Mont d’an endalc’had

Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Brezel diabarzh SUA)
Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika
brezel diabarzh
MoranvWar Between the States, War of Northern Aggression Kemmañ
Anv berrCivil War Kemmañ
Lec'hSouthern United States, Northern United States Kemmañ
Heuliet gantSecond American Civil War Kemmañ
Deiziad kregiñ12 Ebr 1861 Kemmañ
Deiziad echuiñ9 Ebr 1865 Kemmañ
PerzhiadUnion, Stadoù Kengevreet Amerika Kemmañ
Abeg pennañsklavelezh e Stadoù-Unanet Amerika Kemmañ
Abeg kentizh1860 United States presidential election, secession of the Southern United States, emgann Fort Sumter, President Lincoln's 75,000 Volunteers Kemmañ
EfedEmancipation Proclamation, Ten percent plan, Thirteenth Amendment to the United States Constitution, Reconstruction Era Kemmañ
Studiet gantIstor milourel Stadoù-Unanet Amerika Kemmañ
Has contributing factorFugitive Slave Act of 1850, Kansas–Nebraska Act, Dred Scott v. Sandford, argadenn John Brown war Harpers Ferry, 1860 Democratic National Convention Kemmañ

Brezel digevrediñ pe Brezel diabarzh amerikan, anvet "the Civil War" er Stadoù-Unanet hag a-wechoù "the War of Northern Aggression" pe "Second war of independence" gant an dud a-du gant stadoù ar su, a zo ur brezel diabarzh c'hoarvezet etre 1861 ha 1865, hag a emplegas Stadoù-Unanet an "Unaniezh", renet gant Abraham Lincoln, ha "Stadoù Kengevreet Amerika", renet gant Jefferson Davis, a gevrede unnek Stad eus su ar vro hag o doa digevredet diouzh ar Stadoù-Unanet.

An Unaniezh a oa enni an holl stadoù a-enep ar sklaverezh ha pemp stad sklaver, renet gant Abraham Lincoln hag ar strollad republikan. Hemañ a oa a-enep emled ar sklaverezh (hep bezañ a-enep ar sklaverezh end-eeun) war douaroù ar Stadoù-Unanet, ha trec'h ar republikaned e dilennadegoù prezidantel ar Stadoù-Unanet e 1860 a zegasas ur digevrediñ a-berzh seizh Stad eus ar su, a-raok na vije kemeret e sez gant Lincoln.

Pevar bloaz brezel drastus a voe gant 620 000 betek 750 000 soudard lazhet, un niver uheloc'h evit sammad kolloù soudarded Stadoù-Unanet Amerika e-pad ar C'hentañ Brezel-bed hag an Eil Brezel-bed. Distrujet e voe darn eus frammadurioù Su SUA. E-fin ar brezel e voe roet lamm d'ar C'hengevread ha difennet ar sklavelezh er vro a-bezh. Mare an adsavidigezh (ar Reconstruction Era) (1863–1877) goude ar brezel, gant ar pal pennañ da adunaniñ ar vro, a roas un nerzh kreñvoc'h d'ar gouarnamant war an holl Stadoù kevredet en unaniezh.

E 1860, bloaz dilennadegoù prezidant Stadoù-Unanet Amerika, ar Republikaned, en o fenn Abraham Lincoln, o devoa lakaet anat war-raok e oa ret lammañ ar sklavelezh en holl diriadoù eus ar vro. E su Stadoù Unanet Amerika e oa gwelet kement-mañ evel un doare da dagañ gwirioù bonreizhel o stadoù. Ar strollad republikan, a oa kreñvoc'h e norzh ar vro, a zeuas a-benn da dapout muioc'h a vouezhioù hag a gannaded, ar pezh a lakaas Lincoln da vezañ dilennet evel ar kentañ prezidant republikan ar vro. Met a-raok ma vije tu dezhañ bezañ degemeret evel prezidant, 7 stad eus ar Su, dezho ekonomiezhoù diazezet war kenwerzh ar c'hotoñs, a savas ar C'hengevread.

Kroget e voe gant an emgannoù d'an 12 a viz Ebrel 1861, pa voe kanoliet Fort Sumter gant an nerzhioù lu kengevreet. War tachenn kornôg, ar brezel an Unaniezh a yae war-raok dizehan. War tachenn reter ar brezel, an emgannoù a oa hep trec'h anat a bep tu e 1861–1862. E miz Gwengolo 1862, Lincoln a embannas an Emancipation Proclamation, a lakae fin ar sklavelezh evel unan eus pennaennoù ar brezel. Er c'hornôg, e-pad an hañv 1862, an Unaniezh a zistrujas ar Morlu Kengevreet stêr, ouzhpenn darn an nerzhioù lu douar, ha lakaet e voe ar seziz war New Orleans. Trec'h an Unaniezh e-pad Seziz Vicksburg e 1863 a rannas ar C'hengevread e div lodenn tro-dro d'ar stêr Mississippi. E 1863, tagadenn an Norzh gant Robert E. Lee a voe harzet da vare Emgann Gettysburg. An trec'hioù er C'hornôg gant Ulysses S. Grant a lakaas anezhañ evel penn an holl luioù eus an Unaniezh e 1864. Ur seziz strizh ha strategiezh an douar devet a voe lakaet da dalvezout war ar C'hengevread. An tagadennoù a-bep tu gant an Unaniezh a lakaas Atlanta da gouezhañ e-tal William T. Sherman e-pad ar valedadeg betek ar mor.

An emgannoù bras ziwezhañ a voe e-pad Seziz Petersburg. Lee a glaskas tec'hout met rediet e voe da godianañ en Appomattox Court House, d'an 9 a viz Ebrel 1865. Echuet e oa gant an emgannoù, met ret e voe adsevel un unaniezh eus ar vroad, ar pezh a gemeras 12 vloaz c'hoazh. Ar mare-se a vez graet Reconstruction Era anezhañ.

Mammennoù ar brezel diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a abeg a zo bet kavet d'ar c'hoant kuitaat an unvaniezh gant stadoù 'zo eu Su ar vro. Diaes eo gouzout resis, ha tabutoù drastus a zo tro-dro d'ar respontoù posubl. Darn an istorourien a laka war-wel memestra e oa ar sklavelezh ar gudenn diazez a roe nerzh a-walc'h d'ar choaz digevreañ. En dielloù 'zo eus stadoù ar su er mare-se e vez kaoz alies eus ar sklavelezh evel un abeg. Lod istorourien a ouzhpennañ mammennoù all d'ar brezel, ar sklavelezh a chom evito un diazez d'ar stourm politikel a oa kroget etre ar stadoù stadunanat abaoe ar bloavezhioù 1850, hag a oa o fonusaat. Ar Strollad Republikan a oa mennet mat gant ar mennozh chom hep gwelet ar sklavelezh o emledañ war tiriadoù all eus ar vro. Ar pal a oa dreist-holl da chom hep gwelet ar stadoù dieub hep sklavelezh bet degemeret en unaniezh o kaout muioc'h a bouez politikel er C'hendalc'h stadunanat hag er skolaj dilennel dre treiñ da stadoù sklavelezh. Meur a benn eus stadoù ar Su a oa bet dija o embann e oant prest da guitaat an Unvaniezh ma vije ar c'handidat Republikan, Lincoln, da vezañ trec'h e Dilennadegoù prezidantel Stadoù-Unanet Amerika 1860. Ur wech aet ar maout gant Lincoln, meur a benn eus ar Su a oa kendrec'het e oant rediet digevreañ. Aon o devoa koll an nerzh politikel a roe an tu dezho da bouezañ war politikerezhioù ha lezennoù a-du gant ar sklavelezh. En e eil gomzadenn lid-digeriñ e1865, Lincoln en doa embannet:

"[...]slaves constituted a peculiar and powerful interest. All knew that this interest was, somehow, the cause of the war. To strengthen, perpetuate, and extend this interest was the object for which the insurgents would rend the Union, even by war; while the government claimed no right to do more than to restrict the territorial enlargement of it.

Ar Sklavelezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An tabutoù tro-dro d'ar sklavelezh er vro a oa bet mammenn diazez an digevreañ hag ar brezel diabarzh stadunanat. Ar sklavelezh a oa bet dija ur mammenn tabut pa oa bet savet Bonreizh 1787, hag a oa bet, dre forzh marc'hata, unan kemmesk etre a-du gant ar sklavelezh hag a-enep war ar memes-tro. An tabut tro-dro d'ar sklavelezh a oa deuet da vezañ kenkrouer an nasion abaoe ar grouidigezh ha gant an amzer o redek e oa bet gwasoc'h-gwasañ an traoù o welet un disrann etre ar Su gant sklavelezh hag an Norzh dieub.

An disoc'h a oa bet gwasaet gant emled bliv ar vro war tiriadoù nevez, ar pezh en doa lakaet an dalc'h-se da vezañ diazez. Daoust hag an tiriadoù nevez a vo reoù gant sklavelezh pe reoù dieub. An dalc'h a oa bet an hini pennañ e politikerezh ar vro war degadoù a vloavezhioù a-raok ar brezel diabarzh. An diskoulmoù a oa bet kinniget a oa bet ar Missouri Compromise hag ar Compromise of 1850, met ar re-se ne oant bet nemet gounid amzer war dalc'h ar sklavelezh hag a vo mammenn d'ar brezel dibarzh gwadus.

Atiz darn ar stadunaniz ne oant ket liammet dre ret gant unan eus al luskadoù (sokial pe douaroniel); lod tud eus an Norzh dreist-holl e-touez ar soudarded ne raent forzh eus ar sklavelezh ha stad ar sklaved zu, met un diaz a chom memestra. Gant ma pade ar brezel, muioc'h-mui e oa ar re a-du gant an Unaniezh o treiñ a-du gant lammadur ar sklavelezh, dre abegoù moral pe evel doare da baouez ar brezel buanoc'h ha da reiñ un taol d'ar C'hengevread. Ar soudard eus ar C'hengevread a oa o stourm dreist-holl evit gwareziñ Kevredigezh ar Su hag ar sklavelezh ne oa gwelet evel ul lodenn eus an hengounioù nemetken. Darn an enebourien d'ar sklavelezh a wele ar sklavelezh evel un doare d'ober diamzeriet, spontus hag enep-republikan. Strategiezh an nerzhioù enep-sklavelezh a oa da gentañ da dalañ ouzh emled ar sklavelezh war an tiriadoù nevez. Goude-se e oa da vougañ goustadik ar sklavelezh. Evit perc'hennerien sklaved ar Su e oa gwelet ar strategiezh-se evel un dagadenn enep-bonreizhel eus o gwirioù. Gant ul lodenn eus poblañs stadoù ar Su o vezañ sklaved, an dud gwenn a wele lamm ar sklavelezh evel un darvoud dibosubl hag a grede e vije dieubidigezh ar sklaved un distruj eus gwirioù familhoù ar Su, ar gevredigezh, hag an ekonomiezh, rak un darn mat eus arc'hant a oa bet postet er sklavelezh hag abaoe pell e oa un aon rak ar boblañs zu.

Gwasaet e oa bet an traoù dre ma oa deuet da vezañ birvidik ur sorc'henn, un a welje un emsavadeg sklaved evel Lazhadegoù Haiti 1804 (lesanvet en amzer-se "the horrors of Santo Domingo"), ar sklaved o emsevel er Su ivez. En Haiti e oa bet ar sklaved o emsevel hag o lazhadegañ gwadus ha chivous an dud gwenn a oa o vevañ en enezenn goude an emsavadeg trec'hus. An istorour Thomas Fleming a ra gant ar frazenn istorel "ur c'hleñved er spered foran" [1] tro spered an dud er Su en doa harpet kalz an disparti gouennel e-kerzh marevezh Jim Crow goude dishualded ar sklaved. An aon-se a oa bet gwasaet e 1859 pa oa bet John Brown o klask lakaat emsevel ar sklaved gant armoù er Su.

Red an darvoudoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lincoln ha jeneraled an Norzh, goude emgann Antietam, e 1862
Emgann Spotsylvania, 1864
Stad an traoù e 1864. E glas: Stadoù an Unvaniezh. E glas sklaer: Stadoù an Unvaniezh ma veze aotreet ar sklavelezh. E roz, ar Stadoù kengevredet. E gwenn an tiriadoù ne oant ket Stadoù c'hoazh. Al lod brasañ anezho a oa dindan dalc'h an Unvaniezh
To the End (Brezhoneg: Betek penn) ur sell gant Gilbert William Gaul war brezel diabarzh Amerika
Abraham Lincoln

Tud dibar an Unvaniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud dibar ar C'hengevread

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nerzhioù lu

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar re c'hlas, dre liv o unwisk soudard. Union Army a oa anv hollek nerzhioù lu an Norzh war zouar. Skourr ar morlu a oa an Union Navy.

Lu Stadoù Kengevreet Amerika

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar re griz, dre liv o unwisk soudard. Lu Stadoù Kengevreet Amerika (Confederate States Army) a oa hollad nerzhioù lu ar Stadoù Kengevreet. Ar morlu a oa graet Confederate States Navy anezhi.

Armoù Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika a voe ur brezel o welet an armoù neveshaet ha reoù nevez o tont etrezek an tachennoù emgann.

Adsevel istorel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-leizh a adsevel istorel a vez er Stadoù-Unanet gant tem brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Adsavet e vez emgannoù pennañ ar brezel. E su ar Stadoù-Unanet ez eo kreñv-tre an adsevel istorel dre al liamm karantezus a vez bev birvidik c'hoazh hiziv-an-deiz evit an ez- Stadoù Kengevreet Amerika.

Adkemer er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika a zo ur vammenn difin er sevenadur, er Stadoù-Unanet pe dre ar bed.

Bandennoù-treset

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aozadurioù digorvo

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lod arzourien a zo arbenikaet war ar brezel-se:

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. a disease in the public