Mont d’an endalc’had

Karl Wilhelm Ferdinand von Braunschweig

Eus Wikipedia
Karl Wilhelm Ferdinand von Braunschweig
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhBraunschweig-Wolfenbüttel Kemmañ
Anv-bihanKarl, Wilhelm, Ferdinand Kemmañ
Anv-familhtalvoud ebet Kemmañ
Titl noblañsdug Kemmañ
Deiziad ganedigezh9 Her 1735 Kemmañ
Lec'h ganedigezhWolfenbüttel Kemmañ
Deiziad ar marv10 Du 1806, 10 Her 1806 Kemmañ
Lec'h ar marvOttensen, Altona Kemmañ
Lec'h douaridigezhBrunswick Cathedral Kemmañ
TadKarl Iañ Braunschweig-Wolfenbüttel Kemmañ
MammPhilippine Charlotte Prusia Kemmañ
PriedAugusta Hannover Kemmañ
FamilhBrunswick-Bevern Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Michermilour Kemmañ
Tachenn labourmilitary affairs, Politikerezh Kemmañ
Lec'h labourBraunschweig Kemmañ
RelijionLuteriegezh Kemmañ
Grad milourelGeneralfeldmarschall, jeneral Kemmañ
BrezelBrezelioù Napoleon Kemmañ
Ezel eusRoyal Society Kemmañ
Prizioù resevetezel eus ar Royal Society, Order of Saint Alexander Nevsky, Order of St. Andrew, Order of the Garter Kemmañ
Deskrivet dreDuke Charles II, William Ferdinand, Duke of Brunswick-Wolfenbüttel (1735-1806) Kemmañ

Karl Wilhelm Ferdinand Braunschweig (1735 Wolfenbüttel - 1806, Ottensen), anavezet ivez evel Karl II Wilhelm Ferdinand von Braunschweig, pe Dug Braunschweig-Lüneburg, ur stad alaman eus an Impalaeriezh santel roman german, a oa priñs ha soudard a vicher, jeneral en arme Prusia, ha pennjeneral ( Generalfeldmarschall) an armeoù alaman a-enep Napoleone Buonaparte e deroù an XIXvet kantved. Kar e oa da roue Prusia dre e vamm, ha breur-kaer e oa da George III, roue Bro-Saoz, dre ma oa dimezet d'e c'hoar Augusta von Hannover.


E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa d'an dug Karl Iañ von Braunschweig-Wolfenbüttel ha da Philippine Charlotte von Preußen, merc'h da roue Prusia.

Un deskadurezh vat en doa bet. Beajiñ a reas en Izelvroioù ha dre Vro-C'hall en e yaouankiz, hag en Alamagn ivez. Servij a reas en arme dindan e eontr Ferdinand von Braunschweig-Lüneburg. Kentañ tro ma'z eas da vrezeliñ avat a voe dindan dug Cumberland e 1757.

E 1780, da 45 bloaz, e voe anvet da zug war-lerc'h marv e dad, Karl Iañ.

Brudet e oa evel ur mestr war ar brezelekaat en XVIIIvet kantved, evel den a sevenadur ha despot madelezhus, hervez patrom Frederig II Prusia. Brasoc'h brud a dapas c'hoazh e penn ur vrigadenn troadeien en emgann Hastenbeck.


Den a sevenadur ha spered sklerijennet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude echuet Brezel ar Seizh vloaz ez eas da Vro-Saoz gant e wreg, merc'h da Frederig, priñs Kembre. En 1766 ez eas da Vro-C'hall ma voe degemeret gant enorioù, saludet gant e enebourien. E Pariz e reas anaoudegezh gant Jean-François Marmontel. Goude ez eas da Suis hag e weladennas Voltaire. Ur pennad e chomas e Roma da studiañ traezhoù an Henamzer, a-gevret gant Johann Joachim Winckelmann. Goude un droiad da vetek Naplez e tistroas da Bariz, hag alese d'ar gêr. Chom a reas da c'houarn e zugelezh er bloavezhioù goude. Gant skoazell e vinistr Feonçe von Rotenkreuz e teuas a-benn da virout ouzh kas e stad da baour-du gant ar brezel. Soudard kentañ e amzer a felle dezhañ bezañ. Pennkomandant an armeoù unanet e vo.

Jeneral an arme alaman unanet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Charlez II von Braunschweig.

Entre 1763 ha 1787 ne gemeras perzh nemet ur wech e-pad Brezel Hêrezh Bavaria, ha ne badas ket pell; diwezhatoc'h e kasas an arme da aloubiñ an Izelvroioù. Trec'h e voe buan, hep skuilhañ gwad. D'e gempredidi e oa ur skouer a vrezelekadenn disi. pemp bloaz goude e voe anvet da bennkomandant an arme alaman hag aostrian bodet da aloubién bro-C'hall ha mougaén an dispac'h gall. Hervez an noblañsed dc'hall divroet ne gavje ket e arme nemeur a enebiezh war e hent.

Von Braunschweig ac'h ae war-raok divall, betek Emgann Valmy a echuas gant ssouzadenn ar Gevredidi.

Perzh a gemeras e Seziz Mainz (1793).

En 1806 e kollas e wreg hag e vab henañ. Daoust da se, ha war c'houlenn rouanez Prusia Luise von Mecklenburg-Strelitz, e kemeras penn arme Prusia.

Hogen adarre, abalamour d'ar roue ha d'an dizemglev etre kuzulierien ar roue a voe skoilhoù dezhañ.

Gloazet e voe en emgann Auerstaedt. E-pad miz e voe douget e-kreiz un arme brusian faezhet. Mervel a eure d'an 10 a viz Du 1806, en Ottensen, e-tal Hamburg.

E vab Frédéric Guillaume de Brunswick-Wolfenbüttel (1771-1815) a voe dug war e lerc'h. Enebiñ a raio ouzh Napoleon en Alamagn.


Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas e 1764 da Augusta von Hannover (1737-1806), merc'h da Frederick, priñs Kembre ha merc'h-vihan da George II .

Seizh bugel o doe:

Un dimeziñ politikel e oa e hini, ha ne oant ket tomm an daou bried an eil ouzh egile. Serc'hed en doe, ha dreist-holl Maria Antonia Branconi ha Louise Hertefeld. Diseblanted Augusta avat a veze kontedt da vout rogoni, ha monta rae an teodoù en-dro diwar he c'houst, dreist-holl peogwir eoa nammet he mibien henañ.

A bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Perzh a gemere en ur gevredigezh kuzh, Der Illuminatenorden

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Lord Fitzmaurice, Charles W. F., duc de Brunswick (Londres, 1901); mémoire de Allgemeine deutsche Biographie, vol. ii. (Leipzig, 1882).
  • Arthur Chuquet, Les Guerres de la Révolution : La Première Invasion prussienne (Paris).
  • Jean-Charles Volkmann, Généalogies des Rois et de princes, Édition Jean-Paul Gisserot (1998).