Devezhioù ar 5 hag ar 6 a viz Here 1789

Eus Wikipedia

Devezhioù ar 5 hag ar 6 a viz Here 1789 zo lod eus an devezhioù a reer anezho « devezhioù meur » e-kerzh an Dispac'h Gall hag o deus degaset distro ar roue hag e familh da Bariz, kêr-benn ar rouantelezh.

Jean-Joseph Mounier, prezidant ar Vodadeg Vroadel, d'ar 5 ha d'ar 6 a viz Here 1789

Da gentañ, devezh ar 5 a viz Here a gomañs gant maouezed o kerzhout betek Plasenn ar Grève, dirak ti-kêr Pariz, evit lavare d'ar Gumun, dreist-holl, e vank bara er gêr-benn. Dont a reont tre en ti-kêr betek ma errufe ar Gward broadel parizian, gant La Fayette e penn.

Goude-se e teu dezho ar soñj da vont da welet ar roue hag ar Vodadeg vonreizhañ. Milieroù a dud, darn anezho o vezañ maouezed, a ya war-zu Versailhez. Heuliet int gant strolladoù armet, ha meur a eurvezh war-lerc'h, gant 15 000 betek 20 000 den eus ar Gward broadel.

Lazhadeg ar gward Antoine Joseph Pagès gant ar Rouanez Audu