Garde nationale française (1789-1799)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ar Garde nationale a oa ur vezen keodedour savet e Pariz e-kreiz miz Gouhere 1789. An izili a oa bourc'hizien, a oa dija e bezenoù bourc'hiz savet pa oa bet skarzhet Necker hag e oa bet unvezioù soudarded ar roue o kelc'hiañ Pariz. D'an 20 a viz Gouhere 1789, bagadoù tud armet a oa bet savet dre ar vro evit talañ ouzh an "iriennoù aristokratel" hag ouzh an "dorfedourien", e-pad mare an Aon Bras pe Grande Peur. Gant an amzer e oant bet lakaet dindan ur statud ofisiel hag anvet Garde nationale.