Jean-Paul Rabaut Saint-Étienne

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche

Jean-Paul Rabaut Saint-Étienne pe Rabaut-Saint-Étienne hepmui, ganet e Nîmes e 1743 ha dibennet e Pariz le 1793, a oa ur pastor protestant gall, kannad an Trede Stad er Stadoù Meur e 1789, ha hini departamant an Aube er g-Convention nationale.

Mab e oa da Paul Rabaut, pastor e-pad an Dezerzh e Lengadok, ha da Madeleine Gaidan. Breudeur dezhañ e vo Jacques Antoine Rabaut-Pommier ha Pierre-Antoine Rabaut-Dupuis. Goude studiañ ar gwir hag an doueoniezh e kloerdi protestant Lausanne, e voe degemeret evel alvokad ha kensakret evel pastor e miz Du 1764. Eil pastor e voe gant e dad, e Nîmes.