Spont bras

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Intérieur d'un Comité révolutionnaire sous le régime de la Terreur 1793-1794 taolenn gant Alexandre-Évariste Fragonard

Ar Spont bras a voe ur mare e-pad ar Dispac'h gall ma voe lazhadegoù a-vras hag ur ren amreoliek . Goustadik eo bet lakaet e-plas, deiziad an enaouadenn a zo disheñvel hervez an istorourien: adal ganedigezh al lezvarnioù dispac'hel e miz Meurzh 1793, lazhadegoù Gwengolo 1792, pe ar c'hentañ pennoù troc'het e Gouhere 1789.

Ar gwashañ mare a voe tizhet gant al lazhadegoù goude ma voe bet kemeret ar galloud gant kannaded ar Venezidi (Les Montagnards) e 1793, hag a echuo d'an 28 a viz Gouhere 1794 (d'an 10 a viz ar wrez er bloavezh II), gant kouezhadenn Robespierre ha pa voe dibennet gant darn eus pennoù e luskad.

Marv Loeiz XVI

Goude kouezhadenn ar vonarkiezh c'hall d'an 10 a viz Eost 1792 hag harzhadenn kannaded ar Girondins e-pad devezhioù emsav an 31 a viz Mae hag an 2 a viz Even 1793, ar Venezidi o devoa kemeret ar galloud ha penn an Dispac'h gall.

Ludresadenn gant ar Saoz George Cruikshank eus ar Reveulzi c'hall (1819)

Ar c'hentañ Republik, e-krog gant ur brezel reveulzier a-enep ur c'hengevread europaat hag enebet dre stumm ur brezel diabarzh a-enep ar roueelourien hag ar gevredadelezh, a vez dindan beli ur galloud dreistordinal diazezet war an nerzh. Ouzhpenn d'an nerzh e oa implijet doareoù maez lezenn hag ar flastridigezh a-enep ar re disfiz warno pe enep-reveulzierien.

Ar flastridigezh a oa da gentañ unan a-enep ar roueelourien, goude-se ar re Girondins, ar re kerreizh, a-raok ma ne vefe ar Venezidi oc'h en em lazhañ etrezo o welet ar re Hébertistes flastret, goude-se ar re Dantonistes hag evit echuiñ ar re Indulgents. Goude trec'hioù al luioù republikan, kanaded ar Plaine, an ez dantonistes ha memes dreistbeverien an hébertistes harpet gant ul lid eus ar Jakobined a voe deuet a-benn da lakaat Robespierre hag e gevredidi da gouezhañ ha da vezañ lakaet d'ar marv d'an 28 a viz Gouhere 1794, echuet e voe neuze evel-se mare ar Spont bras.

e-pad mare ar Spont bras tro 500 000 a dud a voe harzet ha tro 100 000 a zo lakaet d'ar marv pe gouzañverien lazhadegoù direizh; ur 17 000 a oa bet dibennet, 20 000 pe 30 000 fuzuilhet, ha degadoù a milieroù a prizonidi ha trevourien eus Vendée, paotred, maouezed, bugale, a voe gouzañverien e-pad lazhadegoù ar Mans, lazhadegoù Savenay, lazhet gant ar colonnes infernales, pe e-pad Beuzadegoù Naoned.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavout peur e oa bet kroget gant ar Spont bras n'eo ket aes, an istorourien n'int ket a-du etrezo. Div mare a vez lakaet war-raok. An hini gentañ a krog gant kouezhadenn ar vonarkiezh d'an 10 a viz Eost 1792, hag a voe echuet gnat kentañ bodadenn ar goñvañsion vroadel d'an 20 a viz Gwengolo 1792 ha dreist-holl gant trec'h Emgann Valmy, hag a voe ar memes devezh ha brudet buan dre Pariz adal an deiz war-lec'h.

Fuzuilhadegoù Naoned