Louis Antoine Léon de Saint-Just
Neuz
Louis Antoine de Saint-Just
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv e yezh-vamm an den | Louis Antoine Saint-Just |
| Anv ganedigezh | Louis Antoine Léon de Saint-Just |
| Anv-bihan | Louis |
| Anv-familh | de Saint-Just |
| Deiziad ganedigezh | 25 Eos 1767 |
| Lec'h ganedigezh | Decize |
| Deiziad ar marv | 28 Gou 1794 |
| Lec'h ar marv | Pariz |
| Doare mervel | kastiz ar marv |
| Abeg ar marv | dibennañ |
| Lec'h douaridigezh | Errancis Cemetery |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Yezh implijet dre skrid | galleg |
| Micher | politiker, skrivagner, reveulzier, barzh |
| Karg | Comité de salut public, deputy to the National Convention, President of the National Convention |
| Bet war ar studi e | Université de Reims |
| Lec'h labour | Pariz |
| Strollad politikel | Kleub ar Jakobined |
| Perzhiad e | Dispac'h Gall |
| Deskrivet dre | presumed portrait of Louis-Antoine de Saint-Just |
| Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |

Louis Antoine Léon de Saint-Just, ganet d'ar 25 a viz Eost 1767 e Decize (Nivernais, hiriv Nièvre) ha dibennet d'an 28 a viz Gouhere 1794 (10 thermidor an II hervez an deiziadur republikan gall) a oa ur politikour gall, ezel eus ar Venezidi hag harp feal da Robespierre. Lesanvet e oa Arc'hael ar Spont. Prezegenner ampart, reut eo war mennad an ingalded hag ar vertuz, ouzhpenn-se e oa mennetbetek penn evit ar c'hefridioù a oa fiziet ennañ. Dont a ra a-benn meur a wech da adreizhañ an traoù evit Arme ar Roen (Dispac'h gall) ha sikour a ra kalz evit trec'h an armeoù republikan e Fleurus. A-fed politikerezh eo enebour daonet ar re Jirondined, an Hébertistes ha goude-se ar re Indulgents.