Bernard-René Jourdan de Launay
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Bernard-René Jordan de Launay |
Anv ganedigezh | Bernard-René Jordan de Launay |
Anv-bihan | Bernard |
Deiziad ganedigezh | 9 Ebr 1740, 8 Ebr 1740 |
Lec'h ganedigezh | Pariz |
Deiziad ar marv | 14 Gou 1789 |
Lec'h ar marv | Pariz |
Doare mervel | muntr |
Abeg ar marv | stab wound |
Bugel | Adrienne Renée Ursule Jourdan de Launay |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | milour |
Karg | Governor of the Bastille |
Bernard René Jourdan, markiz de Launay (8 pe 9 a viz Ebrel 1740 ha marvet d'ar 14 a viz Gouhere 1789, a oa gouarnour diwezhañ toull-bac'h ar Bastille. Mab ar gouarnour e oa ; e penn gwarnizon an toull-bac'h roueel e oa d'ar 14 a viz Gouhere 1789, pa voe taget ar Bastille gant pobl Pariz.
An istorour Simon Schama a daolenn de Launay evel "emskiantek a-walc'h ha strizh"[1] fonksioner, a rae brav d'ar brizonidi gwelloc'h evit na oa bet graet gant e diaraogerien. Ar Marquiz de Sade, a oa bet kemmet toull-bac'h adalek ar Bastille d'ur prizon all dres a-raok ar 14 a viz Gouhere, en doa embannet e oa de Launay "un danvez markiz hag en doa un tad-kozh a oa bet mevel".[1]
Marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]De Launay a oa da vezañ kaset e ti kêr Pariz. War an hent e voe lazhadeget gant tud kounnaret. Taolioù kleze-fuzuilh hag un tenn a vez roet dezhañ. Hervez an testoù ez eo Launay e-unan en devoa roet lañs d'al lazhadeg. Roet en devoa un taol troad d'ur c'heginer anvet Desnot ken ma oa strafuilhet. Troc'het e voe e benn gant ur gontell ha lakaet war ur pik pourmenet dre kêr.
Eñvorennoù fall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Antoine de Rivarol, en doa « kollet e benn, a-raok ma voe troc'het dezhañ».
Ken fall e oa gwelet ar gwarnour ma voe goulennet gant ar baron Besenval, penn milourel en Île-de-France, e vefe lakaet ar marichal de Broglie evel ofiser rak reutoc'h ha mennet e oa.
Unan eus an ofiserien sezizet en toull-bac'h, al letanant Deflue en doa taolennet ar gouarnour de Launay evel un den divarrek a-gren
- ↑ 1,0 ha1,1 Simon Schama, pajenn 399, "Citizens", (ISBN 0-670-81012-6)