gall Vizille,‎ 2003
    • La Révolution par l'écriture, les Tableaux de la Révolution française une entreprise éditoriale d'information (1791-1817), Clermont-Ferrand, Vizille, embannadur Presse Universitaire Blaise-Pascal, Mirdi ar Reveulzi Ch'all Vizille,‎ 2005 (ISBN 2-7118-4928-7)

    An Dispac'h gall hag ar skiantoù

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    • Guy Barthélémy, Les savants sous la Révolution, embannadur Cénomane,‎ 1988 (ISBN 9782905596314)
    • Denis Guedj, La Révolution des savants, dastumadenn Découvertes Gallimard (niverenn 48), embannadur Gallimard, 24 a viz Du 1988 (ISBN 2070530698)

    Goude darvoudoù ar Reveulzi c'hall

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    • Jean Tulard, Le 18 Brumaire. Comment terminer une révolution, embannadur Perrin, Pariz, 1999.
    • Fabrice Bouthillon, Nazisme et Révolution : Histoire Théologique du National-Socialisme, 1789-1989, Pariz, embannadur Fayard, 2011, (336 p.) (ouzhpennet al levr ennañ "Et le Bunker était Vide")

    Romantoù istorel

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]



    Notennoù ha daveennoù

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    1. Setu perak e vez graet eus an daou devezh-se « Kerzhadenn ar maouezed ».
    2. Dezrevell enklask torfed sevenet er Châtelet e Pariz war diskuilhadenn an darvoudoù erruet e Versailles e-pad ar 6 a viz Here 1789, 1790, Dielloù broadel.