Lazare Carnot

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Poltred Lazare Carnot gant Louis Léopold Boilly

Lazare Carnot a oa ur matematikour, fizikour, jeneral ha politikour gall. Ganet e voe e Nolay (Côte-d'Or) d'an 13 a viz Mae 1753 hag aet da Anaon e Magdeborg, e Prusia, d'an 2 a viz Eost 1823 (d'an oad a 70 vloaz). Bet e oa ezel eus ar Goñvañsion vroadel hag eus ar Comité de salut public, lesanvet e oa « L'Organisateur de la Victoire » pe « Le Grand Carnot ». Unan eus ar 5 Rener e voe e-pad ar Bodad-ren kentañ. Dont a reas da vezañ goude-se ur c'hont eus an Impalaeriezh C'hall.

Lazare Carnot e-pad Emgann Wattignies taolenn gant Moreau de Tours.