Camille Desmoulins
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv-bihan | Camille |
| Anv-familh | Desmoulins |
| Deiziad ganedigezh | 2 Meu 1760 |
| Lec'h ganedigezh | Guise |
| Deiziad ar marv | 5 Ebr 1794 |
| Lec'h ar marv | Pariz |
| Doare mervel | kastiz ar marv |
| Abeg ar marv | dibennañ |
| Lec'h douaridigezh | Errancis Cemetery, Catacombs of Paris |
| Pried | Lucile Desmoulins |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Yezh implijet dre skrid | galleg |
| Lec'h bac'hañ | Palez al Luxembourg |
| Micher | kazetenner, politiker, alvokad |
| Karg | kannad gall |
| Bet war ar studi e | Lycée Louis-le-Grand |
| Lec'h labour | Pariz |
| Strollad politikel | Cordeliers |
| Perzhiad e | Dispac'h Gall |
| Prizioù resevet | Concours général |
| Deskrivet dre | Portrait of Camille Desmoulins (1760-1794) |
| Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |

Camille Desmoulins, lesanvet "Prokulor meur al letern" hervezañ e-unan, ganet d'an 2 a viz Meurzh 1760 e Guise hag aet da Anaon dre dibennadeg d'ar 5 a viz Ebrel 1794 (16 germinal bloaz II) e Pariz, a oa un alvokad, ur c'hazetenner hag ur reveulzier gall. Gant Maximilien de Robespierre, Jean-Paul Marat ha Georges Danton, e oa bet unan eus pennoù meur an Dispac'h gall. Bez e oa kamalad bugaleaj Maximilien Robespierre ha kamalad kement hag harper politikel Georges Danton. Desmoulins a oa bet barnet ha lakaet d'ar marv gant Danton gant ar re Montagnards.
Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lucie-Simplice-Camille-Benoît Desmoulins a zo mab henañ Jean-Benoît-Nicolas Desmoulins, aotrou Bucquoy ha Sémery, letanant jeneral evit beli Guise, e Pikardi ha da Marie-Madeleine Godart. Bez en doa seizh breur ha c'hoar. Ganet d'an 2 a viz Meurzh 1760, Camille Desmoulins a oa bet badezet d'an 3 a viz Meurzh en iliz Saint-Pierre-Saint-Paul e Guise.