Kentañ Kenunaniezh
Rann eus | Brezelioù ar C'henunaniezhioù, Brezelioù an Dispac'h Gall, Brezelioù Napoleon |
---|---|
Lec'h | Europa ar C'hornaoueg, Caribbean |
Deiziad kregiñ | 20 Ebr 1792 |
Deiziad echuiñ | 18 Her 1797 |
Ar C'hentañ Kengevreadur, pe Kentañ kenunaniezh, zo un emglev savet etre 1792 ha 1797 gant darn eus broioù galloudus Europa hag a felle dezhe talañ ouzh an Dispac'h Gall a oa c'hoarvezet e Rouantelezh Bro-C'hall, deuet da vout ur republik goude.
D'an 20 a viz Ebrel 1792 e rankas ar roue Loeiz XVI disklêriañ ar brezel ouzh roue Bohemia ha Hungaria. D'an 29 ha 30 a viz Ebrel e lammas an arme c'hall war an Izelvroioù aostrian, met en aner e klaskas kemer Quiévrain, Mons ha Tournai (emgann Marquain).
Goude Manifest Braunschweig, d'ar 25 a viz Gouere 1792, e voe aloubet Bro-C'hall gant arme Prusia, kaset gant Karl Wilhelm Ferdinand von Braunschweig .
Goude disklêriañ splann gant ar Goñvañsion jirondin he youl da ezporzhiañ an Dispac'h, aloubadeg Belgia hag Izelvroioù gant al luioù gall, lazhidigezh Loeiz XVI (Bro-C'hall) e miz Genver 1793 hag argad c'hall war an Escaut, savet e oa bet ur c'hengevreadur milour gant :
Goude embannet pal an dispac'h gant renerien ar Gonvansion, da lavarout eo kas an dispac'h da vroioù all Europa, war-lerc'h aloubadeg an arme c'hall en Izelvroioù aostrian hag er Proviñsoù-Unanet, pa voe dibennet ar roue Loeiz XVI en Genver 1793, ha goude erruet an arme c'hall war lez ar stêr Schelde (Escaut e galleg), e voe savet ur genunaniezh gant meur a stad :
- Rouantelezh Breizh-Veur
- Rouantelezh Sardigna (Piemonte)
- Rouantelezh Spagn
- Rouantelezh an Div Sikilia (Napoli)
- Rouantelezh Prusia
- Arc'hdugelezh Aostria
- ar Proviñsoù-Unanet
- Rouantelezh Portugal
Fin ar brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Echuiñ a reas ar bezel gant Feur-emglev Campo-Formio, d'an 18 a viz Here 1797, ha trec'h armeoù ar Republik c'hall.
Adkregiñ a reas ar brezel en 1798 avat, hag un Eil Kenunaniezh a voe aozet a-enep Bro-C'hall.